Kaozeal:Afrodite Knidos

Evezhiadenn diwezhañ: 7 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Brezel nevez: hiriv

Hag un abeg resis ez eus evit bezañ tennet kuit anv gresianek an delwenn ha da vezañ adlakaet ar stumm gallek "image" e lec'h ar stumm brezhonek "skeudenn"? Neal

O labourat e oan war ar pennad, ha sac'het an traoù, pa oas te ivez o kemm. Graet em eus pezh a c'hallen, dont a rin diwezhatoc'h da lakaat pep tra en e reizh. Ma ne rez-te ket a-raok. Bianchi-Bihan 24 C'hwe 2008 da 09:46 (UTC)Respont
Mat eo. Kudenn ebet. Neal 24 C'hwe 2008 da 11:31 (UTC)Respont

Brezel nevez: hiriv

kemmañ

Amañ ne blij ket ar ger wikt:hiriv. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Eos 2017 da 15:46 (UTC)Respont

Na ne ra : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Afrodite_Knidos&diff=prev&oldid=1765198 Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Eos 2017 da 16:01 (UTC)Respont
N'eus forzh peseurt digarez zo mat da hennezh da glask laou e penn an dud : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Afrodite_Knidos&type=revision&diff=1765219&oldid=1765202. Heñvel poch doareoù ha digarezioù toull ar Maenruilh ouzh re all gwelet a-raok .
Hiriv zo testeniekaet, en meur a oberenn, n'eo ket dit d'ober reolennoù ar brezhoneg, na dimp da sujañ d'az c'hoantoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Eos 2017 da 18:16 (UTC)Respont
Amañ adarre e klask kuzhat e gemm (skarzhañ "hiriv") gant kemmoù all :https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Afrodite_Knidos&type=revision&diff=1773282&oldid=1773276. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Her 2017 da 15:26 (UTC)Respont

Skarzhañ difaziadennoù evit lakat stumm rannyezhel na gaver e geriadur boas ebet. Un holloueziadur rannyezhel ! Forzh petra !--Maenruilh (kaozeal) 21 Her 2017 da 08:36 (UTC)Respont

Skoet eo da spered gant da relijion. Hiriv zo kenkoulz ha hiziv. Mat pell zo. Ma fell dit kenderc'hel gant da vrezel e vo c'hoarzhet goap. Pa ne reer netra evit krouiñ er yezh ez eer da glask trabas ouzh ar re a sav pennadoù. Lorc'h ennout? Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Her 2017 da 12:01 (UTC)Respont

Saozneg e-lec'h italianeg

kemmañ

Fazioù

kemmañ

https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Afrodite_Knidos&type=revision&diff=1773282&oldid=1773276 C'hoari an difazier meur a fell dit ober ( Hag e lak en-dro "attek" hag ar fazioù all reizhet ! ( sic) ) ? Ne welez ket ar fazi o tremen eus Attika da atikat? C'hoari difaziañ pa ne weler ket ur fazi ken splann ! Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Her 2017 da 15:33 (UTC)Respont

N'eus fazi ebet gant M. Menard (er c'hontrol), e-giz eo reizh tremen eus "Marx" da "Marksouriezh".--Maenruilh (kaozeal) 21 Her 2017 da 08:43 (UTC)Respont

N'eus fazi ebet etre hiziv ha hiriv, nag etre Attika hag atikat neuze? Mat. E gwirionez, Attika zo diezhomm, hag Atika a vefe kalz poellekoc'h.

Distreiñ d'ar bajenn "Afrodite Knidos".