Kaozeal:Bragoù kof-gar
Mat 'vo reiñ daveoù evit ar stummoù roet (3 anezho), pa ne gaver nemet bragoù damverr (stumm ha n'eo ket meneget) gant Ménard ha gant an Ofis.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 11 Ebr 2014 da 09:36 (UTC)
- Ha deuet da vezañ Ménard hag OPaB daveoù ofisiel ?????!!!!!--Prieladkozh (kaozeal) 11 Ebr 2014 da 12:10 (UTC)
- Pep den a c'hall krouiñ ar gerioù en devez ezhomm, evel ma rae Jakez Konan, ha tud all, ha ma n'emañ ket an holl lorc'h e Pariz n'emañ ket ivez an holl skiant dindan bonedoù pennoù an Ofis Santel, Ménard pe D. Kervella, un tamm brezhoneg zo ivez e genoù ar re all, ha dizalc'h eo ar wikipedia, a-hervez.
- Ha deuet da vezañ Ménard hag OPaB daveoù ofisiel ?????!!!!!--Prieladkozh (kaozeal) 11 Ebr 2014 da 12:10 (UTC)
Bremaik, gant lod, a gred bezañ pab amañ, ne vo ket a renk da implij ger ebet panevet ma vo bet benniget ganto. Da sutal gant ar bibien hag o sparfoù. Ar geriadurioù zo binvioù-labour, ha n'eo ket bizhier-pibien da eskumunugañ. Ha pa vijent disi e oar a-walc'h an holl oberourien e vano atav ur ger bennak da lakaat en adembannadurioù. Da c'hortoz o gwelout enne e vo kendalc'het da grouiñ diouzh an ezhomm. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Ebr 2014 da 13:01 (UTC)
- ????? Ma oa bet meneget M. Ménard hag an Ofis ganin eo dre ma ne'm boa kavet un dra bennak nemet gant ar re-se. Ne'm boa graet nemet un dra reizh amañ, goulenn daveoù, hag en un doare — a gave din bepred — plaen ha seven. N'heller ket lavaret kemend-all eus ar respontoù. Un dra a zo sur koulskoude, n'a ket an traoù nag ar respontoù gant reolennoù ar Wikipedia a c'houlenn na ve ijinet netra (ha mat pe fall e vijent) (amañ ar bajenn saoznek "No original research" [1], hag ar rann a c'houlenn ober gant daveoù).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 11 Ebr 2014 da 15:18 (UTC)
Un toullad traoù a gaver ivez e lec'hioù all. Reolennoù ar Wikipedia a c'houlenn na ve ijinet netra : setu petra ur skouer splann eus kammimplij ar reolennoù da ober skoilh d'ar re all. Pa ijinez-te, ne welan ket perak ne vefe ket krouet ivez gant tud all. Evel-se bezet graet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Ebr 2014 da 15:49 (UTC)
- Ma fell dit kavout ur puñsad pennadoù ha ne heuliont ket da reolenn ha n'int ket meneget ez oberennoù : setu amañ: