Skoazell:Taolennoù
Binvioù pajennadiñ eo an taolennoù, a dalvez evit kinnig stlennoù en un doare sklaeroc'h eget dre listennadoù hir pe aridennadoù rannbennadoù.
Er bajenn-mañ e kavot kement tra (pe dost) a zo rekis evit sevel taolennoù eeun pe gemplezh, ho skoazello da ginnig ar stlennoù hoc'h eus ezhomm da ziskouez, ar pal o vezañ gwellaat stumm al labour a rit er Wiki-mañ.
Frammoù an taolennoù
kemmañTaolennoù eeun
kemmañDiwar bannoù a-serzh ha linennoù a-led e saver un daolenn eeun. E kroashent pep bann ha pep linenn ez eus ur c'hombod, evel-mañ :
Bann 1 | Bann 2 | |
---|---|---|
Linenn 1 | Kombod 1-1 | Kombod 2-1 |
Linenn 2 | Kombod 1-2 | Kombod 2-2 |
Taolennoù kemplezh
kemmañEn un daolenn gemplezh e c'hall ur c'hombod bezañ astennet war meur a vann pe veur a linenn dre gendeuziñ kombodoù, evel-mañ :
Bann 1 | Bann 2 | Bann 3 | Bann 4 | ||
---|---|---|---|---|---|
Linenn 1 | Kombod | Kombod | Kombod | Kombod | Kombod |
Linenn 2 | Kombod | Kombod | Kombod | ||
Linenn 3 | Kombod | Kombod |
Sevel un daolenn eeun buan-ha-buan
kemmañ- Er poull-traezh hag e traoñ pep pajenn a zo war gemmañ emañ ar bouezell a servij da ensoc'hañ un daolenn eeun[1].
Setu amañ boneg framm un daolenn skrivet war-eeun dre ar bouezell-se, hag ar pezh a ro war ar skramm :
{| class="wikitable" |- |
|
- Ne chom nemet erlec'hiañ ar bommoù Testenn an talbenn ha Testenn er gellig ouzh ar stlennoù a vennit diskouez.
> Evel-just, ne c'haller ket sevel taolennoù kemplezh war-eeun dre ar bouezell : dre ouzhpennañ urzhioù e c'haller kendeuziñ kombodoù ha kemmañ perzhioù all, setu e ranker gouzout hiroc'h a-zivout ereadur an taolennoù.
Ereadur an taolennoù
kemmañHTML ha Wikivoneg
kemmañDaou zoare zo da sevel un daolenn : dre HTML, eo ar voneg a implijer evit an Internet dre vras, pe dre Wikivoneg evit Wikipedia.
- HTML (HyperText Markup Language, "Yezh DreistSkrid Merket") : dre verkoù e korf ar skrid e roer urzhioù d'ar poellad-merdeiñ a-benn ma tiskouezo war ar skramm ar pezh a venner ziskouez. Da skouer, evit diskouez ur bomm e lizherennoù stouet e ranker skrivañ ar voneg HTML :
ma talvez <i> kement hag italic evit merkañ deroù ar bomm a vo stouet, ha ma 'z eo </i> merk dibenn ar bomm stouet.
- Wikivoneg : bitraket eo bet ar voneg HTML evit ma c'hallje nann-arbennigourien war an HTML sevel pennadoù. Gouzout a rit moarvat ez eo trawalc'h skrivañ
er poull-traezh evit ma teufe ur bomm e lizherennoù stouet e korf ar bajenn.
Heñvel eo evit sevel un daolenn, dre c'hras ar Wikijinourien. Kompren a reot o labour goude ma vo diskouezet deoc'h boneg daou gombod en HTML hag e Wikivoneg :
Boneg HTML | Wikivoneg | Disoc'h | ||
---|---|---|---|---|
<table class="wikitable"> <tr> |
{| class="wikitable" |
|
- Skañvoc'h eo Wikivoneg (met n'eo ket ken splann hag an HTML, evit ar saoznegerien da neubeutañ).
