Carolina Ferdinanda Luisa an Div Sikilia

Trugarez! Dakbzh (kaozeal) 18 Du 2022 da 17:48 (UTC)Respont

Postel

... bet kaset deoc'h tuchant. A galon. Dakbzh (kaozeal) 13 Her 2022 da 13:04 (UTC)Respont

Kont(où)

Demat dit,

War a seblant az peus dihanet ober gant ar gont Bianchi-Bihan ha kroget gant homañ. Ha gallout a rafes lavarout din perak? Mard eo abalamour d’ur gudenn deknikel (ger-tremen kollet?) e c’heller klask un diskoulm. Huñvreüs (kaozeal) 13 Mae 2022 da 17:33 (UTC)Respont

N'ouzon ket perak eo pet serret ar gont. Kollet em eus meur a zevezh o klask adlañsañ anezhi. En aner. Neuze em eus digoret ur gont all. Koulz e kavfen adkavout an hini gozh. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 13 Mae 2022 da 17:39 (UTC)Respont
Un dra zo sur: n’eo ket stanket ar gont. Klasket az peus goulenn ur ger-tremen nevez? Huñvreüs (kaozeal) 13 Mae 2022 da 17:45 (UTC)Respont
Ugent gwech, en aner. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 13 Mae 2022 da 18:09 (UTC)Respont
Pa gadarnaez ar goulenn ger-tremen nevez, peseurt kemennadenn a vez diskwelet? Un dra bennak evel «kaset eo bet ur postel dit», pe un dra bennak all?
Sur out e merkez ar chomlec’h postel mat, n’az peus ket implijet un hini kozh evit da gont?
Klasket az peus e teuliad Strob (spam, pourriel, indésirables) ez posteloù? A-wechoù ez eus posteloù talvoudus en o zouesk.
Erruet on e dibenn ar roll goulennoù e c’hellan soñjal enno, met gallout a ran mont e darempred gant tud Meta. Gallout a reont ober muioc’h egedon. Huñvreüs (kaozeal) 13 Mae 2022 da 18:44 (UTC)Respont
Nag a gudennoù urzhiataerouriezhel er mare-mañ... pegen iskis... 72.15.229.180 13 Mae 2022 da 19:13 (UTC)Respont
Ma fell dit mont pelloc’h en ur glask adkavout da gont, gallout a rafes respont d’ar goulennoù a-is mar plij? A-hend-all e vefe gwelloc’h stankañ ar gont evit abegoù a surentez: gallout a rafe unan bennak bezañ laeret da c’her-tremen ha klask ober gant da gont evit abegoù fall. Huñvreüs (kaozeal) 14 Mae 2022 da 16:39 (UTC)Respont
@Bianchi-Bihanig: Respontet eo bet din e c’hell tud Trust & Safety ober war-dro da c’houlenn ma skrivez (e saozneg, d’am soñj) d’ar chomlec’h-mañ: trustandsafety wikimedia.org eus ar chomlec’h postel az peus implijet evit krouiñ da gont. Lavar din ar pezh a rez. Ma kavez gwelloc’h kenderc’hel gant ar gont-mañ e stankin ar gont gozh evit abegoù a surentez. Huñvreüs (kaozeal) 17 Mae 2022 da 08:19 (UTC)Respont
Ma ne respontez ket e stankin ar gont Bianchi-Bihan e fin ar sizhun evit abegoù a surentez. Evel-se e vez graet pa vez kollet an tu da gevreañ gant perc’henner ur gont. Gallout a rafe un den bennak bezañ laeret da c’her-tremen ha klask reiñ da grediñ bezañ te. Huñvreüs (kaozeal) 31 Mae 2022 da 18:19 (UTC)Respont

Ma vije posubl kaozeal sioul e respontfen. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 31 Mae 2022 da 18:48 (UTC)Respont

Ne gomprenan ket perak ne c’hellfemp ket kaozeal sioul. Ne welan ket petra am befe graet fall, met displeg din, prest on da selaou. Ma kavez gwelloc’h komz gant ur merour all, n’eus nemet lavarout din ha lezel ur gemennadenn gant Lekemok pe VIGNERON.
Roet am eus chomlec’h Trust & Safety dit. Kaset az peus ur postel, resevet az peus ur respont? Huñvreüs (kaozeal) 1 Mez 2022 da 08:15 (UTC)Respont
  Kont gozh stanket, pajennoù implijer ha kaozeal prennet, liammoù ouzhpennet davet ar gont-mañ. Ma teufes a-benn da gevreañ e c’hellfes goulenn dibrennañ an holl c’hoazh. Huñvreüs (kaozeal) 6 Mez 2022 da 05:44 (UTC)Respont

