For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, ArzhPleuzal, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, ArzhPleuzal. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.


Stankadenn

Stanket am eus ac’hanout evit 24e evit da emzalc’h diseven. Aotreet eo kemmañ da bajenn gaozeal, neuze e c’helles goulenn o ali ouzh tud all en un ober gant {{ping}}.

Erbediñ a ran dit adlenn an evezhiadenn-mañ betek ma vi sur bezañ komprenet mat anezhañ. Huñvreüs (kaozeal) 24 Gen 2024 da 18:38 (UTC)Respont

N'em eus graet nemet sachañ evezh war ur frazenn euzhus lavaret gant unan all. Mezhus eo skrivañ traoù evel-se. ArzhPleuzal (kaozeal) 24 Gen 2024 da 18:44 (UTC)Respont

Stankadenn (2)

Goulenn a ran ouzh ar re n’int ket bet meneget chom hep gwashaat an traoù, ha setu ar pezh a rez.

Stanket em eus ac’hanout e-pad daou sizhun, da lavarout eo, ar badelezh hirañ e marilh ar stankadennoù da gont orin. Ne gredan e seurt ebet e vo efedus ar gerioù-mañ, met skrivañ a ran anezho memestra: erbediñ a ran dit klask kompren eo ret bezañ seven pa gaozer gant an implijerien all ha doujañ d’ar reolennoù pa aozer pennadoù.

Daougementiñ a rin ar badelezh pep taol pa ri un dra bennak a zo difennet en amzer da zont. Peurskuizh on o kas kemennadennoù diwall dit, neuze ne rin ken.

N’am eus ket miret ouzhit da gemmañ da bajenn gaozeal. Gallout a rez klemmañ amañ evel a garez, goulenn ali ur merour all, pe c’hoazh goulenn ouzh ar gumuniezh divizout distankañ ac’hanout (hag e rin ma vez tizhet ur c’henasant, ur merour all a c’hell hen ober ivez, pe ur steward ma ne vefe merour ebet hegerz). Huñvreüs (kaozeal) 26 Gen 2024 da 16:32 (UTC)Respont

Ne ouien ket e oa difennet en em santout taget pa vez un IP o tamall leziregezh ar genabourerien : an holl ac'hanomp eta zo meneget.
E-touez Peder fennaenn ar wikipedia : Doujañs ha resped evit an implijerion·ezed all. Ul labour a-stroll eo ar wikipedia ha ret eo doujañ da savboentoù ar re all, ...
Goulenn a ran ma vo addigoret ma c'hont gant ur merour neptu. ArzhPleuzal (kaozeal) 26 Gen 2024 da 18:08 (UTC)Respont

Biskoazh kemend-all ! n'heller ket reiñ e vouezh d'unan bennak e miz Ebrel 2022 hag un nebeud mizioù war-lerc'h lavarout n'eo ket neptu an hevelep den !--2A01:CB08:8E1D:9400:40B4:1013:F85D:B68B 27 Gen 2024 da 10:07 (UTC)Respont

