Kaozeadenn Rummad:Dodekatheon
Evezhiadenn diwezhañ: 16 vloaz zo gant Neal
Ne vije ket tu da dreiñ e brezhoneg anv ar rummad? Bianchi-Bihan 21 Kzu 2007 da 17:13 (UTC)
Peurvuiañ ne gaser ket an dud da lenn ur pennad goullo. N'eo ket un abeg da ziverkañ? Bianchi-Bihan 21 Kzu 2007 da 17:16 (UTC)
- Marteze e vo savet ar pennad-se prim a-walc'h, piv 'oar? evel-just e c'hellfer treiñ anv ar rummad e brezhoneg, met ne welan ket tre perak dre m'eo brudet dre ar bed a-bezh (nemet e Breizh marteze) an termen "dodekatheon" ha d'am soñj eo kalz berroc'h evit "Daouzek Doue ha Doueez Olimp"... Ur wezh ma vo bet savet ar pennad e vo kalz aesoc'h kompren da betra e ra dave an termen evit ar re na oar ket. Neal (Kaozeal) 21 Kzu 2007 da 17:25 (UTC)
- Marteze c'hellfer ivez "treiñ" e brezhoneg an anv "Hellaz" a gaver un tammig e pep lec'h keit ha m'emeur ganti? Ne welan ket tre an diforc'h. Neal (Kaozeal) 21 Kzu 2007 da 17:32 (UTC)
- D'am soñj eo un tamm buan lavaret eo "brudet er bed a-bezh": e-touez ar re a studi an danvez, ha n'int ket ar bed a-bezh, hag ar re a oar un tamm gregach, ha n'int ket ivez. Meur a "ved a-bezh" zo moarvat. Met n'eo ket aze emañ an dalc'h: soñjal a ran-me er vrezhonegerien yaouank (ret da unan bennak ober ur wech an amzer) a c'hallfe, piv oar, implij wikipedia. Ma ne gomprenont ket gregach amañ ez aint da welout ur yezh all. Sur ha n'eo ket marteze.
- Klask dilec'hiañ ar gudenn (perak, ma Doue?) eo komz eus Hellaz: ma n'emañ ket ez keriadur brezhoneg-te emañ em hini.
- Er wikipediaoù all e vez graet gant an anv Dodekatheon, ken sur eo?
- Hag echu dre eno evidon.
Bianchi-Bihan 21 Kzu 2007 da 17:42 (UTC)
- Peseurt diforc'h a zo etre dodekatheon ha Doueoù olimpat? Benoni (Kaozeadenn) 21 Kzu 2007 da 17:46 (UTC)
- Diforc'h ebet. Hennezh eo an termen gresianek a reer gntañ peurliesañ war tachenn ar studioù klasel. N'on ket a-enep ar c'hemm (hag asantet o bet dre genemglev?). A-wezhoù e implijer gerioù estren war tachenn resis ha daosut ha ma c'heller o zreiñ peurliesañ ne reer ket, d.s. Kerygma (bez' e c'heller treiñ "prezegenniñ") ; Agape (da vezañ troet "karantez"?); Hieros Gamos (penaos treiñ?); Apofoniezh ("Kemm gwrizienn"?); Troika ("triad"?); latte ("kafe dre leizh"?); Cappuccino ("kafe gant spoum"). D'am soñj e vefe mat ober an diforc'h etre termenoù boutin ha termenoù teknikel - en ur sevel adkasoù bewezh mar bez ezhomm evel-just. Neal (Kaozeal) 21 Kzu 2007 da 18:07 (UTC)
- Peseurt diforc'h a zo etre dodekatheon ha Doueoù olimpat? Benoni (Kaozeadenn) 21 Kzu 2007 da 17:46 (UTC)