Kaozeal:Alkides

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Distruj

Ha dav eo kaout ur pennad rouestlet da "Alkides" m'eo hennezh un anv all evit Herakles? Pennadoù doubl int e gwirionez dre ma reont dave d'an hevelep den dindan daou anv disheñvel, da vezañ kenteuzet ha da vezañ savet un adkas. --Neal (Kaozeal) 26 Mez 2007 da 08:28 (UTC)Respont

Mat eo komz a-raok.
Ur pennad fr:Alcide zo e galleg, hag unan kar en italianeg. Ur wech adarre, n'eus abeg ebet da zistruj ur pennad holloueziadurel. Me n'em eus graet gwech ebet.
N'eus nemet labourat da fetisaat ar pennad. Un tamm diaesoc'h eo eget distruj.
Amzer zo.
Ne oa den direnket betek-hen. Piv all zo lakaet diaes?

Bianchi-Bihan 26 Mez 2007 da 10:03 (UTC)Respont

Ha n'eo ket komz a-raok an hini am eus graet? Ha kemmet eo bet ar ar pennad? N'on ket lakaet dieas gant ar pennad na tamm ebet: ne vez ket savet pennadoù doubl, da lâret eo pennadoù o tennañ d'an hevelep tra pe d'an hevelep den dindan anvioù disheñvel.
Hag ur wezh all - n'eo ket bet kinnget "distrujañ" tra pe dra. Pa vez kenteuzet ur pennad, evl ma ouzez mat-tre, ne vez ket kollet an danvez, met kaset eus un eil pennad d'egile.
ha marteze e vefe mat keñveriañ ar pezh a gaver war ar wikipedia e galleg gant ar fed ma kaver war ar wikipedia saoznek un adkas nemetken betek Herakles kement hag ober. --Neal (Kaozeal) 26 Mez 2007 da 10:22 (UTC)Respont
Goulennet am eus ali ar verourion all. --Neal (Kaozeal) 26 Mez 2007 da 10:31 (UTC)Respont
tamm-ha-tamm e teu honnezh da vezañ ur bajenn digejañ...--Neal (Kaozeal) 26 Mez 2007 da 11:31 (UTC)Respont
Just a-walc'h. D'am soñj n'ez eus netra da cheñch er bajenn-mañ, nemet lakaat ar patrom "digejañ" e krec'h. Benoni (Kaozeadenn) 26 Mez 2007 da 14:12 (UTC)Respont
A-du on gant User:Benoni, deuet eo bet bremañ ar pennad-mañ ur pennad "digejañ". --Paotr 27 Mez 2007 da 06:53 (UTC)Respont
A-du emaon evit mirout ar framm-se evel m'emañ dre vras. Drol e kavan avat kaout ur pennad digejañ gant ur anv badez en e stumm brezhonekaet hag anvioù badez kevatal e yezhoù all e-barzh. Daoust ha ne vez ket kavet skouerioù eus implij ur memes ger/anv en ur bajenn digejañ? --Kadwalan 26 Mez 2007 da 21:38 (UTC)Respont
Kinnig a ran ma vo gwarezet darvuiañ ar penned dindan an talbenn Alsid evel stumm brezhonek ur raganv o taveiñ da Herakles ha miret roll an dud illur. Gant ul linenn evit adkas da Herakles. Alkides a vije adkaset da Herakles. --Ch. Rogel 26 Mez 2007 da 22:03 (UTC)Respont
A-du. Ne welan ket re vat ivez da betra e talvez ur roll tud renablet dre o raganvo, m'enfin. Stagañ a rin a patrom {{hvlstumm}} ouzh ar pennad-mañ dre m'eo hemañ ar c'hendiviz a-stroll war a welan. Kemmañ a rin ivez an termen anv-badez > raganv. --Neal (Kaozeal) 27 Mez 2007 da 11:32 (UTC)Respont

Pajennoù da nullañ

kemmañ

Plijus eo gwelout e c'haller labourat evit netra pa weler ur pennad savet gant un tamm amzer ha poan lakaet war gaier ar pajennoù da nullañ. Pa'm boa savet ar pennad e galleg, ne oa ket bet kement a reuz, ha n'eus ket bet galvet barnerien d'en em vodañ d'ober freuz. Hag emañ bepred en he sav, hep gourdrouz. Skuizhus eo klask sevel pennadoù nevez ha rankout tremen an hanter eus an amzer o tiwall ar pennadoù kozh rak an drailh. ...Kement-se zo c'hoari koll amzer ha lakaat an holl da goll o amzer, tra ken 'met evit ar blijadur ...Bianchi-Bihan 27 Mez 2007 da 03:12 (UTC)Respont

Komprenet em eus ne dalv nemet ali ar verourien war ur pennad, ha forzh ne reont eus hini ar re a ra al labour. Bianchi-Bihan 27 Mez 2007 da 17:42 (UTC)Respont

Distruj

kemmañ

Diverket ez eus bet, ur wech ouzhpenn, danvez holloueziadurel: merket em boa broadelezh an holl dud meneget er pennad, taolet eo bet el lastez. Goulenn a ran ma vo adlakaet an danvez distrujet. Bianchi-Bihan 27 Mez 2007 da 21:58 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Alkides".