Kaozeal:Bazhataerezh

Evezhiadenn diwezhañ: 15 vloaz zo gant Belvar

N'on ket sur tamm ebet evit an anv da reiñ d'ar bennad : daoust hag-eñ e vefe ret treiñ an anv canne de combat pe leuskel evel-se ? Dre ma ne ouien ket em eus sellet war ar wikipediaoù all ha dalc'het eo bet gant an darn vrasañ ar gêr gallek, setu perak em eus graet evel-se. Ha ma vefe gwelloc'h treiñ, penaos ? Trugarez evit o respontoù, --Belvar 25 Her 2009 da 15:39 (UTC)Respont

N'haller ket na lavarout na skrivañ "c" goude "ar" e brezhoneg, pe n'eo ket brezhoneg ken.
An dra-se a oa bazhata gwechall, hag ul levrig zo bet skrivet gant Frañsez Vallée , er bloavezhioù 1930 pe 1940, diwar-benn ar sport-se. Er Grennamzer e oa brudet ar Vretoned evel bazhataerien (ha gourenerien) a zoare. Dereat e vije lakaat un anv brezhonek en-dro d'ar sport. Pe bazhata (ar bazhata), pe bazhataerezh ( ar bazhataerezh). Bianchi-Bihan 28 Her 2009 da 18:38 (UTC)Respont
Ne ouien ket ha dedennus kenañ eo, ret e vo lakaat titouroù war al liamm gant Breizh er pennad. Trugarez evit ar gentellig Istor ha digarez evit va diouiziegezh.--Belvar 28 Her 2009 da 19:30 (UTC)Respont
Er Wikipedia saoznek ez eus ur pennad en:Stick fighting (bazhata, bazhataerezh) hag ur pennad en:Canne de combat (un doare bazhataerezh gall, anavezet e saozneg dindan e anv gallek). Marteze e vije mat kaout ur c'hemm evel-se e brezhoneg ivez. --Llydawr 30 Her 2009 da 20:45 (UTC)Respont
Ar pennad war ar bazh-emgann er wiki saozneg e vez komzet eus an term hollek en holl broioù... Ret eo gwellet mañ 'z eo heñvel ar bazhata breizhad diouzh ar "canne de combat" gall. Ha just a walc'h em eus kavet al lec'hienn-se : [1]. --Belvar 31 Her 2009 da 09:52 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Bazhataerezh".