Kaozeal:Arzhur III (dug Breizh)

Evezhiadenn diwezhañ: 13 vloaz zo gant Llydawr e kaozeadenn Adkas eus Arzhur III (dug Breizh) da Arzhur III

Adkas eus Arzhur III (dug Breizh) da Arzhur III

kemmañ

N'eus nemet e Breizh ez eus duged anvet Arzhur. Arzhur III zo trawalc'h d'am soñj: n'eus nemet unan er bed. Memes tra evit an daou all a-rao dezhañ. Bianchi-Bihan 15 Meu 2009 da 23:03 (UTC)Respont

Cheñchamant titl graet un tammig re brim marteze pa weler kement-mañ:[1].--Trec'hlid mitonet 19 Gwe 2011 da 18:37 (UTC)Respont
Fentus marteze, met ne gomprenan ket. Kornichonet ma spered sur a-walc'h . Bianchi-Bihan 19 Gwe 2011 da 18:39 (UTC)Respont
Moaien 'vefe d'ober gant Arzhur III (film) moarvat. Kavout a reer avat, Arzhur, Priñs Kembre (1486–1502) --Kadwalan 20 Gwe 2011 da 10:24 (UTC)Respont
Neb a garo plediñ gant ar film(où)-se a raio: ne welan ket petra a gemm evit hon dug. Kontrol da lod ha ne sellont ket mat ( Daoulagad o deus ha ne welont ket, Jeremi 5/21 ha Koran 7/79) on sur n'eo ket Arzhur III eo anv ar film. Bianchi-Bihan 20 Gwe 2011 da 10:39 (UTC)Respont
Gwir eo :Arthur 3: The War of the Two Worlds--Kadwalan 20 Gwe 2011 da 10:48 (UTC)Respont
Un istil eo kentoc'h "the war of the two worlds" evel evit fr:L'Âge de glace 3 : Le Temps des dinosaures da skouer. An den istorel "Arzhur III" en devoa un istitl ivez: "dug Breizh".--Trec'hlid mitonet 20 Gwe 2011 da 11:19 (UTC)Respont

Komzomp eus wikipedia: aesoc'h e kavan Arzhur III peogwir e labouran war ar pennadoù-se a-wechoù, evel Konan II, ha re all, hag aesoc'h eo un anv berr hep istitl evit labourat. Piv zo kontrol, ha perak? D'ober al labour pe da c'hoari hepken? Bianchi-Bihan 20 Gwe 2011 da 11:22 (UTC)Respont

Ne gomprenan ket. Gwelet a ran eo Konan II (dug Breizh) titl ar pennad.--Trec'hlid mitonet 20 Gwe 2011 da 12:21 (UTC)Respont
Titl diezhomm d'am meno, met un adkas zo, ret evit labourat, neuze e c'hallan labourat ha n'an ket da ober brezel evit kement-se, hervez gizioù nevez. Gwir eo: faziet e oan: war an 3 C'honan all eo em eus labouret dreist-holl. Bianchi-Bihan 20 Gwe 2011 da 14:09 (UTC)Respont
N'on ket a-enep ar c'hemm degaset. Moaien zo lakaat an istitl evit ar film mar bez ezhomm, evel er wikioù all.--Kadwalan 20 Gwe 2011 da 22:42 (UTC)Respont
Kavout a ra din ez eur aet kalz re vuan. Bremañ en em gaver gant Arzhur III ent-berr met gant Arzhur Iañ (dug Breizh) hag Arzhur II (dug Breizh) ha gant ar braz eus duged all Breizh eo ar memes tra, gant un nebeud nemedennoù (evel "Breizh" hepken a-wechoù e-lec'h "dug Breizh"). Ha setu torret ar seurt kempoellded a oa. Keit ha ma vo labouret diwar froudennoù kentoc'h eget diwar studi unvanded ar c'hinnigoù hag efedoù ar cheñchamantoù, en em gavimp gant traoù kamm evel-se.--Trec'hlid mitonet 21 Gwe 2011 da 06:48 (UTC)Respont

Ma'z eo kamm an traoù eo peogwir emaomp war ur wikipedia, ha n'eus ket a renerien, goude ma klask lod bezañ, hag e labour an dud evel ma c'hallont. Ouzhpenn e plij da lod all lakaat reolennoù a-raok ober al labour, pa wel ar re a ra al labour pegen droch e vez reolennoù zo, ha reolennoù zo hag a oa a bouez dec'h d'ur Benoni (hag a serre ur gont evit ur virgulenn) a zo peuzankouaet hiziv. Neuze e vez un tamm dizurzh evel-se. Ha neuze? Gant kaozeal ha kemer amzer e c'haller gwellaat an traoùigoù-se. Pe en un doare sioul, pe en un doare all. Bianchi-Bihan 21 Gwe 2011 da 08:21 (UTC)Respont

Lakaomp e vefe a bouez lakaat an anv evel-hen: Arzhur III (dug Breizh). Hogen dug pe Dug? roue pe Roue? impalaer pe Impalaer? Dibab ur reolenn? Lakaomp c'hoazh. Met seul niverusoc'h ar reolennoù seul aesoc'h ankouaat anezho, seul diaesoc'h kenlabourat da dud nevez. Ha ma ne vefe lakaet nemet anv ar vro? Sed ur reolenn aes da vihanañ.
Evit labourat avat eo kalz aesoc'h ober gant Arzhur III evit al liammoù. Neuze? Adkas ha mat pell zo! Laouen an holl? Bianchi-Bihan 21 Gwe 2011 da 08:54 (UTC)Respont
Perak nompas ober un adkas eus Arzhur III da Arzhur III (dug Breizh)? Evel se Bianchi bihan en defe un adkas berr ha chom a rafe titl ar pennad heñvel ouzh re an duged all--Kadwalan 21 Gwe 2011 da 13:23 (UTC)Respont

Mat din.Bianchi-Bihan 21 Gwe 2011 da 13:38 (UTC)Respont

Mat eo din ivez.--Trec'hlid mitonet 21 Gwe 2011 da 18:15 (UTC)Respont
 --Kadwalan 21 Gwe 2011 da 18:33 (UTC)Respont
Evel-se e vez graet ivez e saozneg pe e galleg : pa glasker Arthur III er Wikipediaoù-se en em gaver gant ar pennadoù en:Arthur III, Duke of Brittany pe fr:Arthur III de Bretagne. --Llydawr 22 Gwe 2011 da 06:40 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Arzhur III (dug Breizh)".