Kaozeal:Amasia
Evezhiadenn diwezhañ: 10 miz zo gant Huñvreüs e kaozeadenn a / hag a
a / hag a
kemmañE forzh pe levr yezhadur (zoken en unan e galleg evit an deraouidi evel Grammaire bretonne R. Hemon, §§200-201) e tesker implijout ar rannig a en islavarennoù stag ; hag a a c'heller arverañ pa vez un diforc'hell, pezh n'eus ket amañ. 92.184.106.159 21 Gen 2024 da 18:00 (UTC)
- Hennezh a yafe da gelenn brezhoneg da Milin, Gros, hag ar re all, ken divergont ha tra.
- Marteze ne oar ket e c'hall c'hoarvezout mankoù en ul levr. Lakaomp er yezhadur a implij-eñ da zeskiñ brezhoneg. E-barzh hennezh n'eus nemet div bajennad diwar-benn "la proposition". Aes eo ar brezhoneg. Hag ur bajennad ha kard diwar-benn "le relatif", rak n'eus nemet un islavarenn e brezhoneg. Evel-just. ArzhPleuzal (kaozeal) 22 Gen 2024 da 06:40 (UTC)
- Aheurterezh enepyezhadurel. https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Amasia&diff=2083426&oldid=2083420. ArzhPleuzal (kaozeal) 23 Gen 2024 da 12:00 (UTC)
- Petra a dalv (dilamet)? Huñvreüs (kaozeal) 23 Gen 2024 da 14:01 (UTC)
- Ne wel ArzhPleuzal nemet ar pezh a fell dezhañ gwelet : E forzh pe levr yezhadur zo skrivet a-uc'h, da lavaret eo Kervella, Chalm, Desbordes, Trepos hag all ; anat eo ez eo meneget hini R. H. evel skouer an hini eeunañ, evit an deraouidi evel m'eo bet skrivet c'hoazh. Ouzhpenn da gement-se e kred gouzout piv zo piv er Wikipedia brezhonek evit tagañ ad hominem e-lec'h anzav emañ ar gaou gantañ.
- Petra a dalv (dilamet)? Huñvreüs (kaozeal) 23 Gen 2024 da 14:01 (UTC)
- Aheurterezh enepyezhadurel. https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Amasia&diff=2083426&oldid=2083420. ArzhPleuzal (kaozeal) 23 Gen 2024 da 12:00 (UTC)
- N'em eus ket c'hoant da goll amzer o tabutal db ar yezhadur, a anavezan, evel an darn vrasañ eus an dud amañ,un tamm pelloc'h eget hini bihan R. Hemon (meulet ra vezo e labour, klotañ mat a rae gant e levr-deskiñ, met diglok eo evel-just evel pep hentenn-deskiñ, evel pep yezhadur bihan, hag evel ar re vras zoken), Ha gant un den hag a zo gouest da zismegañsiñ an holl skrivagnerien a ra gant [[1]] sur ne rin ket. Ar bomm brezhoneg tro an ti a chomo en istor ar yezh. Neuze, ra zifazio ar pezh a zo a vent gant e gompren, ha n'eo ket uheloc'h : [[2]]. ArzhPleuzal (kaozeal) 23 Gen 2024 da 16:19 (UTC)
- @ArzhPleuzal: ne blij ket din an dra-se e seurt ebet. Skuizhusoc’h-skuizhusañ eo din diverkañ titouroù personel eus istorioù ar pajennoù, ha ret e vo paouez hen ober mod pe vod. Meur a wech em eus degaset ar reolennoù da soñj ar genlabourerien, dont a raio ar mare da lakaat anezho da bleustriñ da vat. Huñvreüs (kaozeal) 23 Gen 2024 da 17:04 (UTC)