- D'ur restr CSS (Cascade Style Sheets, "urzhaz follennoù stil") e kas ar voneg class="wikitable" ; dre ar restr .css-se a zo e gwazer Wikipedia e teu stumm ar skridoù (nodrezh[2], ment, tevder, lec'h), bevennoù an daolenn (lec'h, tevder, liv), foñs an daolenn (liv), lec'h an daolenn war ar bajenn (kleiz, kreiz, dehou), kuit deoc'h a skrivañ boneg ouzhpenn. Dre CSS ez eo bet merket an diforc'h a liv a zo etre linenn an talbennoù hag al linennoù all, da skouer.
Arouezioù pennañ e Wikivoneg
kemmañSevel un daolenn eeun
kemmañAn daolenn 1 ("Taolenn eeun") eo diazez ar rannbennad-mañ.
- Gant ar merk {| e tigorer un daolenn ; mar ne lakait class ebet e vo gwenn foñs ho taolenn, hep bevennoù merket hag un talbenn moan evel-mañ :
Bann 1 | Bann 2 | |
---|---|---|
Linenn 1 | Kombod 1-1 | Kombod 2-1 |
Linenn 2 | Kombod 1-2 | Kombod 2-2 |
... Deoc'h-c'hwi da lakaat merkoù ouzhpenn a-benn tevaat an talbenn, bevenniñ ha livañ ar c'hombodoù... Perak ober fae war labour ar Wikijinourien ? Ha re dost d'al linenn gent emañ an daolenn, war ar marc'had...
- Gant ar merk |+ e lakaer un talbenn d'an daolenn.
- Gant ar merk |- e verker bevennoù al linennoù.
- Gant ar merk ! scope="col" | Anv ar bann e lakaer anv ar bannoù. Ul linennad boneg dre vann zo rekis, evel-just.
- Gant ar merk ! scope="row" | Anv al linenn e lakaer anv al linennoù. Ul linennad boneg dre vann zo rekis, evel-just.
- • Merkit n'eus anv ebet d'ar c'hombod a zo a-us al linenn 1 (bann anvioù al linennoù) : ! scope="col" | hep talbenn eo al linennad boneg.
- • Trawalc'h eo ober gant an urzh ! Anv ar bann pe ! Anv al linenn mar grit gant class="wikitable".
- Gant ar merk | e lakaer stlennoù en ur c'hombod. Hollret eo lakaat ur merk dre gombod.
- Gant ar merk |} e serrer an daolenn.
Ha setu amañ penaos eo bet savet an daolenn 1 :
Wikivoneg | Disoc'h | |||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
{| class="wikitable" |+ <small>Taolenn 1 :</small> Taolenn eeun |
|
- Evezhiadennoù
- • Gwelet a rit ez eus ul linennad boneg dre dalbenn ha dre gombod, hogen bez' e c'haller lakaat stlennoù ar c'hombodoù war ul linenn hepken, evel-mañ : | Kombod 1-1 || Kombod 1-2 hag evel e ra Wikipedia dre ar bouezell , met sklaeroc'h eo skrivañ a-vannoù, pa saver taolennoù kemplezh pergen.
- • Diwallit : arabat eo lakaat muioc'h eget ur vazh | hec'h-unan war ul linenn goude ar vazh kentañ, rak ar pezh a zo a-gleiz d'ar vazh ne zeu ket war ar skramm.
- • Diwallit : mar grit gant ! scope="row" | Anv al linenn || Stlenn e teuio ar stlenn e druz evel anv al linenn ; ret eo lakaat ar stlennoù war ul linenn all eta.
- • Mar disoñjit ur vazh ez eo ar voneg a zeuio war ar skramm, peogwir e vo lakaet da stlenn gant ar poellad-merdeiñ, hep na vije sentet d'an urzh hoc'h eus roet.
Sevel un daolenn gemplezh
kemmañAn daolenn 2 ("Taolenn gemplezh") eo diazez ar rannbennad-mañ.
