Kaozeal:Beijing

Evezhiadenn diwezhañ: 18 vloaz zo gant Matilin e kaozeadenn priz ar nevid diloc'hel

Beijing

kemmañ

Ur ger nemetan eo Beijing ennan div silabenn hag a glot ivez gant div vorfemenn. Dre m'az eus ur ger anezhan e rank bezan skrivet stag Beijing kentoc'h evit distag Bei Jing hervez reolennou reizhskrivan ar pinyin. Hen reizhan am eus graet (GS Digarezit-me met n'on ket boas ouzh an douchennaoueg c'hall daonet-man!)--Neal 4 Eos 2006 da 09:31 (UTC)Respont

priz ar nevid diloc'hel

kemmañ

Klasket em eus kempenn ar skrid un tamm a-fed yezh. An droienn "priz ar nevid diloc'hel", a gaver e rann an Armerzh, n'on ket deuet a-benn da gompren. Petra dalvez just-awalc'h ? Trugarez. Matilin 11 Eos 2006 da 21:12 (UTC)Respont

Mrsi. O teskiñ ar yezh emaon c'hoazh ha n'on ket ken vat hag a fellefe din. "priz ar nevid diloc'hel" a zo priz an tiez.
--Damien Perrotin 12 Eos 2006 da 06:30 (UTC)Respont
'Rez ket bil, pep hini ac'hanomp a zo o teskiñ amañ, mod pe vod, ha pa vez hir-mat, n'eus pennad ebet amañ koulz lâret a zo disi. Kalon dit bepred evit kenderc'hel gant al labour a rez amañ. Trugarez evit ar respont. Ken+. Matilin 12 Eos 2006 da 08:34 (UTC)Respont

Diverket diwar Bei Jing

kemmañ

Pekin (Beijing e sinaeg) a zo ur gêr ha kêrbenn politikel Sina. Savet tro daou vil bloazh ‘zo, kêrbenn Sina eo abaoe 700 bloazh ‘zo, Pekin a zo hiziv an deiz, unan eus metropolennoù brasañ er bed. Gwir megalopolenn, ar gêr a zo dindan beli ar gouarnamant war eeun.

Ekonomiezh

kemmañ

Eilvet kêr vrasañ goude Shangai, Pekin a zo kreizenn politikel, sevenadurel ha speredel ar vro. Ur greizenn greantel ha kenwerzhel pouezhus eo ivez dre ma ‘z eo e darempred gant lodenn viz ar vro, greantelaet mat hag e darempred gant ar blaenennoù reterel e lec’h ma ‘z eus ar muiañ a barkeier eus Sina. Lec’hiet en ur c’horn-bro pinvidik a vineraloù (houarn Longyan, glaou Mentougou, hag all), Pekin hag e zolzennadur a za da ober eil penn-ahel greantel Sina. Kalz a draoù a vez produet eno: agrovouedel, gwiad (kotoñs, gwiadoù kenlakadurel), oberidigezh, kimiezh, metalouriezh, elektronek, moullañ, mekanikerezh resis, paperaerezh, kirri-tan. Pekin a zo aroueziet gant e garterioù renket. Karterioù an aferioù hag ar velestradurezh a zo er c’hornog. En norzh hag er gwalarn e vez kavet ar sterniadur touristel ha tachennoù ar c’helennadurezh uhel. Ul lodenn eus an oberiantizhoù greantel (gwiad,mekanikerezh) hag ar c’harter etrevroadel a zo er reter. Al lodenn vrasañ eus an greantelezhioù (kimiezh, agovouedel) a zo lec’hiet er su. Pekin a zo ivez unan eus kreizennoù pennañ e-keñver eskemmoù ha kenereoù. An oberiantizoù kenwerzhel hag eus ar servijoù a zo diorroet buan, dreist 1 000 000 a dud a implijont. Meur a garter kenwerzhel a zo er gêr. Ar bali Wangfujing, lec’hiet e reter plasenn Tian'anmen hag ar gêr zifennet, a zo an hini bouezhusañ eus outo. Ur gourhent ledan a za betek Tianjin, porzh bras greantel lec’hiet da 90 km e gevred ar gêrbenn. Pekin a zo e kreiz ar rouedad hentoù hag hentoù-houarn. Kalz a hentoù-houarn az a en-dro adalek Pekin. Aderen a reont Pekin da tout ar vro, ha zoken, un nebeut anezho az a betek Korea an norzh, Rusia ha Mongolia. Un nebeut gourhentoù a zo bet savet nevez ‘zo, ha rouedad ar vetropolenn a ra unan eus sterniadurioù transportoù a-gevret gwellañ e Sina. Koulskoude, an darn vrasañ eus ar pennadoù-hent a vez graet war varc’houarn. Aerborzh Pekin etrevroadel a zo ur rouedad diabarzh pouezus gant ar vetropolennoù all e Sina ha kas a ra an dud e kalz a dermenoù etrevroadel. Kalz a aozadurioù hidrolik (stankelloù, mirlec’hioù) a ‘z eus bet ranket ober evit gellout dic’hoantañ an ezhommoù bras e dour hag e tredan.

