Kaozeadenn Rummad:Sent katolik hag ortodoksel

Evezhiadenn diwezhañ: 16 vloaz zo gant Kadwalan e kaozeadenn Skubadenn: Traoù a van d'ober

eus pelec'h e teu ar ger "ortodoksel" ? "Ortodoks" ne oa ket mat a-walc'h ?

A-du ken-ha-ken. Bianchi-Bihan 24 Kzu 2007 da 10:18 (UTC) Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 13:06 (UTC)Respont
Me ivez. Benoni (Kaozeadenn) 24 Kzu 2007 da 13:27 (UTC)Respont
Ur pleg fall zo gant Benoni, diverkañ pezh a zisplij dezhañ hervez e froudenn. Ar pajennoù kaozeal zo graet evit bezañ lennet gant an holl, ha n'eo ket evit ober seurt c'hoarioù, difennet e pep wikipedia. Ret e vije d'ur merour neptu ober un evezhiadenn a feson dezhañ.
Ar ger ortodoksel a vez kavet re alies dre amañ d'am soñj, met plijout a ra da lod. Kredet em eus kompren (met n'on ket sur) e raent un diforc'h ortodoks (anv-kadarn)/ortodoksel (anv-gwan). Eeunoc'h e vije ober gant ortodoks en daou zegouezh. Evidon ne gavfen ket trist c'hoari gant ortodogz/ortodoks. Met ar fent n'eo ket aotreet amañ. Bianchi-Bihan 27 Kzu 2007 da 17:47 (UTC)Respont
Ur pleg fall a zo gant Bianchi-Bihan: klask trouz dalc'hmat hag atav. Diverket 'm eus un dagadenn a-enep d'un implijer lakaet en un doare sil e komzoù un implijer-all gant un trede implijer ([1]): difennet groñs eo kement-mañ. Spontus eo e kredfes difenn seurt oberoù kasonius! Daoust-hag-eñ e vefes te an ip dizanv a glask lakaat reuz evel-se??? Benoni (Kaozeadenn) 27 Kzu 2007 da 17:53 (UTC)Respont

Displegadenn

kemmañ

Goût a ran e teu un tammig diwezhat met aet on da vakañsiñ ha n'em boa ket bet tro da displegañ perk em boa graet gant ar stumm "ortodoksel". N'eo kt difenn ma dibab an hini eo a fell din, met e displegañ hepmuiken, rak n'on ket chalet pe chaletoc'h na gant an eil stumm na gant egile e gwirionez, met gwell din evel-jusrt ober gant ar stumm bet graet gantañ ganin. 1. "ortodoks-" eo ar c'helf bet graet gantañ gant Roparz Hemon en e c'heriadur, savet diwarnañ ar stummoù diveret dre implij dibennoù brezhonek boas "ortodoksel", "ortodoksour" hag "ortodoksiezh" 2. klotaat a ra dibab Roparz Hemon ('ijinet' ar stummoù-se gantañ 'michañs?) gant ar wrizienn henc'hresianek δόξα ('ali; kredenn'), un anv-kadarn anezhe, lakaat da vezañ un anv-gwan dre ouzhpennañ al lostger "-el". N'on ket a-enep implijout ar stumm prederiek "reizhkred" pe zoken "reizhkredennek/l" a gaver war ar wikipedia-mañ gwezh ha gwezhall. A galon, --Neal (Kaozeal) 6 Gen 2008 da 14:33 (UTC)Respont

Gwelloc'h "diwezhat" eget re brim alies. Reizhkelenn ha reizhkelennad a gaver ivez e geriadur RH. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 16:17 (UTC)Respont

Kemm ali, daoust d'un dagadenn

kemmañ
  • Tennet em eus ma ali personel db ar ger ortodoksel. Mea culpa. Emañ ar gerioù ortodoksel hag ortodoksour e geriadur Roparz Hemon. Kentel: ret e vije lenn ar geriadurioù aliesoc'h. Ne blij ket din muioc'h evit se, met n'eo ket aze emañ an dalc'h. Gwir pep hini eo ober gant gerioù ar geriadurioù.
  • Evit an afer all: savet on, ha sevel a rin atav, a-enep kement taol graet dre guzh, an tagadennoù koulz hag an diverkadennoù.
    • En em zivrudañ e-unan a ra an hini a ra tagadennoù personel dre guzh a-seurt-se. Ne gomprenan ket e vij e ret o c'huzhat.
    • Ne oa nemet goulenn ali an dud all, ar re a labour war ar bajenn, a-raok diverkañ.
    • En em zivrudañ a ra ivez an hini a ra tamalloù hep prouenn. Met war a seblant eo un ober aotreet er wikipedia-mañ. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 13:06 (UTC)Respont

Kendeuziñ rummadoù

kemmañ

Un dra vat e vefe d'am soñj kenteuziñ an daou rummad: Sent katolik hag ortodoksel (ha perak ket sent brotestant?) ha Sent (kristen an holl anezhe) met penaos ober? Marteze ur rummad pennañ "Sent" da vezañ renket ennañ sent ha santezed kristen, muzulman ha me 'oar me ha neuze isrumamdoù d.s. "Sent ha Santezed kristen" hag un isrummad da heul "Sent ha Santezed katolik", ha. Ur sapre labour 'vefe. Hoc'h alioù mar plij.