- Dre an urzh | rowspan="niver a linennoù" | ez astenner ur c'hombod war meur a linenn. Goude an eil bazh | e lakaer stlennoù ar c'hombod.
- Dre an urzh | colspan="niver a vannoù" | ez astenner ur c'hombod war meur a vann. Goude an eil bazh | e lakaer stlennoù ar c'hombod.
Setu amañ ar voneg evit sevel an daolenn 2 :
Wikivoneg | Disoc'h | |||||||||||||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
{| class="wikitable" |+ <small>Taolenn 2 :</small> Taolenn gemplezh |
|
- Merkit e laka Wikipedia ar stlennoù war tu kleiz pep kombod, an talbennoù hepken zo kreizet. Mar fell deoc'h kreizañ ur stlenn e rankit skrivañ an urzh align="center" | goude bazh ar stlenn, hep disoñjal an eil bazh evel-just. Gwelit boneg an daolenn 2 amañ a-us, eil ha trede stlenn al linenn 2.
- Merkit ivez n'eo ket dav krouiñ ar c'hombodoù goullo pa vezont kendeuzet gant kombodoù all : daou stlenn "Kombod" hepken zo e boneg al linenn 3, rak kendeuzet eo he bannoù 1, 2 ha 3 gant kombodoù al linenn 2.
Stiloù Wikipedia
kemmañSetu amañ an tri stil Wikipedia muiañ-arveret, a zo lakaet amañ evit an daolenn 1 :
class="wikitable" | class="wikitable sortable" | class="wikitable center" | |||||||||||||||||||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
|
|
|
- class="wikipedia sortable" : dre glikañ war ar biroù e c'haller renkañ ar stlennoù eus an traoñ d'al laez ha vice-versa. Mat eo evit an taolennoù leun a niveroù pe a zeiziadoù.
- class="wikitable center" : kreizet eo an daolenn war ar bajenn ; er c'hombod emañ kreizet amañ, met an daolenn 4 hec'h-unan zo kreizet peogwir eo savet gant class="wikitable center". Diwallit : kreizet eo ar stlennoù ivez er c'hombodoù, ar pezh a zo arabat ober a-wezhioù, evel er bannoù Wikivoneg en div daolenn a-us.
Pa vez hir an daolenn, gant kalz linennadoù stlennoù, e c'haller he c'hinnig en un doare koazhet dre ober gant an urzh class="wikitable collapsible collapsed". Setu amañ an daolenn 4 adarre, kreizet, urzhiet ha koazhet, dre an urzh class="wikitable center sortable collapsible collapsed" ; ur bouezell [diskouez] a zeu war wel, pouezit da zisplegañ an daolenn (ha pouezit war [kuzhat] evit he flegañ en-dro) :
class="wikitable" | class="wikitable sortable" | class="wikitable center" | |||||||||||||||||||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
|
|
|
Perzhioù an taolennoù
kemmañAes ha helenn eo an taolennoù Wikipedia, hogen rekis e vez a-wezhioù mont pelloc'h eget WikiCSS evit pouezañ war stlenn pe stlenn : ranket hon eus ouzhpennañ an urzh HTML align="center" evit kreizañ ar stlennoù e kombodoù astennet an daolenn gemplezh, hep kreizañ ar re all ; a-wezhioù ivez e ranker tremen da vat hep CSS, evit kemmañ livioù ar c'hombodoù pe stumm ar bevennoù.
Ar pezh a c'haller ober eo termeniñ ledander an daolenn hag he lec'hiañ war ar bajenn ; termeniñ bevennoù ha livioù ar c'hombodoù ; termeniñ ment, lec'h, liv ha stumm ar stlennoù a vo er c'hombodoù. Koulz boneg HTML ha boneg CSS a vo implijet.