Gweledva kêrel

kemmañ
 
Ar gêr zifennet.

Kêr Pekin a zo enni div lodenn : Ar gêr gozh, hag ar c’harterioù lojañ nevez, greantel ha melestradurel savet evit al lodenn vrasañ anezho e 1949. Evel an holl kêrioù bras hengounel e Sina, Pekin a zo enkelc’hiet gant mogerioù bras, treset hervez stummoù geometrek. Ar gêr gozh pe kêr vogeriet (60 km²), annezlec’h remziadoù Ming ha Qing, a oa rannet e daou garter : ar gêr ziabarzh en norzh hag ar gêr ziavaez er su. Ar gêr ziabarzh a zo ur stumm karrez ganti. Savet etre 1409 ha 1420 dindan remziad Ming, en em astenn war 36 km². Enkelc’hiet e oa gant ur voger 25 km hirder ha 15 metrad uhelder, gant 9 dor evit mont tre. E-barzh ar gêr ziabarzh-se e veze kavet kêr an impalaer; enni e veze kavet ar gêr zifennet, un niver bras a savadurioù melestradurel ha gouarnamantel (yamens). Kavet e veze temploù ivez, jardinoù, palezioù priñsel pe kargidi an impalaer. Ar gêr zifennet, 72 kantar he gorread, a oa enkelc’hiet gant ur voger. Enni e oa palez an impalaer hag e familh. Difennet e oa d’ar geodedourien mont e-barzh ar gêr zifennet. Lec’h sakret ar muiañ e oa e Sina. Bremañ, ur mirdi a zo bet staliet er palez, palezioù an impalaerioù diwezhañ Ming ha Qing a zo chomet c’hoazh.

Ar gêr ziavez, a zo ur stumm skouergorneg ganti. Savet e voe e-kerzh ar XVIvet kantved, e fin ren Ming. Ledet eo war 24 km². Staget ouzh ar gêr ziabarzh, enkelc’hiet e oa gant ur voger 23,5 km hirder. Kavet e veze enni ar c’harterioù kenwerzhel, artizanel hag annezet, ha kalz a demploù. Goude an dispac’h, e 1949, mogerioù ar gêr gozh a voe distrujet hag erlec’hiet gant boulouardoù. Un nebeut dorioù kozh a zo bet dalc’het memestra. Pekin a zo ur gêr e-lec’h ma ar savadurioù bras, ar palezioù hag an temploù a ziskouez enor Sina da vare an impalaeriezh. E su ar gêr zifennet e kaver plasenn Tian'anmen. Ar blasenn vras-se, 44 kantar a c’hell degemer betek 1 000 000 a dud. Krouet e voe goude an dispac’h komunour e 1949. Aze eo e vez lidet an emvodoù hag ar gouelioù e-giz ar gouel broadell an 1 a viz Here. Ar sal vras e-lec’h m’ en em gav ar vodadenn vroadel a zo lec’hiet war-zu kornog ar blasenn. War-zu reter ar blasenn e c’heller gweladenniñ ar mirdi diwar-benn istor ha dispac’hoù Sina. E-kreiz ar blasenn a kaver ur savadur gouestlet da harozioù ar bobl ha ti-kañv Mao Zedong. Anavezet eo bet ar blasenn en nevez-hañv 1989 abalamour ma oa bet ur vanifestadeg gant ar studierien mac’het gant an arme. E-touesk an temploù eus ar gêr kozh, an hini bravañ ha anavezetañ a zo templ an oabl, lec’hiet e su ar gêr ziavez. E-touesk an temploù brav all e vez kavet temploù Confucius, Lama ha Dagoba gwenn.

