Kaozeadenn Implijer:Yun/dielloù/2006

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant MP e kaozeadenn Demokratelezh

L cont.

kemmañ

Gwelet em eus L cont. e-barzh ar meneger e Un nozvezh ha mil. Petra eo ? Ha peseurt diforc'h gant "L" ? Trugarez. MP

Un nozvezh ha mil

kemmañ

Perak an doare-se ? Hud an treiñ eo. Lennet em boa un droienn evel-se ≈ "Den warn-ugent" evit "UN den warn-ugent". Ha da gentañ, em boa soñjet (Un nozvezh >) Nozvezh ha mil evel Unan ha kant. Re verr an dro em eus lakaet UN : setu Un nozvezh ha mil, hag a zo ul levr… disoc'h . MP

Kompren a ran. Dav eo doujañ d'ar boazioù a zo diazezet dre gomz kerkoulz ha dre skrid e brezhoneg. N'eus ket da cheñch ar gerioù bep mintin, me zo akord ganti war pep tra teus skrivet din. Met n'anavezen ket an droienn teus roet din. Hag a-hend-all n'eo ket bet troet kalz a bajennadoù eus al levr (nemet teir c'hontadenn - ha re all marteze ?) nag a-ziwar doare Galland nag a-ziwar kontadennoù arabeg. Paour eo hêrezh a-fed levr an nozvezhioù arab en brezhoneg. MP

OK. Penaos cheñch pep tra en titloù ? Pennadoù n'eo ket diaes… MP

Emplantennoù-bronn

kemmañ
  • Dispar da bennad. Laouen-kenañ on o welet pennadoù evel-se a ya er-maez eus ar bedig ma vez bac'het ar brezhoneg re alies. Spi am eus e kendalc'hi da sevel traoù en-dro d'ar yec'hed ha d'ar vezegiezh. Ezhommoù bras zo war an dachenn-se a denn da vuhez an dud. Farsus eo met seurt pennadoù a ro kalon evit an dazont. Moarvat em bije-me dibabet ober gant termenoù all aliezik met n'eo ket strikt. Pouezus-kenañ eo kinnig traoù evel-se d'an dud. Gourc'hemennoù dit c'hoazh. --Fulup 28 Gen 2006 da 18:35 (UTC)Respont
    • ya, gouzout a ran. Ur bern gerioù a seblant din bezañ bet degemeret war ar prim hep tamm gwir burutellañ ebet avat hag alies e vez distroet war termenoù a oa diazezet mat a-raok, ar pezh a zegas kemmesk e penn an dud. Evidon-me n'haller ket dispartiañ yezh ar skol eus ar yezh a vez en implij tro-dro er c'helaouennoù, er geriadurioù hag er skridoù brezhonek bet skrivet abaoe ouzhpenn kant vloaz. Souezhet on, da skouer, gant implij ar ger jel a gaver gant Diwan, implijet ganit en da bennad. Hañvalout a ra din bezañ un amprest gallek diezhomm. E geriadur an Here e kaver gel. Dont a ra an termen eus al latin gelu hag ent reizh e tle reiñ gel e brezhoneg. En alamaneg e kaver gel (distaget gel), e saozneg gel (distaget djel), e spagnoleg gel, (distaget c'hel), hag all. Perak erbediñ jel eus un tu ha geografiezh eus an tu all ? Diboell eo, ret e vije bet dezho mont war-du jeografiezh neuze. Kavout a ran furoc'h heuliañ ar reolenn voas evit deverañ an anvioù a orin latin hag ober gant g : gel, gen, genetik... A-hend-all n'em befe ket lakaet a varrennig-stagañ etre emplantenn ha bronn. --Fulup 29 Gen 2006 da 09:48 (UTC)Respont

Dilennit ho merourien

kemmañ

Digor eo ar votadeg evit dilenn ho merourien, votit AMAÑ

Deiziad diglok

kemmañ

salut dit Yun. ya, gwelet 'm eus e oa diglok an deiziad - pe kentoc'h e vanke un eur...! ha goût a ouifes penaos ober evit renkañ ar gudennig-se? Neal 12 C'hwe 2006 da 10:07 (UTC)Respont

n'eo ket strikt - treuzet hom linennoù... :-)) Neal 12 C'hwe 2006 da 21:05 (UTC)Respont

Epi/hipokreizenn

kemmañ

Trugarez dit da vezañ klokaet pennad hipokreizenn ha da vezañ brezhonekaet ar skeudenn. E pennad Epikreizenn n'on ket gwall asur eus ma zroidigezh evit afer ar gwagennoù treuz (n'eus ket ur skiantour ac'hanon). Moarvat e vefes gouest da lakaat an traoù un tammig splannoc'h ha digammañ an tamm frazenn-se (sell er pennad e saozneg). Trugarez dit en a-raok ma kavez un tamm amzer evit se. --Fulup 14 C'hwe 2006 da 20:58 (UTC)Respont

logo ar wiki

kemmañ
dont a ra ur framm gwenn en-dro d'al logo bremañ. a-raok ne oa ket, bravoc'h e oa a gav din. Posupl eo cheñch ? --Fulup 2 Meu 2006 da 21:47 (UTC)Respont
Dispar, deuet eo kaer. Trugarez vras dit, pouezus e oa ober ur cheñchamant buan bremañ pa'z eus bet kemeret un diviz.

porched ar fizik

kemmañ
  • Ne gav ket dit e vije tu da soñjal sevel ur porched bravik bremañ evit lakaat war wel tout al labour bet graet ganit war dachenn ar skiantoù ? Sell ouzh ar re-mañ a gavan bravik hag aes a-walc'h da azasaat :
  • Physics
  • Física

E galleg eo brav ar bloc'had kentañ met goude n'eo ket dispar rak n'eus ket gwir skeudennoù :

Petra a soñjez ? Mat eo din sikour ac'hanout un tamm ma fell dit --Fulup 3 Meu 2006 da 19:17 (UTC)Respont

Kimiezh ha kembraeg

kemmañ

Ur porched evit ar gimiezh ivez, goude ma n'eus ket pikol tra marteze: Primo Levi a oa kimiour. Ur pennad ganin db ar Ziklon B (ziklon?) hiziv. A-hend-all on bet mil souezhet o welout ne oa ket bet boulc'het Taliesin gant Kembreiz c'hoazh! Bianchi-Bihan 17 Ebr 2006 da 16:05 (UTC)Respont

Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)

kemmañ

Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.

Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.

Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledanoc'h e vo an emglev tizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.

Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)

--Neal 5 Du 2006 da 09:42 (UTC) (Merour)Respont

Dre ma brasañ faot

kemmañ

Kompren a ran da savpoent, hag aet on re bell, am eus aon. Setu ne rin ket ken. Komzet em boa un tamm eus se koulskoude en ur bajenn bennak (pehini? 'm eus ket soñj ken) abalamour ma kaven e oa stlabez gant ar rummadoù en tu-se: skrivagner(ien) (v)brezhonek(g), betek 5 rummad en holl, ma'm eus soñj mat. Goude-se em boa soñjet ne oa ket ezhomm eus kement-se a rummadoù. Met pa lavarez din perak e komprenan gwelloc'h. Gwir eo e vezan techet bremañ da vont da-heul tud zo a ya kalz re vuan da ziverkañ traoù zo: ur c'hleñved a red dre ar wikipedia, ha tizhet on bet ivez. Mat 'peus graet lavarout din, diwall a rin diwar vremañ. Lavar din en-dro ma kavez abeg em labour. Klask a ran ober pennadoù a c'hallo servij da implijerien ar wikipedia, skolidi, studierien ha kelennerien. Brezhonegerien, petra. A galon ganit. Bianchi-Bihan 28 Du 2006 da 20:55 (UTC)Respont

Rummad:Duged Breizh

kemmañ

Salud dit Benoni. Krouet em eus ur rummad Rouaned ha Duged Breizh evit renkañ ar pennad Alan IV a Vreizh. Dibabet em boa an titl-se abalamour d'ar pennad Roll Rouaned ha Duged Breizh. Emaon o paouez gwelet ez poa krouet ur rummad Duged Breizh c'hoazh. Daou a zo re eveljust ha ret e vo dilemel unan. Petra 'soñj dit ? --Yun 29 Du 2006 da 20:51 (UTC)Respont

Daou rumm evit lavarout ar memes tra, ya. Er wiki gallek e oa bet kaoz eus se gwechall ivez, ha tabut abalamour da c'hout pe roue pe get e oa Nevenoù kozh. pell zo n'on ket bet o welet pet rumm zo. Bianchi-Bihan 29 Du 2006 da 22:03 (UTC)Respont
Ingal eo din. Marteze 'z eus tu derc'hel ur rummad "Duged Breizh", kaout unan all "Roueed Breizh", hag e vijent o daou isrummadoù eus "Pennoù Breizh"?Benoni 29 Du 2006 da 23:11 (UTC)Respont

N'in ket da sevel ur skritur nevez fenoz, met kompren a garfen petra eo ar fallvarchoù: n'eus liamm ebet gant ur pennad gallek da sklerijennañ ma spered beuzet e teñvalijenn an diouiziegezh. Shelley Konk 5 Kzu 2006 da 17:42 (UTC)Respont

Rummad bloavezhioù

kemmañ

Salut dit,

Ne oa ket ken diaes met ur gudenn a chom evit ar bloavezhioù kent jezus Krist n'ouzon ket penaos renkañ anezho

--Paotr 8 Kzu 2006 da 08:36 (UTC)Respont

kartenn ar wikipedourien

kemmañ

Salud, labous-noz. Ne gomprenan ket penaos e vez kontet ar pennadoù gant ma zamm labour noz e tleje bezañ tizhet an 11 000 pennad. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2006 da 04:35 (UTC) Tremenet eo eus 10995 da 11001. Ganit eo deuet an niver 11 001. Ez an d'ober un tamm kousk. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2006 da 04:40 (UTC)Respont

