Un elfenn gimiek eo ar wolfram ; W eo e arouez kimiek, 74 e niver atomek ha 183,84 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo. Tungsten eo anv all an elfenn-mañ, gant an hevelep arouez W.

Wolfram
TantalomWolframReniom
Mo
W
Sg
Taolenn beriodek, Wolfram
Perzhioù hollek
Niver atomek 74
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 6
Trovezh 6
Bloc'h d
Tolz atomek 183,84 ±0,01
Aozadur elektronek
[Xe] 4f14 5d4 6s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 12, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 6
Oksidenn drenkek skañv
Tredanleiegezh 2,36 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 770 kJ/mol
2 : 1 700 kJ/mol
Skin atomek 135/193 pm (arsellet/jedet)
Skin kenamsav 162 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 19,25 g/cm3
Teuzverk 3 422 °C
Bervverk 5 555 °C
Tredanharzusted 52,8 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn
1 cm3 eo ec'honad an diñs wolfram

Eus ar c'hailhoù anvet wolframit (FeWO4/MnWO4) ha scheelit (CaWO4) e tenner wolfram.
Sina e voe ar c'henderc'her pennañ e 2011 (60 000 tonennad), heuliet gant Rusia (3 100 t), Kanada (2 000 t), Portugal (1 300 t), Bolivia (1 200 t) hag Aostria (1 100 t) ; un 3 400 t bennak a voe kenderc'het er broioù all.
Sina eo ar vro ma vez arveret ar muiañ a wolfram ivez[1].

Gerdarzh

kemmañ
Wolfram (1747)

Alamaneg Wolfram, Wolform (1562), a orin dianav. Bez' e c'hall ar ger bezañ ur c'henaoz eus Wolf "bleiz" ha Rahm "dienn", hogen an eil elfenn a c'hallje dont eus ar c'hrennalamaneg uhel ram "huzil", "saotradenn" en abeg ma tegase ur c'holl bras en argerzh ar c'henderc'hañ staen.
An anv-se a voe roet d'an elfenn 74 gant ar c'himiour svedat Johan Gottschalk Wallerius e 1747.

Tungsten (1781)

Svedeg tungsten, eus tung "pounner" ha sten "maen", bet goveliet gant ar c'himiour svedat Carl Wilhelm Scheele pa zizoloas an elfenn 74[2].

E 1781 e kavas Carl Wilhelm Scheele un drenkenn nevez en un tamm tungsten (a vo anvet scheelite diwezhatoc'h), a anvas trenkenn dungstenek ; e geneil Torbern Bergman a lavaras neuze e vije marteze tro da gaout ur metal nevez diwar an drenkenn-se.
E 1783, ar vreudeur Juan José ha Fausto Elhúyar, kimiourien spagnat anezho, a gavas ivez un drenkenn nevez, en un tamm wolframit ar wezh-se, a oa heñvel-mik ouzh an hini bet dizoloet e Sveden. Dre ziren an drenkenn gant glaou-koad e teujont a-benn da hiniennekaat an elfenn nevez.

Perzhioù

kemmañ

Ur metal ral, liv an arc'hant ha lufrus eo ar wolfram en e stad glan. Kalet-kenañ ha diaes da labourat eo, daoust dezhañ bezañ puzuilh a-wezhioù. En e stad peurc'hlan hepken e teu blotoc'h (met kaletoc'h c'hoazh eget an dir) ha govelius, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù mailh.
Tost da 20 gwezh hini an dour eo douester (19,25 g/metr/cm3) ar wolfram ; ar metal diaesañ da deuziñ eo : ar c'harbon hepken, a-douez an holl elfennoù kimiek, zo uheloc'h c'hoazh e deuzverk.