- N'eo ar c'hombodoù nemet pajennoùigoù er bajenn ; forzh pe stlenn a c'haller lakaat enno : skridoù, skeudennoù, sonioù, ha taolennoù zoken, evel hoc'h eus gwelet amañ a-us. Diwallit avat da sevel taolennoù re gemplezh : bezañ sklaer eo ar pal !
Sellit ouzh boneg an daolenn iskis-mañ, a zo bet savet hep WikiCSS nag urzhioù ouzhpenn :
{| |
|
- Kendeuzet eo bet kombodoù an talbennoù dre an urzh colspan="3", ha kreizet eo bet ar skrid abalamour d'ar merk ! scope="col" a ziskouez penn ur bann.
- War ul linenn distag emañ ar restroù, peogwir ez eus ur vazh | kent ar vent 60px : arabat eo e vije div vazh en o unan war ul linenn, soñj hoc'h eus ?
Setu an daolenn vihan iskis hep ar voneg, da lavaret eo evel m'eo bet skrivet ha jubennet gant ar poellad-merdeiñ :
Dibabit ho hent | ||
---|---|---|
Kleiz | Kreiz | Dehou |
Komprenus eo, met doareoù zo d'he gwellaat.
Lec'hiañ
kemmañWar tu kleiz ar bajenn e laka Wikipedia (ha HTML) ar stlennoù (skrid, skeudenn, taolenn hag all) dre ziouer ag urzh resis.
- Gant an urzh align="center" lakaet goude merk {| digoradur an daolenn en he c'hreizer er bajenn.
- Gant an urzh align="right" en he lakaer war tu dehou bajenn.
- • Diwallit : mard emañ an daolenn war an tu dehou, war an tu kleiz e vo ar skrid a zeuio war he lerc'h, evel er bajenn-mañ pe honnezh da skouer. A-ratozh-kaer e reer pa venner lakaat ur fichennad perzhioù diwar-benn danvez pe zanvez.
> Lakaomp an daolenn iskis e kreiz ar bajenn eta :
Dibabit ho hent | ||
---|---|---|
Kleiz | Kreiz | Dehou |
Ment
kemmañDre ziouer ag urzh diwar-benn ar mentoù e vo ledander pep bann hini ar stlenn ledanañ er vann, hag uhelder pep linenn hini ar stlenn uhelañ el linenn, evel-mañ :
Y (F) | Llanfairpwllgwyngyllgogerychwyrndrobwllllantysiliogogogoch (CYM) | Why (USA) |
กรุงเทพมหานคร อมรรัตนโกสินทร์ มหินทรายุธยามหาดิลก ภพนพรัตน์ ราชธานีบุรีรมย์ อุดมราชนิเวศน์ มหาสถาน อมรพิมาน อวตารสถิต สักกะทัตติยะ วิษณุกรรมประสิทธิ์ (THA) |
Batman (TUR) | Why Not (USA) |
Setu perak e hañval ar panelloù bezañ e kreiz o c'hombodoù — merkit avat emañ stlennoù al linenn 3 war o zu kleiz. Ledanaet e vo an daolenn evit ma teufe anat.
- Gant an urzh width=" %" lakaet goude merk an digoradur e termener ledander un daolenn, an unanenn o vezañ un dregantad eus ledander ar bajenn.
- Gant an urzh height=" px" lakaet e penn pep linenn e termener uhelder kombodoù al linenn-se. Kement ha piksel e talvez px.
> Lakaomp an daolenn ken ledan ha 50% eus ar bajenn, gant al linenn 2 ken uhel ha 50 piksel :
Dibabit ho hent | ||
---|---|---|
Kleiz | Kreiz | Dehou |
- N'eus fazi ebet : keit-ha-keit eo an tri c'hombod ; dre ziouer ag urzh all emañ pep stlenn kreizet war uhelder e gombod ha war an tu kleiz dezhañ ; 50px eo uhelder al linenn 3.
