Kaozeal:Araogennoù brezhonek
freuzet n'eo ket bet evel ma oar mat an hini bet savet ar pennad gantñ. Da gentañ holl n'eo ket ar wikipedia ur geriadur (n'eus ket nemet lakaat ur sell war ar pennaennoù) nag ivez ur yezhadur. Enteuzet e vfez dre vras pennadoù munut egant pennadoù ledanoc'h. dreist-holl evit aezaat ar c'hlask. Ret eo ouzhpennañ ivez ne oa klet bet skarzhet tamm danvez ebet - nemet entueziñ ur pennad gant unan all evel ma reer en un doare boas-tre en holl Wikipediaoù. Betek pelec'h eo ret mont - ur pennad all ivez evit "gant", unan all eveit "digant" unan evit "war" unan all evit "diwar" hag unan all c'hoazh evit "a-ziwar", hep ankounac'haat ur pennad all evit "a-diwar" evit ar re ne raent ket gant ar c'hemamdur vlotaat d > z? --Neal (Kaozeal) 22 Mae 2007 da 10:52 (UTC)
- Un tamm gwellaat eus perzh ar merour: implij ar bajenn gaozeal a-raok ober e freuz. Pennadoù war ar yezhadur zo e pep wikipedia. D'an holl genlabourerien da zibab petra a vo lakaet e-barzh, n'eo ket d'ur merour hepken, hag ar yezhadur n'eo ket e bark personel.
- Diverkañ ur pennad hep kaozeal, tra ken met peogwir eo savet ar c'hoant tu bennak, zo freuzañ.
- displeget eo bet: n'eo ket bet diverket netra, kaset d'an eil lec'h d'egile dre enteuziñ daou bennad.
- Pelec'h e kavez roud eus "a-diwar", mar plij?
- war ar bajenn-mañ :-)
- Bras a-walc'h eo an dud evit dibab betek pelec'h mont: n'eus nemet goulenn diganto. N'eo ket d'ur merour bennak da zibab en o lec'h. N'en deus nemet ur vouezh pa vez kel a votiñ.
- Bras a-walc'h eo an dud, gwir eo. Met reolennoù 'zo m rankont bezañ doujet oute. Ar wezh-mañ eo me an hini n'en doa ket doujet ouzh ar fed ma vije bet ranket dinembann ma soñj enteuziñ el elc'h dereat da gentañ hag anavezout ar fazi-se am eus graet.
- Un tamm doujañs ouzh al lenner: adlenn da bennadoù ha reizh ar skritur a-raok embann anezho, skuizhus eo klask kompren gerioù skrivet a-dreuz.
- Ar c'hemmadur dre vlotaat (d/z) a vez graet e peurunvan (skritur ofisiel ar wiki-mañ), ha neuze e rank bezañ lakaet e pennadoù an holloueziadur. Un afer a zoujañs (gant ar c'hemmadur mar plij) eo ivez. Bernez Bernioù 22 Mae 2007 da 12:11 (UTC)
- Gwir eo eo bet lakaet ar peunuvan da doare reizhskrivañ nematañ war ar Wikipedia-mañ (a sevel a ris-me a-du gant an diviz-se ivez). N'en deus netra da welet avat un doare-skrivañ na gant ar c'hemmadurioù hag a denn da gevreadurezh vorfoleg ar yezh na gant ar c'heriaoueg: bez' e c'hellr skrivañ "ordinateur" e peurunvan koulz ha "mont da deskiñ" - ne vefe ket peuruvan avat na "urziaterez" na "mont da zeski". --Neal (Kaozeal) 22 Mae 2007 da 14:42 (UTC)
Kinnig
kemmañPa gomzer eus "Fazioù en implij an araogennoù" (talvoudus-tre evel-just), marteze e vefe mat sklaeraat e teu an implijoù araogennek reis-se diwar ar verb, da lâret eo e tenn da berzhioù verboù resis zo kentoc'h evit da "doienneoù-lavar" pe me oar-me. Ur perzh kevreadurezhel-rik an hini eo, ma reer "rexencia verbal" anezhañ e galizeg (n'on ket penaos e vez graet eus ar perzh-se nag e saozneg nag e galleg nag e brezhoneg). A galon, --Neal (Kaozeal) 24 Mae 2007 da 10:06 (UTC)