Kimiek

kemmañ

Ne zazgwered ket ar wolfram gant dour pe aer da 20°C. E gwrezverkoù uhel e ro trioksidenn wolfram WO3. Digemm ivez e chom gant an darn vuiañ eus an trenkennoù ha gant ar bazennoù.
Disheñvel eo an traoù avat gant an halogenoù : diouzhtu e tazgwered W gant ar fluor 9F da reiñ WF6 ; e 250 °C e tazgwered gant klor 17Cl (> WCl6) ha gant brom 35Br (> WBr6).

Izotopoù

kemmañ

Pemp izotop eus ar wolfram a gaver en natur. Wolfram-184 (184W) eo an hini paotañ (30,64% eus an izotopoù W), heuliet gant W-188 (28,43%), W-182 (26,50%), W-183 (14,31%) ha W-180 ( 0,12 %).
Tregont skinizotop zo bet kevanaozet, an hini stabilañ o vezañ W-181 gant un hanter-vuhez a 121,2 devezh (1,3 x 1019 bloavezh eo hanter-vuhez 184W).

War-dro 60% eus ar wolfram a vez kenderc'het a ya da fardañ karbidenn wolfram (WC) ; da greñvaat an dir ha da fardañ kendeuzadoù ez a ar peurrest. Nebeutoc'h eget 10% eus ar wolfram a vez implijet e greanterezh ar gimiezh da fardañ kenaozadoù estreget WC.

Karbidenn wolfram

kemmañ

Ur prierezh zo eus karbidenn ar wolfram, ur metal n'eus ket.

Sina a werzh barrennoù wolfram gwisket gant aour evit ar bravigerezh (lod a servij ivez evel falsaour).

Kendeuzadoù

kemmañ
  • Kement ardinvink a rank labourat e gwrezverkoù uhel.
    • Tammoù kefluskerioù, korzennoù-skarzhañ, orjalennoù-tommañ ar fornioù-tredan, hag all.
  • Kement tamm metalek a rank labourat en ur metoù trenk, gleb, sall.
    • Bannoù an troellrodoù beuzet er mor a-benn kenderc'hañ tredan.
  • Livuzennoù greantel.
  • Gant nikel, houarn, kobalt : boledoù da dreuziñ an hobregonoù, greunadennoù, fuc'helloù dreist-son.
A-hed an Eil brezel-bed e voe arveret wolfram evit kreñvaat an dir a yae da fardañ armoù, alese ar gwask a voe lakaet war Bortugal — a oa dija ar c'henderc'her pennañ en Europa — koulz gant an Nazied, o c'hevredidi hag o enebourien.

Kimiezh

kemmañ
  • Sulfidenn wolfram : lenkrer e gwrezioù uhel, trelusker.
  • Oksidennoù wolfram : prierezhioù, treluskerioù.
  • Haloù wolfram : klogorennoù-gouloù, greanterezh nukleel, mezegiezh (skinskeudennerezh dre skinoù X), greanterezh al lêr.
  • Sielloù metal-gwer, pa goeñv ar wolfram er wrez en hevelep doare ha gwer borosilikat (an doare gwer a vez gwerzhet dindan an anv Pyrex).
  • Kenaozadoù mezell, da erlec'hiañ ouzh ar plom.
  • Ur gwiskad wolfram a lakaer war ar c'henstokoù tredanel.
  • Binvioù-soudañ, amredoù kevanek, elektrodoù, filmoù metalek war silikiom da erlec'hiañ ouzh an dareoù funiegezh boas.

Implijoù all

kemmañ

Dre m'eo ar wolfram ur metal uhel-tre e zouester :

  • Pouezioù, enep-pouezioù, lastroù e kilhoù ar bigi hag e lostoù kirri-nij ha kirri Formulenn 1.
  • Biroùigoù da c'hoari.
  • Touelloù evit pesketa.
  • Kerdin metalek evit ar binvioù-seniñ.

Notennoù

kemmañ
  1. United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 02 DU 2012
  2. Online Etymology Dictionary (en) Liamm oberiant 02 DU 2012

Daveennoù

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok