Kaozeal:An teirgwern Pembroke

Evezhiadenn diwezhañ: 1 bloaz zo gant Ch. Rogel e kaozeadenn Doujañ da reolennoù Levraoueg Broadel gall

Un abeg a oa da gemmañ anv ar pennad, pe gentoc'h "Teigwern" -> "teirgwern".

Peurvuiañ e vez lakaet ur bennlizherenn en anvioù-kadarn, neketa? Skoboldi (kaozeal) 4 Kzu 2023 da 06:43 (UTC)Respont
N'eus ket en embannadur 2002. --92.184.96.158 4 Kzu 2023 da 10:33 (UTC)Respont
Siriusoc'h an titl evel ma oa en embannadur kentañ, kemmet fall hag hep abeg. Skoboldi (kaozeal) 4 Kzu 2023 da 13:19 (UTC)Respont

Ar reolenn hervez Google

kemmañ

"Une règle simple et cohérente On écrit les titres d'œuvres et d'ouvrages divers (titres de romans, de tableaux, de films, d'émissions, etc.) avec une majuscule à leur premier mot ainsi qu'aux noms propres y figurant, s'il y a lieu."

Reolenn implijet e-barzh Kontadennoù ar Bobl. Skoboldi (kaozeal) 4 Kzu 2023 da 13:57 (UTC)Respont
Ne gomprenan ket. Bobl n’eo ket ar ger kentañ, ha n’eo ket un anv divoutin: perak skrivañ anezhañ gant ul lizherenn vras neuze, hervaz ar reolenn meneget ganit? Huñvreüs (kaozeal) 5 Kzu 2023 da 16:22 (UTC)Respont
D'ur poent e oa ar reolenn implijet e brezhoneg. Met meur a hini zo bet, a gredan. D'ur poent e veze skrivet an titloù e lizhernnoù bras penn da benn gant al liamm : setu pezh am eus gwelet gant ma daoulagad... met gwelloc'h kaout alioù all. Skoboldi (kaozeal) 5 Kzu 2023 da 17:07 (UTC)Respont
🤷
E saozneg e vez graet gant pennlizherennoù en anvioù boutin e titloù, met ur gustum kozh eo, ha bremañ e krog da vont da goll. Huñvreüs (kaozeal) 5 Kzu 2023 da 17:25 (UTC)Respont

Doujañ da reolennoù Levraoueg Broadel gall

kemmañ

O vezañ m'emaon ul levraoueger war e leve e talc'han da heuliañ reoolennoù katalogañ Levraoueg Broadel gall. A-raok an urzhiaterezh el levraouegoù eo ret d'ar gatalogourien lakaat ul lizherenn vihan goude ar gerioù-mell ha em eus graet en dra-se bloavezhioù-pad.
Bremañ eo bet chañchet ar reolenn, peogwir ne vez ket mui sellet ouzh katalogoù dre fichennoù. Ur skouer splann e-keñver doareoù gallek An teirgwern Pembroke : https://catalogue.bnf.fr/changerPage.do?motRecherche=&index=AUT3&numNotice=11920633&listeAffinages=&nbResultParPage=10&afficheRegroup=false&pageEnCours=1&trouveDansFiltre=NoticePUB&trouverDansActif=false&triResultParPage=6&critereRecherche=&typeNotice=p&pageRech=rsi

Levr embannet e 1931 --> lizherenn vras goude ar ger-mell
Levr embannet e 2014 --> lizherenn vihan.

--Ch. Rogel (kaozeal) 5 Kzu 2023 da 14:35 (UTC)Respont

Poent divizout er wikipedia-mañ daoust ha degemeret e vo reolenn al levraoueg vroadel c'hall pe hini HOR wikipedia. Skoboldi (kaozeal) 5 Kzu 2023 da 15:15 (UTC)Respont

Daoust hag eñ ez eus plas evit ijinañ reolennoù evit ar wikioù pa'z eus reolennoù etrebroadel ISO (44-050 et 44-073)? Reizh eo lakaat lizherennoù bihan e gerioù-mell an anvioù-familh brezhonek, met n'eus gounid ebet chom hep heuliañ ar reolenn lizherenn vihan e penn un anv boutin a gaver e yezhoù al lizherenneg latin ganto. Un nemedenn a voe graet evit ur lodenn vihan-tre eus ar skridoù, graet nemet en deskrivadurioù levraouegel etrebroadel a-raok 2005, met hiziv n'eus ket abeg ober evel-se (pa ne vezont ket mui moullet ar c'hatalogoù, n'eus ket ezhomm aesaat al lenn dre-se).
Un tammig emgann diouzh an adreñv e seblantfe. --Ch. Rogel (kaozeal) 7 Kzu 2023 da 14:49 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "An teirgwern Pembroke".