Kaozeal:Amzer (yezhadur)

Evezhiadenn diwezhañ: 15 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn "Reizhadennoù" yezh

ret e vefe d'unan bennaket renkañ an daolenn ar pennad-mañ... :-( Neal 10:18, 15 May 2005 (UTC)

trugarez evit ar reizhadennoù, met me ho ped, chomit hep 'reizhañ' traoù pa 'vez ket ezhomm, dreist-holl:

'meur a' + unander, d.s. 'meur a hini' Kv. 'kalz a' + liester Neal 07:52, 16 May 2005 (UTC)

Amzer zo

kemmañ

Marteze e vije aesoc'h ober gant amzer-verb: setu penaos e ra an dud eus se e brezhoneg, ha n'eo ket amzer yezhadurel. Bremañ, marteze n'eo ket ar memes tra er yezhoniezh evel er yezhadur. Neuze, perak n'eo ket amzer yezhoniezhel? Bianchi-Bihan 2 Ebr 2009 da 17:59 (UTC)Respont

E brezhoneg eo amzerioù-verb, sur, met daoust ha ma vez displeget mont en-dro an amzerioù-mñ e brezhoneg e korf pep pennad e tenn ar pennadoù d'an amzerioù o-unan e yezhoù ar bed ha neuze ne rankont ket bezañ stag ouzh ar verb. E sinaeg, da skouer, ez eus amzerioù yezhadurel merket gant adverbioù ha n'int ket amzerioù-verb. Ne welan ket perak n'hallfer ket kaozel neuze eus "amzerioù yezhadurel" evit sklaeraat ar fed m'eo anezhe amzerioù o tennañ da yezhadur pep yezh, disheñvel, evel-just diouzh an amzerioù disatg diouzh ar yezhadur. Ar yezhoniezh a zo anezhi un dachenn-studi a bled gant mont en-dro yezhadurioù ar bed: n'eus ket neuze amzerioù yezhoniezhel en ur ster rik. Kudenn ebet, avat, evit sevel un adkas diwar "amzer-verb", hag evel-hen e vo graet evit aesaat ar c'hlaskoù. Neal (Kaozeal) 2 Ebr 2009 da 19:39 (UTC)Respont
Gwelout a ran eo liammet ar pennad-mañ gant fr:temps (grammaire). Kompren a ran: yezhoniezh = grammaire. Pe ma n'eo ket, eo ret ober ur pennad amzer (yezhadur), pe amzer-verb, pe me oar. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2009 da 06:33 (UTC)Respont

Pouezus

kemmañ

Ha ken puezus all eo evidout lakaat "Amzer (yezhadur)" e lec'h "Amzer (yezhoniezh)"?

N'eo ket "ken pouezus" met n'eo ket dister, ha marteze ez eus aotre da gaozeal eus se evel eus traoù all. Ali tud all a garfen kaout eta . Setu. Ne welan ket perak e vije lakaet yezhoniezh en titl pa ra lod all gant "grammaire": kompren a ran n'eo ket ret-groñs ober eveldout-te, ez eus doareoù all d'ober, ha ma n'eo ket ret e kaozean. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2009 da 07:52 (UTC)Respont

Kudenn ebet evidon me d'am soñj eo spazhañ laou. Ne ouien ket ivez e rankfe klotaat ar brezhoneg gant ar galleg pe c'hoazh gnt yezhoù all. Souezhusaat tra!

A-du ganit. Kentañ tra da spazhañ neuze eo an holl liammoù a yezh da yezh, keta?Bianchi-Bihan 3 Ebr 2009 da 07:52 (UTC)Respont

Evit a sell ouzh ar stumm [amzer-verb]] eo bet displeget dija nouspet gwezh ganin: talvezout a rafe evit ar brezhoneg met ne dalvez ket evit komz eus an amzerioù dreze o-unan, ha hemañ eo pal danvez ar penandoù-mañ. Neal (Kaozeal) 3 Ebr 2009 da 07:11 (UTC)Respont

An dra-se eo moarvat ha ne gomprenan ket. Setu perak e karfen kaout alioù all, hervez a zo aotreet er wikipedia, ha netra ken. Ha n'eo ket evit se ez in da glask kemm tra pe dra, mar deo se a ra aon dit. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2009 da 07:52 (UTC)Respont