Daou dra disheñvel a welan 1) Ur merour neptu eo an hini na zibab ket reiñ ar gwir da unan enep unan all hep bezañ klasket kompren pelec'h, pe gant pehini, emañ orin an droug. 2) A-hend-all, vot un den un deiz da reiñ ur garg d'unan all zo un dra, hag efedoù ar garg zo un dra all ... Efedoù kentoc'h eget efed zoken, rak gant UR garg e c'haller OBER kalz oberoù, ha war pephini eus an oberoù e c'hall ar voter kaout alioù disheñvel... evel ma c'hall ar merour kaout alioù disheñvel war oberoù un implijer, ha zoken war oberoù ha lavaroù un IP. 3) Vot un den zo un afer brevez, n'eus ket da emellout er perag. Ma oarez ken mat piv em boa votet, eo peogwir ez poa klasket, neketa? Lar dimp 'ta neuze vit piv az poa-te votet. ArzhPleuzal (kaozeal) 27 Gen 2024 da 12:09 (UTC)Respont
1) Mard out kendrec'het n'eo ket neptu ar merour Huñvreüs, sav klemm outañ, ken aes ha tra ! Mar kredez ober.
2) N'em boa ket ezhomm da glask dre m'eo skrivet amañ : Wikipedia:Kumuniezh/votadeg evit merourien Ebrel 2022, pa oas oc'h ober gant ar gont « Bianchi-Bihan », kent ober gant « Bianchi-Bihanig », « Bianchi-Kozhki », « Beg Lipous », « Beurleudiskobol » ha « Skoboldi ». Hep ankouaat « Kergidu » ha reoù all...
Paouez da dremen ar re all da sot, mar plij. 2A01:CB08:8E1D:9400:40B4:1013:F85D:B68B 27 Gen 2024 da 13:30 (UTC)Respont
Te oar mat em eus bet mil boan, hag eskemmoù zo bet etrezomp neuze, gant ma c'hont pa ne yae ket en-dro ken, ha ne deuen ket a-benn da addigeriñ hep ober gant un anv all. Te oar mat em boa goulennet unvaniñ an anvioù-se. Te oar mat n'eo ket evit se eo serret ma c'hont, peogwir eo bet graet er sizhun-mañ kenkent ha laret ne oa ket dereat d'un IP dismegañsiñ labour an implijerien a rankfe, hervezañ, "labourat muioc'h" (sic) hag e oa "brein ar wiki gant seurt leziregezh " (adsic). Ofisiel eo ar votoù, ofisiel ar c'hastizoù. Pelec'h e c'haller gwelout petore kastiz en deus bet an IP ? ArzhPleuzal (kaozeal) 27 Gen 2024 da 14:27 (UTC)Respont

Hervez politikerezh stankañ wikipedia

+ PEGOULZ EO DIFENNET STANKAÑ Difennet-groñs eo stankañ implijerion/ezed evit klask bezañ trec'h en un tabut. Ne c'hell ket ar verourion stankañ implijerion/ezed m'emaint o tabutal gante diwar-benn danvez ur pennad pe ur politikerezh bennak. Mar sav ur gudenn a seurt-se, ret eo d'ar merour mont e darempred gant ar verourion all ha goulenn o ali digante. https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Politikerezh_stanka%C3%B1.

A-du on gant Huñvreüs : re zo re, stanket m'eus dit da viken. Lekemok : petra a soñjez ? A galon, VIGNERON (kaozeal) 29 Gen 2024 da 13:26 (UTC)Respont
Digarez, met ne welan ket pelec'h emañ an abeg. Hep abeg evel-just n'haller ket en em zifenn. ArzhPleuzal (kaozeal) 29 Gen 2024 da 13:45 (UTC) Hag ar miliadoù a bennadoù savet ganin ne gontont ket abalamour d'ur frazennig emzifenn (ken dereat ha hini ur c'henlabourer all) dirak kunujennoù mezhus ?Respont
"ne welan ket pelec'h emañ an abeg": akord on gant ArzhPleuzal. Dakbzh (kaozeal) 29 Gen 2024 da 17:26 (UTC)Respont

Kendiviz

Sellet o deus ar verourien sinet ganto a-is ouzh emzalc’h an den a ra gant an anv ArzhPleuzal, anavezetoc’h gant an anv implijer Bianchi-Bihan, hag ouzh marilhoù ar wiki. Gwelet o deus, en un doare stank ha padus, oberoù a-enep ar reolennoù.

  • Emzalc’h diseven ha tagus,
  • Nac’hañ lakaat divizoù ar verourien da bleustriñ,
  • Implij eus eilgontoù nann-disklêriet (margodennoù),
  • Krouiñ ha kemmañ pennadoù hep doujañ d’ar reolennoù diazez.

Adalek 2006, ma voe krouet kont Bianchi-Bihan, eo bet degaset an traoù-se d’e soñj meur a wech, ha n’eo ket bet gwellaet e emzalc’h. Neuze o deus ar verourien graet an divizoù-mañ.

  • Stanket eo ArzhPleuzal da viken,
  • Difennet eo ouzh an den a ra gant an anv implijer ArzhPleuzal degas kemmoù d’ar wiki, ha pa vije gant un anv implijer all, pe digevreet.

Sinadur ar verourien: