Kaozeadenn Rummad:Unanennoù mas
Eilet diwar Wikipedia:Pajennoù da nullañ Neal (Kaozeal) 10 Du 2008 da 15:30 (UTC)
Tolz a vez implijet (sellet ouzh geriadur an Here, levrioù skol Diwan ha kement zo). Savet em eus ur rummad reizh : Rummad:Unanennoù tolz. --Kadwalan 17 Mae 2007 da 11:06 (UTC)
Buan e vez skarzhet an traoù ganeoc'h. Er wikioù all e vez roet tro d'an dud da reiñ o soñj, da arguzenniñ ha da votiñ. Gwir eo, n'eus ket kalz a wikipedourien amañ hag e c'heller mont buan a-wezhioù, met amañ, ne oa ket savet bet ar rummad-se na gant an hini en deus goulennet e skarzhañ, na gant an hini en deus e skarzhet kuit. N'eus bet nemet 15 munutenn etre ar goulenn hag ar skarzhadenn. N'eus ket bet roet arguzenn na displegadenn ebet war bajenn Kaozeal:Mas. Ret e vije d'ar verourien ha d'an danvez-verourien kompren ez eus reolennoù mont en-dro a zo da sentiñ outo.
Lavaret en deus Kadwalan sellet ouzh geriadur an Here, levrioù skol Diwan ha kement zo. Setu am eus graet. N'eo ket gwall sklaer termenadur ar ger tolz e-barzh geriadur an Here pa gomz eus rannad etre ar pouez hag ar buanaat. Mesket o deus termenadur ar mas inertek ha termenadur ar mas gravitek. Ha ne glot ket gant ster orin ar ger tolz.
A-hend-all e kaver ar ger mas e-barzh geriaouegoù Diwan abaoe ouzhpenn ugent vloaz 'zo :
- "Geriaoueg galleg/brezhoneg brezhoneg/galleg Matematik", Eil Derez Diwan, 1989
- "Geriaoueg Matematik brezhoneg/galleg galleg/brezhoneg, Eil Derez Diwan, 1995, trede embannedur kresket
- "Geriaoueg galleg/brezhoneg brezhoneg/galleg Fizik, Eil Derez Diwan, 1989
- "Geriaoueg Fizik brezhoneg/galleg galleg/brezhoneg, Eil Derez Diwan, 1994, eil embannadur kresket
Implijet e vez el levrioù embannet gant TES (Ti Embann ar Skolioù brezhonek), ha graet e vez gant al levrioù-se en hentennoù divyezhek ar skolioù Diwan, ar skolioù stad hag ar skolioù kristen :
- "Mat da zeskiñ", dornlevr matematik evit ar CM2, TES, 2000, p. 135 : unanennoù mas
- "MAT 5vet", dornlevr matematik evit ar 5vet klas, TES, 2004, pp. 45, 85, 90, 95, 106, 108, 112, 113, 118, 119, 132, 138.
- "MAT 4re", dornlevr matematik evit ar 4e klas, TES, 2006, pp. 39, 54, 84, 85, 114