Ur bragoù kof-gar (abalamour ma ne c'holo ket ar c'hof-gar), pe bragoù damhir, pe bragoù-troadikellat zo ur bragoù, berroc'h ha skañvoc'h eget ur bragoù ordinal, hag a dap betek ar c'hof-gar. Hiroc'h eo eget ur bragoù berr.

Micherourez gant ur bragoù kof-gar e 1942

Plijus e vez da zougen adalek ma krog an amzer da vezañ tomm-gor. Bragoù-troadikellat a vez laret anezhañ a-wechoù peogwir eo aesoc'h mont war ur marc'h-houarn gantañ, pa n'eus riskl ebet da frotañ gantañ ouzh ar chadenn.


Pennad kar kemmañ