- Evezhiadennoù
- • E pikseloù (px) e c'haller termeniñ ledander an daolenn : width=" px" e-lec'h width=" %")
- • Da ziwall zo avat, peogwir e vo disheñvel an disoc'h hervez ment ar skramm (15, 17, 19, 21, 23"...), he stumm (karrez, 4/3, 16/9...) ha douester ar pikseloù (1280x1024, 1920x1080 hag all). Setu an daolenn gant 512px a ledander :
Dibabit ho hent | ||
---|---|---|
Kleiz | Kreiz | Dehou |
- Heñvel eo an disoc'h war ur skramm 1280x1024px, p'eo 256px ledander bann ar yezhoù ha 1024px ledander ar bajenn Wiki : 1024 x 50% = 1024 / 2 = 512px. Ha war ur skramm 1920x1080px ? Ma, brasoc'h e vo "50%" eus ar bajenn, ha digemm e chomo "512px".
Sklaeroc'h a-galz e teu un daolenn pa lakaer bevennoù dezhi.
Bevennoù
kemmañ- Dre an urzh HTML border=" px" goude ar merk-digeriñ e lakaer bevennoù d'an holl gombodoù war un dro.
> Lakaomp ur vevenn 1px d'an daolenn iskis kreizet ha koazhet da 30% eus ledander ar bajenn Wiki, dre {| align="center" width="30%" border="1px" :
Dibabit ho hent | ||
---|---|---|
Kleiz | Kreiz | Dehou |
- Ne fell ket deoc'h e vije doubl ar bevennoù : dav eo o c'hendeuziñ dre an urzh CSS style="border-collapse:collapse;" e digoradur an daolenn ; an holl vevennoù a vo kendeuzet :
Dibabit ho hent | ||
---|---|---|
Kleiz | Kreiz | Dehou |
- Dre urzhioù CSS e c'haller dibab tevder, neuz ha liv ar bevennoù. Mar lakait un urzh CSS goude ar merk {| e vevenno an daolenn en he fezh, hep bevenniñ ar c'hombodoù. Ret eo lakaat un urzh-neuziañ da bep kombod evit e vevenniñ neuze.
- Ereadur
- Gant ar voneg style=" ;" e roer un urzh CSS (Cascade Style Sheet). Etre an daouaskoù " ;" e termener tevder ar vevenn, he neuz hag he liv, evel-mañ da skouer : style="border:1px solid red;"
- Bezit aketus ! Ar voneg style:"border=1px solid red ne yelo ket en-dro... Pevar fazi zo el linenn-se.
- E pikseloù px e termener tevder ar vevenn.
- Meur a stil zo d'ar bevennoù, a zo diskouezet amañ gant un tevder a 4px :
solid | dashed | dotted | double |
groove | ridge | inset | outset |
- Dre o anv pe o niverenn HTML e termener al livioù. Evit gouzout hiroc'h, gwelit pajenn al livioù.
> Distroomp d'an daolenn iskis, ha lakaomp ur vevenn style="border:4px inset #ff7200;" dezhi, mui ur vevenn style="border:2px dotted green;" da gombod panell ar c'hreiz :
Dibabit ho hent | ||
---|---|---|
Kleiz | Kreiz | Dehou |
Trawalc'h a vevennoù. Livet e vo ar c'hombodoù bremañ.
Livioù
kemmañ- Gant an urzh HTML bgcolor="anv pe # al liv" e liver un daolenn ; kement ha background color e talvez bgcolor en HTML.
- • Lakaet goude ar merk {| (hag e-maez style=" ;", a zo CSS) e livo foñs an daolenn en he fezh.
- • Lakaet goude ar merk |- e livo ul linenn a-bezh.
- • Lakaet goude ar merk | e livo ur c'hombod. Lakait ur vazh | all kent ar stlenn, anez e troio an urzh da stlenn ivez ha n'ho po liv ebet.
- Dre an urzh CSS style="color:anv pe # al liv;" e liver ar stlennoù skrivet.
