Kaozeal:Afrodite

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Reizhañ an anvioù brezhonek da gentañ=

Ne gomprena ket perak e vefe "Afrodit" e brezhoneg kentoc'h evit "Afrodite" pe "Afrodita" hervez ar reolenn implijet ganit evit brezhonekaat anvioù benel damheñvel all. Heuliañ ar galleg ar wezh-mañ 'michañs, rak e saozneg e vez graet "Afrodites" outi peurliesañ. --Neal (Kaozeal) 26 Gen 2007 da 08:08 (UTC)Respont

Reizhañ an anvioù brezhonek da gentañ= kemmañ

Ne implijan reolenn ebet, evel se em eus savet tost da 100 pajennad, evel em boa graet evit an departamantoù, hep goulenn aotre den meur ebet.
Goude se e teu paotred ar reolennoù war ma choug da glask laou em fenn ha sioù em fennadoù. Diskuizhus eo.
Nann, kavout abeg n'eo ket diaes d'ober, n'eo ket disi ma fennadoù war ar poent-se da vihanañ, ha ne gredan ket em bije lavaret e oant.
Gallout a rajen bezañ chomet war ar c'hleuz da flapañ ha da goll amzer ivez, hag e vije chomet ar pennadoù da sevel, ha ret e vije bet flapañ diwar-benn traoù all.
Pa vo klasket kemm an anvioù gregach-se, e karfen e vije graet ARAOK war-dro anvioù brezhonek evel Bro-Leon, Bro-Dreger, ha reizhet ar gerioù-se. Goude-se e voe poent tremen d'an anvioù gregach.

A galon. Bianchi-Bihan 26 Gen 2007 da 09:11 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Afrodite".