Kaozeadenn Patrom:Dizemglev war an dermenadurezh
N'eo ket brav sevel tabut e-lec'h n'eus ket ezhomm. E geriadur an Here, e lenner, pajenn 1245: Tabut, enebiezh etre daou zen pe veur a hini gant komzoù feuls ha tagus.
- diwar ur geriadur all: "tabutus: sujet à dispute (& par ext. polémique GReg)" (idem "tabuterezh"). (Favereau, p. 715)
--Neal 5 Kzu 2006 da 15:37 (UTC)
Klevet em eus e oa difennet ar c'homzoù feuls ha tagus.
- klevet mat ac'h eus graet - abaoe ar penn-kentañ emañ difennet ken war ar Wikepedia-mañ ha war ar re all pa vez evit tagañ tud all en un doare personel.
--Neal 5 Kzu 2006 da 15:37 (UTC)
Neuze eo difennet an tabutoù ivez.
- e pelec'h eo bet skrivet eo difennet an tabutoù/dizemglevioù?
--Neal 5 Kzu 2006 da 15:37 (UTC)
Dizemglev eo ar ger dereat d'am soñj eta.
Lakaomp ne fellje da zen kemm ar ger, lakaomp e vije kemmet.
- lakaomp...
Chom a ra un draen er yezhadur.
Dizemglev (pe tabut ma vez ret derc'hel d'ar ger) diwar-benn ar geriañ a gavan gwelloc'h, resisoc'h, dizrouk. Alioù all a blijfe din lenn. Shelley Konk 5 Kzu 2006 da 13:53 (UTC)
- treuzkomprenet eo bet ganin d'am soñj ster hag implij seurt kemennoù d'am soñj. Hounnezh, da skouer, a oa bet krouet evit lakaat an implijerion/ezed war evezh peogwir e oa bet savet un tabut/dizemglev diwar-benn ar c'heriaoueg ha ne oa bet betek-hen tamm emglev ebet diwar-benn ar stumm "reishañ" hervez ar gumuniezh. N'eo ket gwall diaezet kavout alioù all - peurliesañ n'eus nemet war war ar bajenn- gaozeal stag ouzh ur pennad ma kaver warnañ ar gemenn-mañ, amañ da skouer: Kaozeal:Heñvelreizhouriezh (termenadurezh). A-galon
Tabut
kemmañE-lec'h komz eus tabut amañ, pa n'eus ket, e vije resisoc'h komz eus nevezc'herioù, gant lakaat sklaer an displegadur-mañ: an nevezc'herioù eo ar gerioù krouet gant tud er wikipedia: ma ne blijont ket da lod n'o deus ken ober kinnigoù all. Kinnig a ran kemm anv ar patrom eta. Bianchi-Bihan 20 Gwe 2008 da 02:53 (UTC)
Dizemglev
kemmañDizemglev a vefe gwelloc'h e-lec'h tabut, ur ger re greñv. Ha diwar-benn ar geriañ pe diwar-benn ar c'heriaoueg a vefe gwelloc'h eget war an dermenadurezh ivez. N'eo ket atav abalamour da nevezc'herioù e vez dizemglev avat. Setu perak ne gav ket din e vije ezhomm ober anv anezho e titl ar patrom. --Llydawr 25 Mez 2009 da 11:57 (UTC)
- Gwir eo, marteze n'eo ket peurvat, met poent-bras e oa difaziañ an "tabut-termenadurezh" euzhus a chome da ruzañ abaoe... bloavezhioù. Kinnig udb . Bianchi-Bihan 25 Mez 2009 da 13:15 (UTC)