> Livomp foñs an talbenn dre ! scope="col" colspan="3" bgcolor="yellow" | Dibabit ho hent, ar panelloù kleiz ha dehou dre bgcolor="#d3d3d3" |
> Livomp an talbenn e ruz dre style="color:red;" kent bazh | ar skrid e-unan, hag ar ger "kreiz" e gwer dre ar voneg style="color:green;" en hevelp doare :
Dibabit ho hent | ||
---|---|---|
Kleiz | Kreiz | Dehou |
Poent bras eo lec'hiañ ar stlennoù er c'hombodoù.
Lec'hiañ ar stlennoù
kemmañA-led
kemmañWar tu kleiz ar c'hombodoù emañ ar stlennoù dre ziouer ag urzh resis.
- An urzh HTML align="center" lakaet goude ar merk | a zigor ur c'hombod e lakaer ar stlennoù e kreiz ar c'hombod.
- An urzh HTML align="right" lakaet goude ar merk | a zigor ur c'hombod e lakaer ar stlennoù e tu dehou ar c'hombod.
> Kreizomp panell ar c'hreiz hag ar ger "Kreiz", ha lakaomp ar panell "Dehou" hag ar ger "Dehou" war tu dehou o c'hombod :
Dibabit ho hent | ||
---|---|---|
Kleiz | Kreiz | Dehou |
Setu kempennet an daolenn en diwezh : kollet he deus he neuz iskis (met iskis e chom an danvez anezhi evelkent).
A-serzh
kemmañSellit 'ta ouzh an daolenn gemplezh nevez-mañ, an daolenn 5 (n'eus class ebet dezhi, "wikitable center" avat eo class an daolenn vras a endalc'h an div daolenn 5) :
Kreizet eo ar stlennoù war an uhel er c'hombodoù kendeuzet, dre ziouer ag urzh resis all, met tu zo d'o lec'hiañ dre an urzh HTML valign (vertical align).
|
E laez ar c'hombod e lakaer ar stlenn dre valign="top", en traoñ dre valign="bottom", evel el linenn 5 (Bann 1 el laez, bann 2 en traoñ) :
|
- Dre valign="middle" e lakaer ar stlennoù e kreiz an uhelder, evel dre ziouer ag urzh resis.
- ◆ Titloù ar bannoù a c'heller lakaat-serzh ivez !
Dre an urzh CSS <span style="writing-mode: vertical-rl;">[roadennoù]</span> e c'heller skrivañ roadennoù a-serzh evel en daolenn amañ a-is.
|
|
Esaouennoù
kemmañ- Dre ar perzh HTML cellspacing=" px" lakaet e digoradur an daolenn e termener an esaouenn a vo etre ar c'hombodoù koulz hag etre ar c'hombodoù ha bevennoù an daolenn.
- Dre ar perzh HTML cellpadding=" px" lakaet e digoradur an daolenn e termener an esaouenn a vo etre ar stlennoù ha bevennoù ar c'hombodoù.
cellspacing="10px" | cellpadding="5px" | cellspacing="5px" cellpadding="10px" | |||||||||||||||||||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
|
|
|
Niveroù
kemmañAlies e saver taolennoù leun a niveroù gant sifroù goude ur skej, hag alies e teu an daolenn da vezañ dilennus abalamour d'ar skej-se : ne vez ket ar skejoù war an hevelep linenn serzh. Dre lakaat ar skejoù hag ar sifroù d'o heul en ur bann all e vo diskoulmet ar gudenn, evel-mañ :
|
|
|
|
Implij an taolennoù
kemmañForzh pe stlenn a c'haller lakaat en un daolenn, evel a ouzit bremañ, ha paot-kenañ eo an taolennoù HTML/CSS.
Taolennoù eo 99% eus lec'hiennoù an Internet (evel pep pajenn Wikipedia), leun a skrid, skeudennoù, liammoù, sonioù, videoioù hag all : binvioù da bajennadiñ — termeniñ neuz ur bajenn — eo an taolennoù e gwirionez. Setu amañ un nebeud doareoù d'o arverañ en ho pennadoù.
