For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Gwelonv, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Gwelonv. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

--Fulup 2 Ebr 2006 da 14:28 (UTC)Respont

  • Setu krog mat out ganti bremañ. Gwelet em eus out bet o reizhañ traoù yezh war un toullad pennadoù. Un dra vat eo. Diwall memes tra da reizhañ fazioù hepken ha neket cheñch dibaboù yezh aozerien ar pennadoù n'int ket fall dre ret. Da skouer, n'eo ket direizh ober gant "gwech" e-lec'h "gwezh". Arabat reizhañ neuze pa n'eus ket bet degemeret diviz ebet war ar poent-mañ war ar wiki evit c'hoazh. Diwall ivez pa cheñchez traoù en ur ger pe un droienn etre sonelloù [[...]] rak gellout a rez terriñ liammoù war-du pennadoù all. Ma, nebeut a dra. Kalon vat dit da genderc'hel ganti. --Fulup 2 Ebr 2006 da 17:45 (UTC)Respont

Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)

kemmañ

Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.

Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.

Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledanoc'h e vo an emglev tizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.

Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)

--Neal 5 Du 2006 da 09:42 (UTC) (Merour)Respont

Liveañ/Neutralizañ (yezhoniezh)

kemmañ
respontet

Respontet eo bet dit amañ. Trugarez evit da alioù ha da reizhadennoù. A galon, Neal (Kaozeal) 1 Eos 2007 da 07:26 (UTC)Respont

O c'hortoz da ali diwezhañ 'on. Trugarez, Neal (Kaozeal) 1 Eos 2007 da 16:28 (UTC)Respont

Yezhadur (frazennig digomprenus)

kemmañ
respontet

Respontet eo bet dit amañ. A galon, Neal (Kaozeal) 1 Eos 2007 da 16:28 (UTC)Respont

Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)

kemmañ

 Galvadenn


Merour·ion·ezed nevez zo ezhomm !
Lakait hoc'h anv pe hini un implijer/ez all amañ

Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 19:46 (UTC)Respont

Phonologie et morphosyntaxe du parler breton de Bothoa

kemmañ

Demat deoc'h, gwelet m'eus c'hwi zo al levr-se ganeoc'h. Hiziv an deiz, me 'zo o klask "fañchekaat" ma brezhoneg. N'eus ket tu da gaout al levr-se neblec'h. Daoust hag-eñ ec'h ouzit e pelec'h hennezh vez kavet (da brenañ) ? Ma n'ouzit ket, posupl e vefe kaout ur c'hopi ganeoc'h e "format PDF" ? a galon. --Fabriz Coupechoux 22 Gou 2010 da 11:47 (UTC)Respont