Kaozeal:Cerdanya
Evezhiadenn diwezhañ: 16 vloaz zo gant Bianchi-Bihan
n'anavezan nag ar strollad lizherennoù "ce" nag ar strollad "nya" e brezhoneg. Daoust ha ne vefe ket ur stumm all ?
- marteze n'eo ket ret respont d'an alioù dizanv
- N'anavezan ket "fg" e brezhoneg, ha koulskoude e laromp holl Afganistan. Bianchi-Bihan 28 Eost 2008 da 12:19 (UTC)
- N'eo ket ar memes tra ! fg n'eo ket ur silabenn met div lizherenn lakaet kichen-ha-kichen, elese re ar silabennoù af + ga a gaver stank e brezhoneg. A-hend-all ar silabenn [se]'vez skrivet -se- e brezhoneg. Gortoz a rafed kentoc'h "Serdania" pe "Serdagna". Mod all e kav din e ve gwell chom gant ar stumm orin.
- Evit pezh a sell an anv. Penaos ober pa 'v'er ket ezel. Alan
- E brezhoneg e reer aes a-walc'h gant n'eus forzh petra pa vez ret: 'zz' e-barzh jazz ha pizza ha ZZ top , pa ne vez ket tud a fell dezho ober gant djaz, hervez geriadur Roparz Hemon, roud ebet eus pidza. Neuze e reer gant 'ce' evel e Cecilia, Ceara ha Cerdanya , ha 'nya' evel e Nyameg, Nyabweg, ha me oar. Evit sinañ e pouezer peder gwech war an tilde ( pe tildenn e brezhoneg), a zo pignet war an 'ñ' ha ne fell ket dezhañ/i diskenn. Bianchi-Bihan 5 Gwe 2008 da 09:00 (UTC)
- N'anavezan ket "fg" e brezhoneg, ha koulskoude e laromp holl Afganistan. Bianchi-Bihan 28 Eost 2008 da 12:19 (UTC)
Mat eo skouer ar pizzaioù. Pa skrivez cerdanya ez eo e-giz skrivañ pidza e-lec'h pizza. Mantret on o welet ez eus skouerioù all diezhomm amañ eus implij "ce" pe ny"". Da betra sinañ gant peder zildenn pa n'eo ket ma anv? Alan
- Ne vez ket poell atav er yezh, nag er skritur, kaer zo ober, ha n'eo ket fall lakaat un tamm , gant ma ne vo ket soñjet e c'haller lakaat ar Poell (pehini?) nag an Urzh (hini piv?) da ren e pep lec'h.
- Koulskoude e kav din emañ ar poell e-barzh kinnig Cerdanya ha pizza war ar memes pazenn. Ha warni e lakaan Florida, Colorado, New Hampshire, ha me 'oar petra c'hoazh, a c'haller treiñ mar karer gant Bleuniet, Livet ha Kontelezh Morzhed-Hoc'h Nevez. Ha goude lavaret ec'h in d'ober war-dro pennadoù all. Bianchi-Bihan 5 Gwe 2008 da 19:59 (UTC)