Kaozeadenn Skoazell:Taolennoù

Evezhiadenn diwezhañ: 11 vloaz zo gant Siubhán McGunn

Ur sapre tamm labour c'hoazh. Met evit a sell ar bouezell meneget meur a wech er pennad, 'm eus aon n'he c'haver ket war-eeun e pajenn aozañ ar Wiki brezhonek. Moarvat e vefe gallet hec'h ouzhpennañ er rann "arouezennoù dibar", met evit se e vije dav d'ur merour bennak plediñ gant an dra.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Kzu 2012 da 20:25 (UTC)Respont

?? — Souezhet on, p'emañ ar bouezell war ziskouez dirazon p'emaon o skrivañ ar gerioù-mañ, e barrenn ar binvioù Araokaet (a-zehou d'ar bir Adkas). Sell, klikañ a rin warni :
Ensoc'hañ un daolenn
Klik war an arouez

Meur a wezh em eus graet ganti evit sevel ar pennad er poull-traezh. Siubhán McGunn (kaozeal) 2 Kzu 2012 da 20:53 (UTC)Respont

Glups! Mea culpa! Re wir! Bet oan o klask en "arouezennoù dibar" ha dreist-holl en isrannoù "skoazell"; penn-brell ac'hanon!--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Kzu 2012 da 21:31 (UTC)Respont
!! — Souezhet n'on ket ar wezh-mañ, pa 'm eus he dizoloet nevez zo, ken boas ma 'z on da sevel taolennoù the hard way... Aesoc'h e vo al labour bremañ, 'keta ? ; ) Siubhán McGunn (kaozeal) 2 Kzu 2012 da 21:43 (UTC)Respont
> Un notenn am eus lakaet er pennad, evit an dud ker penn-brell ha ni... Ø :-[ Siubhán McGunn (kaozeal) 2 Kzu 2012 da 22:04 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Taolennoù".