Kaozeal:Anv annezidi Stadoù-Unanet Amerika

Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Neptuegezh an Trec'hlider

Petra eo an etrewiki ? MP 15 Kzu 2006 da 18:41 (UTC)Respont

Wikipedia:Kumuniezh/An ti-chopin/sizhunvezh 51 bloaz 2006 MP 16 Gwe 2007 da 19:45 (UTC)Respont

Amerikan vs Staduanad

kemmañ

Lavaret eo e-barzh ar pennad e vefe amresis ar ger "amerikan" ha neuze e vefe gwelloc'h implijout a ger "stadunanad" evit komz diwar-benn annezidi Stadoù-Unanet Amerika. Ur brezel-embann a zo bet graet diwar-benn ar ger-mañ war ar pennad-mañ zoken. Ne blij ket din ar brezelioù-embann, dreist-holl war gerigoù a zo mat evit an daou du. Met un dra am eus c'hoant da lavarout diwar-benn "stadunanad" a vefe gwelloc'h evit tud-zo. Evidon n'eo ket resisoc'h eget "amerikan" tamm-ebet. "Stadunanad' a zo diazezet war un dro-lavar diresis-tre evit komz eus ur gevread broioù pe stadoù. N'eus nemet da soñjal e-barzh an dalc'h ma vije graet "Stadoù-Unanet Arabia" evel ma vez "hunvreet" gant tud zo. Ouzhpenn-se ez eus ur vro a ra gant "Stadoù-Unanet" : Estados Unidos Mexicanos pe Stadoù Unanet Mec'hiko. Daoust hag-eñ vez graet "stadunanad" eus he annezidi ? Setu perak e implijan "amerikan" kentoc'h. N'ouzon ket ma oa bet graet studiadennoù diwar-benn-se, met kavout a ran dedennus lakaat an arliv-mañ e-barzh ar pennad a zo kentoc'h kreizennet war implij ar ger evit annezidi Stadoù-Unanet Amerika. A galon -Lekemok (kaozeal) 27 Du 2012 da 20:03 (UTC)Respont

Me 'gav mat pa vez roet o alioù gant an dud, ha n'eo ket hini un den hepken. Daou sell (da vihanañ) zo war se : hini ar Stadunaniz a fell dezho bout Amerikaned, pe gentoc'h an Amerikaned nemeto, ha hini an Amerikaned all ( eus Alaska da Zouar an Tan) a fell dezho ober Stadunaniz eus un darn anezho. E-touez ar Vretoned e vo kavet lod prest da gemer perzh en tabut se, hervez ma vezont dimezet d'ur Stadunanad(ez) pe da Amerikaned all. Marteze n'eo ket ret dibab e brezhoneg (evel ma vez graet gant kalz a dud e spagnoleg), met menegiñ an daou zibab-se zo ret amañ.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Du 2012 da 20:34 (UTC)Respont

Ne glot ket talbenn ar bajenn gant ar 4 liamm etrewiki, a gas d'un dodenn all. Abaoe 1965 ez eo étasunien testeniet e galleg hervez Le Robert 1976 (pennad Au sein de la communauté noire étasunienne, kazetenn La Croix, 24/2/1965), abaoe 1955 hervez Le Robert 2009 (Langue française)... Hogen e galleg bepred. Hag e brezhoneg ? N'eus tamm dave ebet da implij stadunanad e brezhoneg. Perak heuliañ ur c'hiz gallek er Wiki brezhonek ? Hag un dibab a-berzh Suamerikaniz, daoust dimp gouzout petra eo bout jablet gant un amezeg landrammus ? Pennad didalvez da ziverkañ, da 'm meno. T42N24T (kaozeal) 27 Du 2012 da 21:10 (UTC)Respont

Ar ger gallek meneget, hag an hini brezhonek, n'int ket deuet diwar netra: ur ger par zo e spagnolek. Tud zo a gav eo didalvez, ha lod a ra gantañ. Chom hep ober gant ar ger n'eo ket abeg a-walc'h da ziverkañ ar pennad : ne ran ket gant gerioù ar jedoniezh ha ne deufe ket d'am spered goulenn diverkañ anezhe. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Du 2012 da 07:26 (UTC)Respont

Kinnig a ran e vefe kemmet an titl ha lakaet "Anv annezidi Stadoù Unanet Amerika". Evel-se e klotfe gwelloc'h gant danvez ar pennad, ha klotañ a rafe ivez gant titloù ar pennadoù er yezhoù all. --Llydawr (kaozeal) 25 Gwe 2013 da 16:05 (UTC)Respont

A-du e vezan gant seurt kinnigoù digor pa roont lec'h da ouzhpenn ur savboent strizh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Gwe 2013 da 16:32 (UTC)Respont

Ne gomprenan ket mat abalamour da betra eo bet lamet "en portugaleg" hag "en spagnoleg" gant an implijer dizanv 80.12.110.202 'vat ?!--Prieladkozh (kaozeal) 12 Mae 2015 da 17:48 (UTC)Respont

Tennet moarvat gant an hini a blij dezhañ ober e daolioù en kuzh hag a gav eo ret skrivañ evel en e yezhadur pe en e c'heriadur muiañ karet. Adlakaet e vo pa n'eus fazi ebet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Mae 2015 da 18:07 (UTC)Respont

Tamm dilamet

kemmañ

Dilamet em eus an dra-mañ: «Amerikaneg: E Geriadur Ménard e reer anv eus ur yezh anvet "amerikaneg". N'ouzer ket eus pe yezh ez eus kaoz avat, marteze eus saozneg SUA.» Geriadur Ménard a zo ur geriadur galleg-brezhoneg. N'eus arvar ebet war talvoudegezh ar ger gallek «américain» en ur ster yezhel, neuze n'eus ket d'ober van da vezañ digompren.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Mae 2015 da 19:30 (UTC)Respont

Sell aze unan hag a ra van da chom hep kompren eo ur yezh an amerikaneg. Komzet en Amerika pe war al loar? Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 Mae 2015 da 04:56 (UTC)Respont

Neptuegezh an Trec'hlider

kemmañ
Distreiñ d'ar bajenn "Anv annezidi Stadoù-Unanet Amerika".