Kaozeadenn Rummad:Evned

Evezhiadenn diwezhañ: 15 vloaz zo gant Neal e kaozeadenn Ur sell

Ne gavan ket roud eus ar gaozeadenn a zo bet a-raok distruj ar rummad:evned. Kenemglev eo reolenn wikipedia, etre ar genlabourerien, ha n'eo ket ali un den hepken. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2007 da 11:14 (UTC)Respont

Peogwir ne oa pajenn kaozeadenn ebet Taol lagad. Benoni (Kaozeadenn) 14 Kzu 2007 da 11:21 (UTC)Respont
Sell 'ta? Distrujet e vez ar rummadoù hep goulenn o ali gant al labourerien? Un doare personel da gompren ar ger wikipedia:kenemglev, pa vije ret sellout ouzh an hini ofisiel, a zo emglev etre al labourerien, ouzhpenn hini talvoudus ar verourien evel-just. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2007 da 14:36 (UTC)Respont
A-du gant ar c'hemm - kenteuziñ daou rummad doubl kentoc'h evit distrujañ diouzh ma komprenan-me (hini "laboused" hag hini "evned"). Ne welan ket tre e pelec'h emañ an dalc'h. Ober a rafen-me kentoc'h gant "evned" met n'on ket gwall chalet o welet m'eo bet graet entoc'h gant "laboused". abeg ebet, avat, evit ober gant daou rummad disheñvel war digarez seurt heñvelsterioù. ha ret e vefe ober ivez gant pep stumm rannyezhel, da skouer ur rummad "anevaled" hag ur rummad "loened" pe me 'oar me? Neal (Kaozeal) 14 Kzu 2007 da 12:09 (UTC)Respont
Da venegiñ: Rummad:Evned krouet gant Bianchi-Bihan d'ar 14 a viz Kerzu 2007 gant 4 pennad e barzh. Rummad:Laboused (anvet Rummad:Labous a-raok na vefe bet votet e oa lakaet ar rummadoù el liester) krouet d'an 8 a viz Gwengolo 2005 gant Paotr gant degadoù a pennadoù e barzh. Benoni (Kaozeadenn) 14 Kzu 2007 da 13:35 (UTC)Respont
Ar reolenn (reolenn diazez mont en-dro wikipedia) a zo lezel al labourerien d'en em glevout etreze. Ne welan ket e vije bet gortozet al labourerien all da reiñ ali ebet. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2007 da 14:42 (UTC)Respont
peurliesañ e erbeder (d'an nebeutañ) ouzh al "labourerion" chom hep sevel pennadoù ha rummadoù doubl. pa vez ezhomm pe ret kemmañ titl ur rummad pe ur rummad bennak e ranker kinnig ar c'hemm war ar bajenn dereat kentoc'h evit krouiñ bennadoù doubl, da lârete eo pennadoù ha/pe rumamdoù gante an hevelep pal pe enne an hevelep danvez (da skouer rumamdoù disheñvel "laboused" hag "evned"). pa saver rumamdoù ha/pe pennadoù doubl ne ramnker ket bezañ souezhet o welet m'int bet kenteuzet... A galon, Neal (Kaozeal) 14 Kzu 2007 da 16:16 (UTC)Respont

Erbediñ chom hep sevel pennadoù kemmañ

Neblec'h ne vez erbedet chom hep sevel pennadoù, er c'hontrol. Ha dre chañs. Reolenn ar c'henemglev ne blij ket d'an holl, sklaer evel lagad an naer. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2007 da 15:41 (UTC)Respont

doh! setu ar pezh am boa skrivet:
"peurliesañ e erbeder (d'an nebeutañ) ouzh al "labourerion" chom hep sevel pennadoù ha rummadoù doubl [...] da lârete eo pennadoù ha/pe rumamdoù gante an hevelep pal pe enne an hevelep danvez."
erbedet e vez gwezh ha gwezh all ouzh an dud chom hep sevel pennadoù doubl hag unan eus an abegoù pennañ an hini eo evit goulenn ma vefe kenteuzet ha/pe diverket pennadoù... Neal (Kaozeal) 14 Kzu 2007 da 16:16 (UTC)Respont
Na rez ket bil Neal, sklaer tre e oa ar pezh t'oa skrivet, met ur roñfl a zo war ar bajenn-mañ. Hag arabat magañ ar roñfl  .  Benoni (Kaozeadenn) 14 Kzu 2007 da 16:41 (UTC)Respont
Un dra zo sklaeroc'h c'hoazh, eo ar bajenn wikipedia:kenemglev, unan eus pennadoù diazez wikipedia.
Betek ar verourien a rank doujañ d'ar bennaenn-se (mil vad e rafe dezho lenn anezhi).
Ali personel ur merour n'eo ket ar c'henemglev.
N'anavezan ket a bajennad " wikipedia:pennadoù doubl ", ha n'eus roud ebet anezhi e-touez 5 pennad diazez wikipedia ebet.
Ma'z eus anezhi n'hall ket bezañ aze eta, ha neuze e rank tremen war-lerc'h wikipedia:kenemglev ... tre evel ali personel ur merour. Bianchi-Bihan 15 Kzu 2007 da 02:02 (UTC)Respont
N'ec'h eus ket kavet peogwir n'az poa ket klasket: Skoazell:Fallvarchoù boas. Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2007 da 10:03 (UTC)Respont

5 reolenn kemmañ

Ur sell kemmañ

Marteze e vije mat teurel ur sell: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal%3ABaou_voutin&diff=455533&oldid=23666 Bianchi-Bihan 24 C'hwe 2009 da 06:31 (UTC)Respont

Aet on da sell met e gwirionez n'ouzon ket re eus petra eus eus kaoz. pelec'h emañ ar gudenn resis? Klask a rin sklaeraat an traoù kerkent komprenet ganin e pelec'h emañ an dalc'h. trugarez. Neal (Kaozeal) 24 C'hwe 2009 da 09:44 (UTC)Respont

Setu eus petra ez eus kaoz kemmañ

Da'm soñj e vefe gwelloc'h ober gant an termen evned kentoc'h eget gant laboused evel termen arskiantel d'ober gantañ evit envel ar rummadoù. Evned eo zo bet implijet dreist-holl el levrioù war an dachenn-se; sellet ouzh studiadennoù Pêrig Herbert embannet war Hor Yezh, da skouer. --Fulup 17 Kzu 2005 da 20:54 (UTC)

Ya, kemendall em boa lennet, met ne gomprenan ket tre e pelec'h emañ an dalc'h. Unna bennak a gav gwell dezhañ ober gant "laboused"? Ha gant "laboused" a gavfes gwell te ober pe gant "evned"? Ha kemmet eo bet anv ur rummad? Gwell e kavfen-me ivez ober gant "evned" met ne gomprenan ket tre hag-eñ e fell dit goût pe hini eo ma soñj-me war ar c'hraf termenadurel resis-se pe c'hoazh un afer all a dennfe d'ar verouriezh. Neal (Kaozeal) 24 C'hwe 2009 da 10:29 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Evned".