Neal (Kaozeal) 6 Gen 2008 da 14:39 (UTC)Respont

Lavaret e lec'h all: ar sent zo tra ar gatoliked hag ar reizhkredennourien hepken. Sent protestant n'eus ket. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 16:20 (UTC)Respont
Lâret e c'hellje bezañ met n'eo ket tre gwir: protestanted eo an anglikaned ha sent anglikan ez eus war a seblant (leun ur rummad war ar wiki e saozneg) -- hep ankounac'haat ar sent koptek evel-just -- sent all ez eus estreget ar sent ortodoksel ha katolik: en hindouegezh (wiki saoz.), er sikhegezh, en islam (sent soufied...), Ecclesia Gnostica Catholica (n'eo ket un iliz katolik roman evel-just!), Cao Dai. A galon ha trugrez evit da alioù ha da sikour, Neal (Kaozeal) 6 Gen 2008 da 17:59 (UTC)Respont
Gwelout a ran ec'h eus studiet an afer kalz gwelloc'h egedon, ha ne vo ket bras ma sikour. Met mat e vo ober evel er wikioù all ha chom hep meskañ anezho. Ma ne vez graet diforc'hoù ken soutil-se en hon zamm holloueziadur-ni evel er re all, n'eo ket un holloueziadur eo ken. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 18:11 (UTC)Respont
'Gomprenan mann ebet: petra a zo bet mesket amañ ganin? "Ober evel er wikioù all" a lârez? E pep geñver? N'eo ket dav ober gant an hevelep rumamdoù (kudennoù a oa bet d'am soñj evit a sell ouzh ar rummadoù o tennañ da vretoned war ar wikipedia e galleg, kea?). N'eus netra da welet, a-hendall, gant ar pezh a reer war ar wikipediaoù all: sent all ez eus estreget sent katolik hag ortodoksel, koulz sent kristen all (anglikan ha koptek) ha sent e relijionoù all ha ma vefe kenteuzet ar rummadoù meneget a-us (un dra vat d'am soñj) e vefe mat derc'hel kont eus ar fed-se. Ne welan ket tre perak e vefe un afer "soutil": lakaomp e vefe savet un toulladoù pennadoù diwar-benn sent koptek pe annlikan, lakaomo, pelec'h e vefe ret o renkañ - rak er rummad "sent" e kaver sent katolik hag ortodoksel dres evel er rummad "sent katolik hag ortodoksel". ha perak renkañ sent an hindouegezh, lakaomp, er rummad "sent" ma vez rnket ennañ sent katolik hag ortodoksel koulz hag en o rummad arbennig? Ne weklan ket e pelec'h emañ an dalc'h nag an diaster evit dont a-benn da gompren ez eus sent all estreget ar re gatolik hag ortodoksel ha mat e vefe implijout ar rummad "sent" evel ur rummad pennañ ennañ isrummadoù resisoc'h. Neal (Kaozeal) 6 Gen 2008 da 18:21 (UTC)Respont

Kinnig fetis

kemmañ
Ar pep aesañ moarvat a vefe ober evel er Wiki saoznek, ma kaver ur rummad bras Sent, rannet e rummadoù all, en o zouez ar Sent kristen, hag e-touez ar re-se ar Sent katolik, e-kichen re all. --Llydawr 6 Gen 2008 da 21:22 (UTC)Respont
Dres ar pezh a kinnigan. Neal (Kaozeal) 7 Gen 2008 da 10:14 (UTC)Respont
Me ivez: Kaozeadenn_Rummad:Sent.  Benoni (Kaozeadenn) 7 Gen 2008 da 10:18 (UTC)Respont
A-du emaon evit ober e-giz-se--Kadwalan 7 Gen 2008 da 10:20 (UTC)Respont
  Graet eo bet evel-se - ur c'hinnig poellek eo. Neal (Kaozeal) 7 Gen 2008 da 10:31 (UTC)Respont

Skubadenn: Traoù a van d'ober

kemmañ
  1. Kenteuziñ ar rummadoù Sent Breizh ha Sent vrezhon
  2. Klask lakaat un tamm urzh er rumamd Rummad:Sent katolik ha Sent katolik hag ortodoksel

Neal (Kaozeal) 7 Gen 2008 da 10:49 (UTC)Respont

Lakaat urzh ha kendeuziñ zo daou dra.
Kinnig a ran lakaat ar Rummad: sent vrezhon (holloueziadurel, diazezet war an istor) er rummad :Sent Breizh ha rummad: Sent Kembre. Bianchi-Bihan 15 Gen 2008 da 10:13 (UTC)Respont
Din-me ne c'haller ket ober e-giz-se abalamour ma n'eus ket kaoz eus ar memes tra. Ar sent vrezhon n'int dre ret sent eus Breizh (kavout a reer ivez sent kozh Kembre e-barzh ha lod anezhe d'an nebeutañ n'int ket bet e Breizh). Sent Breizh n'int ket sent vrezhon dre ret. Sur on n'eo ket anavet an holl e Kembre, pell alese, evel Santig du da skouer. Perak nompas sevel un dreistrummad anvet "sent keltiek"? --Kadwalan 15 Gen 2008 da 11:16 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Sent katolik hag ortodoksel".