Arz ha sevenadur

kemmañ

Ar skolioù meur pouezhusañ a zo skol veur Pekin, savet e 1898, ha skol veur Qinghu, an hini skedusañ eus ar vro e skiantoù ha teknologiezh. An div skol veur-se, skol veur ar bobl, hag an akademiezh Sinad a zo er gevred. Levraoueg Pekin a zo an hini vrasañ eus Sina a-bez, 6 million a levrioù a zo enni. E-barzh al levraoueg-se emañ ul lodenn eus dastumadegoù levraouegoù remziadoù an impalaerioù Song, Yuan, Ming, ha Qing. Kalz a oberiantizoù sevenadurel a zo ha kalz a virdioù a zo ivez. Kavet e vez c’hoarivaoù ivez e-giz c’hoariva ar bobl pe c’hoazh, c’hoariva ar gêrbenn. Mirdioù a zo diwar-benn an arzoù, ur mirdi diwar-benn an istor naturel, ur mirdi gouestlet d’ar skrivagner Lu Xun pe c’hoazh, gwere kozh (lec’h sellet ouzh ar stered) an impalaerioù anavezet evit e vinviji bedouriezh ha steredoniezh.

Roudoù a zo eus tud o dije bevet e korn-bro Pekin adalek nevezoadvezh ar maen. Ar c’hantreerien a vije deuet d’en em staliañ aze goude-se evit gallout hadañ ha desevel loened. Adalek remziad Zhou, ur gêrbenn velestradurel a voe savet war al lec’h a zo Pekin e anv bremañ. E 937 goude J.K, tartared Khitan, o vevañ e Biz ar vro a aloubjont ul lodenn eus eus hanternoz Sina hag ober a rejont o c’herbenn e lec’h m’ emañ Pekin en devezh a vremañ. E kreiz an XIIvet kantved e voent trec’het gant tartared all, ar Jurchen. Sevel a reas ar re-se an impalaerezh Jin. Brasadenn Pekin a zo o tont eus mare trevadenn Sina gant ar Mongoled hag eus mare remziad Yuan e 1279. Kubilaï Khan a zivizas staliañ e gêrbenn war lec’hienn Pekin e 1272 hag evit ar wech gentañ, ar gerbenn nevez anvet Da Du (kêrbenn vras) a zeuas da vezañ ar greizenn politikel ha melestradurel nemeti e tout Sina. Ar statut-se a badas betek ma teuje remziad Ming d’ar galloud e 1368. An impalaer kentañ eus remziad Ming a stalias e gêrbenn war stêr ar Yang-tseu-kiang e Nankin (kerbenn ar Su) ha cheñch a reas anv Pekin da Beiping (peoc’h an norzh) ha goude, e Beijing. Dont a reas Beijing da vezañ ar gêrbenn en un doare ofisiel gant remziad Ming e 1420. Aze e krogas da ziorroiñ ha ne baouezas ket. E 1911, goude diskar remziad ar Qing ha sinadur ar republik e bro Sina, Pekin a chomas ar greizenn ekonomikel betek fin 1928. Ar bloavezh-se, ar strollad broadelour, Jiang Jieshi a adlakas Nankin e-giz kerbenn hag a cheñchas anv da Bekin evit lakaat Beiping e-plas. Ar gêr a voe dalc’het gant ar Japaniz eus 1937 da 1945, hogen ne voe ket distrujet e-pad an eil brezel bed. E 1949, goude sinadur ar republik poblek e Sina, ar gouarnamant komunour nevez a reas Pekin e gêrbenn.

Distreiñ d'ar bajenn "Beijing".