Kaozeal:Bro-C'hall

Evezhiadenn diwezhañ: 11 vloaz zo gant Fabriz Coupechoux e kaozeadenn Bro-C'hall ha Frañs : Ur pennad hepken

Ne gav ket din eo reizh skrivañ e veze graet Galia eus Frañs en Henamzer. An doare-se da zisplegañ an istor zo un dore broadelour gall a laka bevennoù Frañs da glotañ gant re C’halia, kement ha diskouez ez eus bet eus Frañs a-holl-viskoazh ha ne ra stad Frañs nemet kenderc’hel Galia; s.o. "nos ancêtres les Gaulois", h.a. E gwirionez en em astenne Galia en tu all eus Frañs, betek Belgia, kornôg Alamagn, darnoù eus Suis hag Hanternoz Italia. N'eus liamm eeun ebet etre Stad vodern Frañs ma komzer ur yezh latin war un tiriad bet aloubet gant Germaned (Franked) ha Galia gozh Fulup 12:20, 6 August 2005 (UTC)

Gwir eo : ne glot ket tiriad Galia hag hini roue ar Franked, koulskoude p'eo bet kinniget da C'hlodwig 1añ a Vro-C'hall bezañ mestr war an darnvuiañ eus ar Galia, an eskibien galian-roman a rae gant Galia. Goude bloavezioù eo deuet ar "Francia occidentalis" ha petra a oa en a-raok? Chomet eo bev menoz ar Galia ha pa oa ar Franked o ren anezhi. Evel ma blij d'ar Suised bezañ paotred an Helvetia.
Ch. Rogel 23:03, 6 August 2005 (UTC)

Marteze met aze ez eus daou dra disheñvel n'haller ket kemmeskañ da'm soñj. Ar pezh eo bet Galia diouzh un tu, an implij o deus graet ar Franked, meslestradurezh ar rouantelezh, ha hagiografourien Bro-c'hall eus an termen-se diouzh an tu all. Marteze a-walc'h eo bet implijet an termen Galia gant Eskibien zo da vare C'hlodwig (interest ar rouantelezh e oa daveiñ d'un tiriad brasoc'h eget an hini a oa en he dalc'h), padal Breizh (Arvorig) zo bet a-viskoazh e Galia met Breizh n'eo ket bet e rouantelezh C'hlodwig. Fulup 11:06, 8 August 2005 (UTC)

Bro-C'hall ha Frañs : Ur pennad hepken kemmañ

Ne c'haller ket chom gant 2 bennad disheñvel, unan a vefe "Frañs" hag egile "Bro-C'hall". Evel m'eo kalz fonnusoc'h an danvez amañ, em eus lakaet an nebeud a oa ouzhpenn er pennad "Frañs" amañ. Ha graet un adkas. Rognogno 22 Mae 2006 da 11:46 (UTC)Respont

Republik Frañs kemmañ

D'am soñj n'eo Bro-C'hall nemet an hanternoz eus ar stad Frañs (= Bro-C'hall + Okitania + Breizh + an Inizi…). MP 8 Gou 2006 da 21:34 (UTC)Respont

E brezhoneg e vez graet un diforc'h etre Bro-C'hall ha Frañs, n'emañ ket Breizh e Bro-C'hall, e Frañs ne lavaran ket. Ret e vefe eta, d'am soñj atav, sevel daou bennad disheñvel. --Arko 6 C'hwe 2010 da 12:10 (UTC)Respont
E brezhoneg e vez graet an diforc'h-se marteze gant kargidi zo. Ganin ne vez ket. Bianchi-Bihan 6 C'hwe 2010 da 12:27 (UTC)Respont
N'on ket kargad. Te avat a zo a gav din? --Arko 6 C'hwe 2010 da 12:35 (UTC)Respont

Ya, gwir eo e reer un diforc'h etre Frañs ha Bro-C'hall. Ar Frañs a vez ar riez e vez lakaet meur a vro disheñvel dindan he beli ( Breizh, Bro-C'Hall, Elzass, Okitania...) ha Bro-C'hall a vez ar vro e-men e komzer galleg en un doare hengounel (Enez-Frañs, Bro-Walon, Bourgogn...). Mat e vefe displegañ kement-se er pennad-mañ. Ar Vrezhoned ned int ket gall a Vroadelezh met keodedourion ar Frañs int. Hag e brezhoneg e lavarer "amaezhiad" ha neket "kargad" eo; "kargidi" a vez graet eus un doare "amaezhidi" ha ned eo ket an holl anezho. --Fabriz Coupechoux (kaozeal) 14 Eos 2012 da 12:21 (UTC)Respont

Kaoz a zo un tamm eus an dra-se er pennad, amañ: [1]. Droed 'teus da astenn an danvez ma fell dit.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Eos 2012 da 19:08 (UTC)Respont
Dedennus e vez ober un diforc'h etre Frañs ha Bro-C'Hall evit prederiañ diwar-benn ar vroadelezh, ar geodedouriezh, hag ar "riezadelezh" (a c'hallfe talvezout kement ha "le fait d'être ressortissant" e galleg) zoken, hogen traoù arall a fell din ober evit poent.--Fabriz Coupechoux (kaozeal) 14 Eos 2012 da 19:16 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Bro-C'hall".