Kaozeal:Bannoù-treset
Arz
kemmañUn arz eo ar bannoù treset? Se n'eo ket un ali neptu. Ur media eo, e saozneg, netra ken. Evel ar skinwel. 193.52.64.243 16 Her 2008 da 11:28 (UTC)
Un arz eo sevel bannoù-treset hervez al lod brasañ eus an dud peogwir eo kejadenn an tresañ hag ar c'hontañ. Me gav din eo diheñvel eus ar skinwel, hag a zo ur media evel ho peus lâret. Met gallet a rit atav skrivañ un nebeut frasennoù diwar-benn an dra-se er pennad. --Arko 29 Her 2008 da 11:10 (UTC)
- Bannoù treset hep barrennig e geriadur Roparz Hemon-Ronan Huon met gant ur varrennig e lec'hienn an Ofis. Gourel eo bann. --Ex-Smith 27 Ebr 2010 da 11:37 (UTC)
- N'eus nemet lakaat an daou, ha lakaat un notenn. Da Yann Vrezhonek da zibab. Bianchi-Bihan 27 Ebr 2010 da 18:21 (UTC)
- Ur varrennig a gaver ivez e-barzh Geriadur An Here war a seblant. Ed 31 Eos 2010 da 08:11 (UTC)
- N'eus nemet lakaat an daou, ha lakaat un notenn. Da Yann Vrezhonek da zibab. Bianchi-Bihan 27 Ebr 2010 da 18:21 (UTC)
Ne gomprenan ket ar frazenn : "E oa an tri lec'h ma vez lennet bannoù treset zo dieub, n'eus nemet ar bannoù treset amerikan a levezon ar re all." --Ex-Smith 27 Ebr 2010 da 19:32 (UTC)
- Ne gomprenan ket ar frazenn kennebeut. An eil lodenn a seblant disklêriañ e levezon bannoù treset ar Stadoù-Unanet labour treserien ar bed a-bezh. Ne gav ket din e vefe ken splann a se (ur vammenn bennak a vefe brav menegiñ d'am meno evit an dra se). --Ed 16 Meu 2011 da 13:46 (UTC)
- Kavet 'm eus gwelloc'h lemel ar frazenn a ya re start da gompren.--Ed 22 Meu 2011 da 16:12 (UTC)
Kavout a ran drol plas ar rannbennad "bannoù-treset troet e brezhoneg". Daoust hag-eñ e vefe aze danvez ur pennad disheñvel? Pe gwelloc'h e vije marteze lakaat ar rannbennad da ruzañ e dibenn ar pennad-mañ, goude an danvez ledanañ (arz, istor)? --Ed 18 Meu 2011 da 17:03 (UTC)
- Pennad boulc'het. N'in ket pelloc'h, n'on ket troet gant se. Gra war-dro mar kerez. Bianchi-Bihan 22 Meu 2011 da 18:28 (UTC)
- Trugarez dit. Klask a rin ober war-dro ar pennad nevez-mañ er sizhunioù da zont. Emaon o tastum un tamm danvez en deizioù-mañ. --Ed 23 Meu 2011 da 14:49 (UTC)
- Chañs vat. Bianchi-Bihan 23 Meu 2011 da 16:44 (UTC)
"Tevder"
kemmañRE [Ar bannoù-treset] zo un heuliad skeudennoù lakaet en ur bann, a zo ken tev hag un dek linennad skrivet
Forzh petra aze. Un diforc'h bras zo etre "Tintin" Hergé ha "Lone Sloane" Philippe Druillet e-keñver pajennaozañ ; a-ratozh-kaer e ran dave da oldies but goldies, evel-just, nes komz eus doareoù ar manga japanat. Un diforc'h ker bras all zo etre Peanuts Schulz, a zo comic strips, ha Maus Art Spiegelmann, a zo ur romant (?) e stumm bannoù-treset.
Re ec'hon an dachenn evit gouiziegezh strizh an aozer, 'm eus aon.
Arabat eo koulskoude distagañ din ar saezhig mil anavezet er Wikipedia brezhonek : "'peus ken 'met ober al labour da-unan, pugur e ouzez kement dreist ar re all" — gouezit ha gwiriit kent embann war an Internet, tra ken. Yvon-Louis Clouellebecq, Yestael.
- Sell 'ta! Yvon-Louis Clouellebecq, anv nevez Yoael Sadedgar. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Her 2014 da 04:57 (UTC)