Bot

kemmañ

Salut Yun. Gwelet am eus eo bet krouet ur bot ganit. Arabat ankounac'haat e rank an holl botoù bezañ aotreet gant ur merour a-raok lakaat anezhe e pleust. Me n'on ket ur mailh war seurt traoù - gwelloc'h e vefe d'am soñj displegañ palioù ar bot-se da Fulup ha goulenn digantañ ma vefe aotreet. Trugarez. --Merour (N) 17 Kzu 2006 da 14:43 (UTC)   Trugarez evit da respont ken prim all. Ya, talvoudus-tre d'am soñj. Aotreet ganin neuze. Te an hini eo a vo kiriek d'ar bot-se ma'c'h a-dreuz....Respont

Dreist! Ha daoust hag-eñ e ouife da vot ivez peurechuiñ krouiñ ar pajennoù bloavezh, pa 'z eo arabadus ober seurt labour. Goût a ran eo bet graet seurt labour gant botoù war ar wikioù all. Benoni 17 Kzu 2006 da 17:09 (UTC)Respont

Bot

kemmañ

Trugarez evit bezañ goulennet un aotre - daoust din chom hep bezañ komprenet re vat ar goulenn!!! n'ues forzh penaos, mac'h out sur ne vo kaset tamm distruj da-benn gant ar bot-se ha touiñ a rez da renkañ da-unan forzh peseurt reuz plantet gantañ dre fazi ne welan kudenn ebet evit ober gantañ. Petra eo pal(ioù) reis ar bot-se? Petra a ra? (buan-ha-buan hag displegadurioù re deknikel). Ha gallout a rafes sevel botoù all evit ober war-dro traoù resis (evel tennañ ar patrom Peurunvan diwar ar pennadoù)? A galon --Merour (N) 19 Kzu 2006 da 19:04 (UTC)Respont

Salut Yun. N'eus bureviad ebet c'hoazh war ar wiki brezhoneg. Setu evit ar mare eo ret da perc'henn ur bot goulenn ar "banniel" bot war meta, amañ. Kemenn a rez deomp ur wech tapet ganit ar banniel bot evit Yunbot? A galon, Benoni 19 Kzu 2006 da 20:27 (UTC)Respont

YunBot

kemmañ

Trugarez dit evit an ditour. Hervez am eus komprenet e ranker kaout asant ar Wikpedia brezhonek (sevel ur votadeg) a-raok goulenn ar statud Bot gant ur steward. --Yun 20 Kzu 2006 da 05:55 (UTC)Respont

N'eus pajenn ebet evit-se c'hoazh. T'eus nemet lavar zo ganit asant ar merourien, ha sevel ul liamm o kas war-zu da bajenn kaozeadenn. Pa m'o amzer e savin ur bajenn vot evit ar botoù...Benoni 20 Kzu 2006 da 10:47 (UTC)Respont
Botoù zo (daou anezhe d'am soñj) o vont war-dro war ar Wikipedia-mañ dija. Aotreet e oant bet gant Fulup d'am soñj. Marteze e c'helles mont darempred gantañ war e bajenn ha goulenn outañ penaos en doa graet.

--Neal 20 Kzu 2006 da 12:33 (UTC)Respont

Sinadur

kemmañ

salut! ha gallout a rafes lâret din ez-reis petra ac'h eus skrivet er penndibaboù a-benn gallout kemmañ da sinadur. kaer am eus klask ober met ne deuan ket a-benn. kas din ar sintaks leun implijet ganit hag e rin gantañ. trugarez en a-raok. --Neal 22 Kzu 2006 da 16:59 (UTC)Respont

Peurunvan

kemmañ

Salud dit, Yun.

Skrivañ a ran e peurunvan - gant kalz fazioù em eus aon ;-D

N'em eus ket skrivet ar pennad Saoznek (yezh gwened) ! Kaved em eus ar pennad-mañ dindan Saoznek. Setu perag em eus krouet tri pennadoù :

  • Saoznek, gant liammoù da :

Arnodet em eus al liammoù e wikipedia e yezhoù all : al liamm a zo d'an pennad kentañ.

N'ouzon ket gant piou ar pennad e yezh gwened a zo bet skrivet met n'em eus ket an urzh da nullañ ar pennad-se (a gredan) ! Petra eo da sonj ?

Ouzhpenn-se kempennet em eus ar pajenn kaozeadenn !

Da galon Luzmael 22 Kzu 2006 da 17:05 (UTC)Respont

Bot

kemmañ

(sorry for writing in English)

  Your request for a flag has been granted, thank you. --M7 29 Kzu 2006 da 21:20 (UTC)Respont

Demokratelezh

kemmañ

[[1]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 10:06 (UTC)Respont

Distreiñ da bajenn an "implijer".