Glaoda Iañ
Glaoda Iañ, pe Claudius Iañ, pe Tiberius Claudius Caesar Augustus Germanicus hervez e anv leun e latin, pe Tiberius Claudius Drusus Nero Germanicus kent dont da impalaer, a oa un impalaer roman, bet ganet d'ar 1añ a viz Eost 10 kent JK e Lugdunum, ha marvet d'an 13 a viz Here 54. Lesanvet e oa bet Germanicus, ha Britannicus goude trec'h e armeoù war ar C'hermaned da gentañ, ha war ar Vrezhoned goude. An anv Britannicus zo bet roet d'e vab goude.
Impalaer an impalaeriezh roman e voe adalek ar 25 a viz Genver 41 betek e varv d'an 12 a viz Here 54. Claudius e voe ar c'hentañ impalaer ganet e-maez Italia, hag eñ tremen 50 vloaz dija.
Buhez
kemmañGanet e oa bet e Lugdunum (Lyon) e Galia d'ar 1añ a viz Eost 10 kent JK, mab da Drusus Decimus Nero ha da Antonia ar Yaouankañ. E vamm a oa merc'h da Marcus Antonius ha da Octavia. Niz e oa da Tiberius, hag eontr da Caligula, a renas en e raok hag a voe muntret, d'ar 24 a viz Genver 41.
Ne greded ket e vije deuet Claudius da vout impalaer : besteod e oa, ha kavet e veze divarrek.
- Dies Imperii : 25 a viz Genver 41 (an deiz war-lerc'h muntr Caligula)
Glaoda ha Breizh-Veur
kemmañArgad 43 goude K.
kemmañ- Penn-jeneral : Aulus Plautius
- Eil jeneraled : Vespasian, Petilius Cerialis, Hosidius Geta
- Lejionoù :
- Legio II Augusta
- Legio IX Hispania
- Legio XIV Gemina
- Legio XX Valeria
Eus 43 da 50
kemmañGevred Breizh-Veur zo dindan beli ar Romaned. Kêr-benn : Camoludunm (Colchester). Karter jeneral an arme : Rutupis (Richborough). Kreñvlec'h meur war ribl an Tamesa (Tamvuoz) e Londinum (Londrez).
Kêrioù meur all : Durovernum (Canterbury), Verulamium (Saint Alban's), Venta Belgarum (Winchester), Durnovaria (Dorchester).
Hent meur eus Iska (Exeter), da Lindum (Lincoln), o kas dre Aquae Sulis (Bath), Corinium (Cirencester) ha Ratae Coritanorum (Leicester). Hent anvavezet e saozneg : Fosse Way.
Bloavezhioù 50 - 51
kemmañBrezel enep ar Silured ha Caratacos / Karadeg
Euredoù ha bugale
kemmañPeder gwech e timezas.
Levrlennadur
kemmañ- William Rees : An Historical Atlas of Wales, from Early to Modern Times. Faber & Faber. 1951. New edition 1972
- Ordnance Survey : Map of Roman Britain. Third Edition. Southampton. 1956
- Peter Salway : Roman Britain. Oxford University Press. 1981 - 1984
- François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C.. Embannadurioù Errance. Paris. 1994.
An Impalaerien roman | ||
Tierniezh ar Flavianed | ||
En e raok : Caligula |
Glaoda Iañ
(25 Genver 41- 12 Here 54) |
War e lerc'h : Neron (13 Here 54 / 11 Mezheven 68) |
Heuliad Henroma |