Kaozeal:Ar Re Reizh a-douez ar broadoù

Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant Bianchi-Bihanig e kaozeadenn Talbenn ar bajenn

Ha tu ve ober gant "Broad" e-lec'h "Nasion" ? --5.39.8.216 31 Kzu 2014 da 09:09 (UTC)Respont

Mat eo din ivez broad .31 Kzu 2014 da 10:54 (UTC)Dishual

Ar Re Reizh dre vroadoù e vefe titl... reizh ar pennad-mañ ; gwelit ar Bibl, geriadurioù Le Gléau, Ménard hag all. — 2.13.200.75 31 Kzu 2014 da 11:58 (UTC)Respont

Ne welan ar Re Reizh dre vroadoù nag e geriadur ar Glev nag e geriadur Ménard. --Llydawr (kaozeal) 15 Gen 2015 da 17:48 (UTC)Respont
A-zivout Reizh e-lec'h *Just e oa an evezhiadenn, anat eo (din da nebeutañ). — 2.13.205.84 15 Gen 2015 da 18:04 (UTC)Respont
Gant "dre vroadoù" an hini e oan souezhet, anat eo, din da nebeutañ ;-). --Llydawr (kaozeal) 30 Gen 2015 da 19:01 (UTC)Respont

Talbenn ar bajenn

kemmañ

War an diplom e lenner‎ : « [...] la Commission d'Hommage aux Justes des Nations » ha « [...] la Médaille des Justes parmi les Nations », ar pezh na c'heller ket treiñ gant "Ar Re Reizh dre vroadoù" ; reishoc'h eo "Ar Re Reizh a-douez ar Broadoù". Reizh avat eo titl ar bajenn Listenn Ar Re Reizh dre vroadoù. — 2.13.205.84 16 Gen 2015 da 10:33 (UTC)Respont

Daoust ha ne vefe ket gwelloc'h Tud Reizh a-douez ar broadoù ? Peurvuiañ ne lakaer ket ar ger-mell e-barazh an titloù (s.o. [1]). --Llydawr (kaozeal) 20 Mae 2022 da 14:40 (UTC)Respont
Seblantout a ra skañvoc'h din. Dave ebet e diavaez Wikipedia? --Kadwalan (kaozeal) 20 Mae 2022 da 15:46 (UTC)Respont
Reolenn ar wiki a viskoazh. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 20 Mae 2022 da 16:59 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Ar Re Reizh a-douez ar broadoù".