Databox

Salud dit. An Databox ne zeu ket war wel hep al liammoù etrewiki. Ha klasket 'p eus ouzhpennañ al liammoù wikidata dre ar wiki e saozneg pe e galleg? Kalz aesoc'h eo d'ober evit dre wikipedia e brezhoneg. Dav din anzav e kavan honnezh kazus da implij. A galon Kadwalan (kaozeal) 3 Gou 2022 da 17:10 (UTC)Respont

Rummadoù

Salud dit ! Da betra krouiñ ur rummad:Glaoda Iañ ([1]) hag ur rummad:Claudius Iañ ([2]) ? A galon, --Llydawr (kaozeal) 26 Gou 2022 da 06:51 (UTC)Respont

Fazioù a vez graet a-wechoù. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 26 Gou 2022 da 07:03 (UTC)Respont
Pehini vo diverket ? Rummad:Claudius Iañ ? Glaoda I eo anv ar pennad pennañ. Kadwalan (kaozeal) 26 Gou 2022 da 08:48 (UTC)Respont
Gra a gari. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 26 Gou 2022 da 09:01 (UTC)Respont

Translatewiki

Ma krouez ur gont eno e c’hellez reiñ din da c’houzout eo bet graet, ha goulenn a rin ouzh ur merour a ouzan reiñ dit ar statud troer diouzhtu, a-hend-all eo un tammig luziet (met posubl memestra).

Un dra all a c’hellez ober eo adlenn troidigezhioù ha merkañ anezho evel gwiriet (pe goulenn / ober kemmoù). Evel-se ez afe war gresk o c’halite, ne deufe ket war wel fazioù evel ar re meneget ganit. Huñvreüs (kaozeal) 19 Eost 2022 da 08:31 (UTC)

Lennadenn...

...da lakaat e pleustr ! 2A01:CB08:8913:1900:9D05:F167:AF0D:C643 19 Eost 2022 da 20:06 (UTC)

Komprenet e vi marteze en deiz ma impliji un arguzenn. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 20 Eost 2022 da 08:42 (UTC)

Ur renkadur all

Renkadur ar wikioù hervez an niver a bennadoù n’eo ket an hini nemetañ. Setu unan all: hini ar yezhoù hervez an niver a gemennadennoù Mediawiki troet. Talvoudus e kavfen gwellaat renk ar brezhoneg ennañ, hag ezhomm a vefe eus tud barrek war ar yezh evit hen ober, dreist-holl evit adlenn (0% adlennet 😿). Huñvreüs (kaozeal) 2 Gwe 2022 da 10:33 (UTC)Respont

Trugarez. Ur bern traoù zo war ma chouk er mare-mañ, n'on ket evit sammañ muioc'h. Tud disamm a welan e-touez an IPeoù... Bianchi-Bihanig (kaozeal) 2 Gwe 2022 da 12:20 (UTC)Respont

Databox/2

Mard emañ ar patrom Databox en ur pennad e ranker liammañ ar pennad-se ouzh ur yezh arall evit ma teufe an databox war wel. 2A01:CB08:8913:1900:D073:D63E:D80C:65CB 12 Gwe 2022 da 17:04 (UTC)Respont

Amañ e kavi tremen 500 pennad savet ganit ha n'eus liamm etrewiki ebet enno, neuze ne zeu ket an databox war-wel. 2A01:CB08:8913:1900:D9EC:8AD7:D92:FCA7 12 Gwe 2022 da 18:50 (UTC)Respont
Ma oarez kontañ pelloc'h eget 500 ez po mil blijadur all emberr. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 13 Gwe 2022 da 07:33 (UTC)Respont

Patrom:Kumunioù Proviñs Pordenone

Bez'ez eus dija eus ar patrom-mañ. 2A01:CB08:8913:1900:2D51:B2B2:4C59:8525 3 Her 2022 da 10:11 (UTC)Respont

Daou a vefe? Ne welan nemet unan.Bianchi-Bihanig (kaozeal) 13 Her 2022 da 14:30 (UTC)Respont

Setu!