- Kinnig stlennoù war ur skrammad hepken kentoc'h eget war meur a skramm.
- • Hiroc'h eget uhelder ur skramm eo al listennoù hir, a chom war an tu kleiz en ur lezel ur mell tachennad gwenn war an tu dehou ; gwelloc'h neuze sevel un daolenn : sklaeroc'h, aesoc'h da lenn, amzer gollet ebet gant ar weladennerien.
- Kinnig skridoù a-benn o c'heñveriañ : aesoc'h a-galz eo keñveriañ bannoù lakaet kostez-ha-kostez eget rannbennadoù kinniget an eil war-lerc'h egile ; talvoudus evit diskouez ur skrid hag e droidigezhioù, da skouer, pe ur gartenn hag he displegadenn.
- Kinnig ur rannbennad hir war meur a vann, evel en ur gazetenn.
- Kinnig skeudennoù evel en ur mirdi, dre c'hoari gant ar bevennoù, an esaouennoù ha ment ar c'hombodoù. Ur skouer eeun a gavot e Delfi.
Ur gorvigellig talvoudus
kemmañSetu ar pezh euzhus a weler alies e Wikipedia pa vez lakaet ur skeudenn war tu kleiz ul listenn :
- Mar ne daolit ket evezh
- en em gavo padelloùigoù al listenn
- er skeudenn !
- setu e vez jablet al lennerien gant ul listenn n'eus ket neuz ul listenn dezhi.
|
Ne vo kudenn ebet mar lakait un alc'hwez d'ar skeudenn dre |thumb| :
- Stern ar skeudenn
- a bella padelloùigoù al listenn
- diouzh ar skeudenn.
- Setu ez eus ul listenn neuz ul listenn dezhi.
Alioù
kemmañ- N'oc'h ket boas c'hoazh da sevel taolennoù HTML ? Grit un tamm raktres war baper kent skrivañ ar voneg — rekis eo mard eo kemplezh ho taolenn.
- Mar savit un daolenn hep ar bouezell , lakait diouzhtu ar merkoù {| ha |} d'he digeriñ ha d'he c'hlozañ, dreist-holl pa lakait un daolenn en un daolenn.
- Mar savit un daolenn hep WikiCSS, lakait diouzhtu ivez ur vevenn HTML a ziskouezo splann ar c'hombodoù, dreist-holl mar savit un daolenn gemplezh. Goude hepken e c'hellot c'hoari diarvar gant ar voneg CSS style=" ;".
- Ho taolenn class="Wikitable center" ne ra van eus WikiCSS ? Reizh eo, p'eo wikitable darn kentañ anv ar restr .css a c'halvit dre an urzh-se, n'eo ket Wikitable.
- Un neuz droch he deus ho taolenn, gant kombodoù a-hed, a-dreuz ha mentet fall ? Fazioù ereadur hoc'h eus graet hep mar : disoñjet ur vazh | pe lakaet unan re, droukvesket = (HTML) ha : (CSS), hag all... Lakait kement ag aked e boneg ho taolenn hag a lakait en ho pennad.
- Mard eo ar bajenn-mañ savet fall a-walc'h evit ma chomfec'h boud, kit da welet boneg an taolennoù-skouer dre ar bouezell Kemmañ : reizh eo ar voneg-se da nebeutañ, peogwir eo reizh an daolenn a gas war ar skramm.
- Klaskit 'ta penaos eo bet rontaet kornioù gwer taolenn wellaet an niveroù, un digarez da ober arnodennoù en ho poull-traezh...
- Ha na zisoñjit ket : seul eeunoc'h ho taolenn, seul sklaeroc'h !
Notennoù
kemmañ- ↑ E barrenn ar binvioù Araokaet, a-zehou d'ar bir Adkas, e kavot ar bouezell-se.
- ↑ Arial, Tahoma, Verdana hag all ; gwelit ÉTIENNE Guy, Geriadur ar stlenneg, Preder, Plomelin, 1995 ISBN 978-2-901383-14-7