Kaozeal:C dans l'air
Evezhiadenn diwezhañ: 15 vloaz zo gant Y-M D
Ret e vije lemel kuit al listennad anvioù-tud. Bianchi-Bihan 14 Eos 2009 da 01:50 (UTC)
- Ha perak ? Kenderc'hel a rin ar pennad hiziv ha ne vo ket hepken al listennad-se. --Y-M D 14 Eos 2009 da 08:50 (UTC)
N'ouzon ket pegoulz e oa krog an abadenn, met ma vez listennet anvioù an holl dud pedet en abadenn-se abaoe an deroù, hag er re all, n'eus fin ebet. Bremañ ne ran forzh ebet gant an abadennoù skinwel, neuze e ri evel a giri. Bianchi-Bihan 14 Eos 2009 da 17:28 (UTC)
- Ne vez ket listennet an holl dud pedet (eveljust) met an dud pedet an aliesañ pa 'z eus sujedoù resis. Tro 'm eus bet da selet an abadenn meur a wech ha gwir eo e vez alies den mañ den evit sujedoù resis, neuze e soñj din n'eo ket disimplij. Me gav mat e rofez da ali zoken ma ne rez forzh gant ar skinwell, pouezus eo kaout ali an dud hag ur sell diavaez ivez (setu penaos e vez savet un holloueziadur objectivel). N' am eus ket bet amzer da echuiñ ar pennad c'hoazh met ober a rin dizale. A galon --Y-M D 14 Eos 2009 da 18:37 (UTC)
- Dizimplij pe didalvoud? N'eo ket heñvel. Ma, soubenn zo war an tan. Echu ar gaoz se ganin. Bianchi-Bihan 14 Eos 2009 da 18:53 (UTC)
- Nag an eil nag egile, pa glasker titouroù war ur sujed resis eo mat kaout liammoù evit klokaat ar sell war ar sujed. D'am soñj eo roll al listenn-mañ. Ne lavaran ket eo ar pouezhusañ al listenn, met d'am soñj n'eo ket da dennañ dre ma ne vez ket ur perzh negativel ganti. Setu --Y-M D 14 Eos 2009 da 19:07 (UTC)
- Dizimplij pe didalvoud? N'eo ket heñvel. Ma, soubenn zo war an tan. Echu ar gaoz se ganin. Bianchi-Bihan 14 Eos 2009 da 18:53 (UTC)