Ma ali personel-me

kemmañ

Evit a sell ouzh an titl, evidon ne welan kudenn ebet kenderc'hel d'ober gant "Amzer (yezhoniezh)", met mar fell dit ne welan kudenn ebet ivez ober gant "Amzer (yezhadur)" (pa'm boa skrivet "spazhañ laou" e oa diwar-benn ar c'hemm-mañ ma felle din komz, ha n'eo ket diwar-benn mont-en-dro al liammoù etrewiki). Pezh 'zo, ne gomprenan ket an abegoù evit kemmañ "yezhoniezh" -> "yezhadur", setu tout. Graet e vo ar c'hemm bremañ (tu da adkemmañ adarre diwezhatoc'h mar bez ezhomm), ha sioulaet an traoù neuze? Disheñvel-mik avat eo afer "Amzer-verb" evel em eus bet tro da displegañ dija. Aon ebet rak ar c'hemmoù, ha degemeret e vezont laouen seul wezh ma vefe roet da c'hoût evit pe abeg e vezont kaset da-benn. Goulenn ali a sevel goulennoù a zo mat ivez, met ne gomprenan ket re vat perak e saver an hevelep goulenn meur a wezh hag e meur a lec'h disheñvel ur wezh m'eo bet respontet outañ hep degas arguzennoù nevez na plediñ gant ar respontoù-se. A galon, Neal (Kaozeal) 3 Ebr 2009 da 08:01 (UTC)Respont

Un dra ha ne gomprenez ket: n'eo ket kemm a fell din, met ober evezhiadennoù, gwelout hag-eñ n'hallfed ket ober en un doare all, peragiñ pa ne vez ket sklaer, ha kemer amzer atav a-raok kemm, ma vez ret kemm. Ha n'eo ket ober kemmoù dindan pemp munut. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2009 da 08:25 (UTC)Respont
Ne welan ket perak e rankfer gortoz evit kmmañ un dra ken dister all. Din-me eo ingal ober gant an eil stumm pe egile ha war a welan e kavez ti gwell ober gant ar stumm implijet bremañ. Pelec'h emañ an dalc'h. Pa ran evezhiadennoù-me eo evit klask gwellaat traoù dre o c'hlokaat pe o reizhañ pa vezont siek. Neal (Kaozeal) 3 Ebr 2009 da 08:34 (UTC)Respont

"Reizhadennoù" yezh

kemmañ

Degemeret mat e vez an holl reizhadennoù yezh gwirion evel-just, met d'am soñj n'eo ket ur reizhadenn pa gemmer "merket e c'hell bezañ an amzer" gant "alies e vez merket an amzer" rak n'on ket gwall-sur na tamm ebet hag-eñ e vefe merket an amzer e displegagadur ar verb aliesoc'h gant yezhoù ar bed evit gant elfennoù yezhadurel all distag diouzh ar verb, en ur c'hoût e c'hoarvez kement-mañ gant an darn vrasañ eus ar yezhoù komzt en Azia d'an nebeutañ. Tennañ a ra ar pennad-mañ d'an amzer ha n'eo ket d'an amzerioù nag e brezhoneg nag en ur familh-yezhoù resis all. Ur fazi eo d'am soñj lakaat da grediñ e vefe reishoc'h pe boutinoc'h ar mont-en-dro yezhadurel anavezet gant ar vrezhonegerion evit doareoù mont-en-dro all. Neal (Kaozeal) 17 Ebr 2009 da 06:26 (UTC)Respont

Sur. N'eus nemet tennañ ma c'hemm neuze : ne oa graet nemet evit klask kompren udb, met ma ne gomprenan netra ne ra forzh, ar re all a raio moarvat. Bianchi-Bihan 17 Ebr 2009 da 07:19 (UTC)Respont
Petra ne gomprenez ket? Ar fed ma c'hell yezhoù estreget ar brzhoneg mont en-dro en un doare disheñvel? Setu ur skouer tennet diwar ar aozneg, ur yezh kalz tostoc'h ouzh ar brezhoneg evit ar sinaeg lakaomp, ma vez merket an amzer gant un adverb, da lâret eo un elfenn yezhadurel en degouezh-mañ distag diouzh ar verb, kentoc'h evit bezañ merket war-eeun gant ar verb:
"Where are you going tomorrow"
kv.
"I will go" (amzer-da-zont kevrennek merket war-eeun war ar verb)
Ha ken diaes eo da gompren? Gwell eo d'am soj skrivañ traoù gwir a c'hellfe bezañ digomprnet gant an dud evit skrivañ traoù faos pe c'hoazh traoù a c'hellfe bezañ treuzkomprenet... Ma soñj-me eo atav. Neal (Kaozeal) 17 Ebr 2009 da 10:02 (UTC)Respont

Komprenet em eus e oan faziet, ne glaskan ket gouzout na lenn hiroc'h, re ziaes e vefe din. Mea culpa. Setu. Echu. Bianchi-Bihan 17 Ebr 2009 da 10:07 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Amzer (yezhadur)".