Kaozeal:Anv-badez

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Goullo eo ar rummad "anvioù-badez" betek-hen. Ma vefe ledanaet dindan an titl "kentanvioù" e c'hellfer renabliñ ennañ ivez anvioù muzulmat, yuzevek ha nann-kristen all - iskis e vefe d'am soñj rummata "Ubayd-Allah", "Ravi", "Mordec'hai" dindan an titl "anvioù-badez". feukus zoken. --Neal (Kaozeal) 27 Mez 2007 da 17:37 (UTC)Respont

marteze evefe resisaat ar frazenn-mañ: "An anv-badez zo un anv a zeu a-raok an anv familh" rak daoust ha m'eo gwir evit Breizh ha meur a lec'h all, n'eo ket ken gwir all evit lec'hioù all evel Sina (ma vez implijet gwir anvioù-badez gant ar gristenion ivez a-wezhoù) met ivez en Hungaria. --Neal (Kaozeal) 27 Mez 2007 da 17:40 (UTC)Respont
Evel evit dimezell,merc'h, ha traoù all, e ranko ar brezhoneg plegañ d'an ideologiezh. Ur stourm dizehan ha skuizhus.
Un diskoulm a oa: Ma n'eo ket mat anvioù-badez, krouiñ ur rummad all evit anvioù all, bodet holl en ur rumm meur anvioù. Nann! ret eo kinnig distruj. Evel atav. Un dro-spered an hini eo. Bianchi-Bihan 27 Mez 2007 da 17:48 (UTC)Respont

n'eo ket bet distrujet na kinniget netra - n'eus ket eus ar rummad "anvioù-badez". n'eo ket bet krouet zoken.

Gaou: ar rummad zo bet krouet, hag ar pennad anv-badez lakaet ganin e-barzh hiriv, ha se zo kaoz e teuez da glask rev adarre.
Ur wezh all e teu sklaer war wel ar fed ma ne gomprenez re vat penaos ec'h an en-dro ar wikipedia. N'eus bet krouet rummad ebet gantañ da ditl "anvioù-badez" - n'eus bet savet ganit nemet liammoù davet ar rummadoù goullo-se. N'eus ket anezhe ha neuze h'hallont ket bezañ distrujet. --Neal (Kaozeal) 28 Mez 2007 da 18:10 (UTC)Respont

ideologiezh eo ar gristeniezh -

Evel ar vaksouriezh.
evel-just. ne lâran ket ar c'hront, met pelec'h emañ roudoù ar varskouriezh, pe c'hoazh un ideologiezh all, en termenoù "anv-bihan" (implijet gant Bremañ, Termet ha Favereau), "raganv" (implijet stnk gant Diwan) pe "kentanv" (meneget er penn-kentañ e korf ar pennad-mañ gant Bernez Bernioù...)?

--Neal (Kaozeal) 28 Mez 2007 da 18:10 (UTC)Respont

ha perak e rankfe plegañ d'an ideologiezh-se war digarez eo hounnezh an hini bouezusañ (gwezhall? nebeutoc'h-nbeutañ?) e Breizh kentoc'h evit implijout termenoù neptu.

Ma fell dit sevel ur pennad war "termenoù neptu" (sic), gra. En un holloueziadur e saver pennadoù neptu diwar-benn traoù ha n'int ket neptu.
Evel-just, met n'eo ket ur rummad ur pennad. Amañ e oa koaz eus ar rummad. Kudenn ebet ivez gant ar pennad "anv-badez". Ur gudenn eo evidon avat renkañ kentanvioù/anvioù-bihan n'oint ket kristen en ur rummad gantañ da ditl "anvioù-badez" keit ha me vefe kalz aesoc'h ober gant ur rummad gantañ da ditl "anvioù-bihan" lakaomp, ennañ isrummadoù.

--Neal (Kaozeal) 28 Mez 2007 da 18:10 (UTC)Respont

N'eo ket an neptuegezh un ideologiezh gwashoc'h evit ar re all. Piv eo ar Bernez-Bernioù-se bet savet ar pennad-mañ gantañ? rak gantañ an hini eo ma oa bet boulc'het ar pennad-mañ ha gntañ an hini ma oa bet lâret eo hennezh un termen liammet ouzh ar gristeniezh.

Ha n'eo ket gwir? Hag abalamour da se e vije ret distruj ar pennad?
Ha pelec'h ec'h eus lennet em boa kinniget en un tu bennak "distrujañ" ar pennad-mañ? e neplec'h. Ur pennad talvoudus eo seul wezh ma tenn d'an anvioù-badez en un doare strizh kentoc'h evit d'an anvioù-bihan en un doare ledan hep derc'hel kont eus ar fed ma c'hellont bezañ anvioù-badez pe get. --Neal (Kaozeal) 28 Mez 2007 da 18:10 (UTC)Respont

Er geriadurioù e kaver stummoù all (n'int ket bet ijinet ganin) "anv-bihan" ha testeniet stank (abaoe d'an nevbeutañ 15 vloaz e Diwan) ar stumm "raganv" hag ivez "kentanv". Ha perak chom hep ober gant an tremenoù-se war-digarez eo ideologeloc'h suert tremenoù neptuek ha ledanoc'h o zachenn-implij evit gerioù strishoc'h pe d'an nebeutañ kizidikoc'h? --Neal (Kaozeal) 27 Mez 2007 da 18:27 (UTC)Respont

Sav pennadoù diwar-benn da d-"termenoù neptu" (termenoù termenet o neptuegezh ganit evel-just), ha ro peoc'h d'ar re a fell dezho labourat, ma'z out gouest. Bianchi-Bihan 27 Mez 2007 da 20:45 (UTC)Respont
sevel a rin ar pennadoù a fell din evel ma ra an holl re all. evel implijet boutin e roin ma lai personel war kement pennad a fell din ivez, dres evel ma rez-te hag evel ma c'hell ober an holl re all. Aesoc'h e vefe leuskel ac'hanonc'h da labourat e peoc'h ma vefe doujet un tammig muioc'h ouzh reolennoù diazez mont-en-dro ar raktres-mañ.
Kloz ar gaozeadenn-mañ ganin war an dachenn-mañ. --Neal (Kaozeal) 28 Mez 2007 da 18:10 (UTC)Respont

Me ivez ne gomprenan ket perak e vo posubl kendalc'h gant anv-badez a ne c'hell ket glotañ gant an tri-c'hard eus an dud ha n'int ket bet badezet. Evidon-me eo anv-bihan ar ger etrebroadel (evit tennañ kont eus an anvioù sinaek hag all) da vezañ lakaet evel talbenn ar pennad kentañ. Chañchet e vo dindan un nebeud bloavezhioù, a-dra sur.<br< Anv-badez a vije da virout evit deskrivañ ar c'hustum kristen rik. --Ch. Rogel 23 Her 2007 da 22:14 (UTC)Respont

Ne lavaran pater ebet ha kouslkoude e lavaran eo gwir bater pezh a lavar hemañ pe henhont. Hag evel ma zud, ha n'int ket bet e Diwan muioc'h evidon, e lavaran anv-badez eus anvioù-tud a zo bet roet er vadiziant, goude ma n'ouzomp ket pe ez int badezet pe n'int ket. Bianchi-Bihan 23 Her 2007 da 22:28 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Anv-badez".