Kaozeadenn Rummad:Sent

Evezhiadenn diwezhañ: 16 vloaz zo gant Neal e kaozeadenn Kendeuziñ rummadoù
Pennaenn nevez

Na vo ket lakaet ar meneg "sant" e titl ar pennadoù diwar-benn tud anavezet evel sant en un iliz bennak, nemet pa vez ezhomm evit digejañ, da lavaret eo etre kromelloù, a-dreñv an anv: sk. Erwan Helouri, Domingo de Guzmán; met Tugdual (sant), Brieg (sant) hervez disoc'h ar c'hendiviz reolata amañ

Kendeuziñ rummadoù

kemmañ

Un dra vat e vefe d'am soñj kenteuziñ an daou rummad: Sent katolik hag ortodoksel (ha perak ket sent brotestant?) ha Sent (kristen an holl anezhe) met penaos ober? Marteze ur rummad pennañ "Sent" da vezañ renket ennañ sent ha santezed kristen, muzulman ha me 'oar me ha neuze isrumamdoù d.s. "Sent ha Santezed kristen" hag un isrummad da heul "Sent ha Santezed katolik", ha. Ur sapre labour 'vefe. Hoc'h alioù mar plij.

Neal (Kaozeal) 6 Gen 2008 da 14:39 (UTC)Respont

Ya, a-du ganit. Dalc'homp ar rummad "Sent" evel rummad pennañ, ha lakaomp is-rummadoù hervez ar relijion, al lec'h, hag all.  Benoni (Kaozeadenn) 6 Gen 2008 da 15:25 (UTC)Respont
Perak ket sent protestant? 'mut-hu? Peogwir n'eus ket anezho, hervez an holl holloueziadurioù, ha netra ken. Ur ster istorel hag holloueziadurel zo gant ar ger. Displeget eo en ur wikipedia bennak, ha ma n'eo ket e-barzh homañ c'hoazh e vo ret ober un deiz. "Sent katolik hag ortodoksel" zo marteze un tamm hir, met holloueziadureloc'h, n'eus ket. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 16:10 (UTC)Respont
N'eo ket gwir na tamm ebet. Sellit ouzh Kaozeadenn Rummad:Sent katolik hag ortodoksel. Neal (Kaozeal) 7 Gen 2008 da 10:28 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Sent".