Kaozeal:Dictionnaire français-breton (Martial Ménard)

Evezhiadenn diwezhañ: 7 vloaz zo gant Prieladkozh e kaozeadenn Levr

[1] Touellerezh ha diouiziegezh. M. Ménard, keginer a stummadur, a oar ar c'hemm etre "fars" ha "farz", gwelit e c'heriadur.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Her 2015 da 16:13 (UTC)Respont

« Gerioù a vank » kemmañ

Null nemet kard eo ar rannbennad-se, evit daou abeg da nebeutañ :

  • gerioù a vank « kavet gant lennerien » : touellerezh penn-da-benn, daveenn ebet, arguzenn doull, ha kammster ouzhpenn (j'en vois qui sont pas là !) – demat, al labour skiantel ;
  • evel-just e vank gerioù e forzh pe c'heriadur, zoken e Le grand Robert de la langue française gant e 80 000 ger, ar pezh a zo tremen 30 000 dreist DFBMM ; bev eo ar galleg hag ar brezhoneg, ur geriadur n'eo nemet un asked eus e vare.

Emañ aozer ar pennad o klask distroadañ labour Martial Ménard tamm-ha-tamm, ha divezh e laka geriaoueg Hemon-Huon e-tal gwellañ geriadur galleg-brezhoneg a zo bet biskoazh abaoe hini R. Le Gléau !
Seul ziveshoc'h c'hoazh a-c'houde obidoù Martial Ménard – ne oar ket ar "buruteller" ober gant ur geriadur gwirion : "obidoù" zo e DFBMM, evel-just, p. 933-a ; ur ger relijiel eo funérailles, unan lik eo obsèques... Ur vezh, pa lavaran ! -- 90.32.165.66 24 Gwe 2016 da 17:50 (UTC)Respont

Trelatiñ kemmañ

Sell 'ta!

  • Null nemet kard... : n'eo ket diaes gouzout piv a ra gant an droienn-se .
  • ... eo ar rannbennad-se, evit daou abeg da nebeutañ : gerioù a vank « kavet gant lennerien »  : ma ne vankont ket ez eus fazi er pennad, n'eus nemet reizhañ neuze : re skuizhus?
  • ... touellerezh penn-da-benn, daveenn ebet, arguzenn doull, ha kammster ouzhpenn (j'en vois qui sont pas là !) – demat, al labour skiantel ; un droienn bersonel c'hoazh an "demat-se", ur seurt sinatur;
  • evel-just e vank gerioù e forzh pe c'heriadur : amañ e vimp a-du da vihanañ, ha gant piv e vo difennet lavarout pere, ganit?
  • zoken e Le grand Robert de la langue française gant e 80 000 ger, ar pezh a zo tremen 30 000 dreist DFBMM ; bev eo ar galleg hag ar brezhoneg, ur geriadur n'eo nemet un asked eus e vare : met piv a lar ar c'hontrol? lavaret teus uheloc'h e vo atav diglok pep geriadur, e ne vern pe yezh ...
  • Emañ aozer ar pennad o klask distroadañ labour Martial Ménard tamm-ha-tamm: ali personel dizanv, pegen kalonek! Ha pa "vankfe " dek pe kant ger ennañ, ne welan ket penaos e c'hallfed distroadañ ur geriadur biken, dreist-holl unan mat, ret eo bezañ mat da stagañ evit kontañ drocherezh evel-se;
  • ha divezh e laka geriaoueg Hemon-Huon e-tal gwellañ geriadur galleg-brezhoneg a zo bet biskoazh abaoe hini R. Le Gléau ! : pep hini a laka al levrioù tal ouzh tal pe revr ouzh revr evel ma kar; amañ, en un holloueziadur ar pezh a gont eo an arguzennoù, gant tud a zo gouest da gaozeal, n'eo ket an diboellegezh ;
  • Seul ziveshoc'h c'hoazh a-c'houde obidoù Martial Ménard – ne oar ket ar "buruteller" ober gant ur geriadur gwirion : "obidoù" zo e DFBMM, evel-just, p. 933-a ; ur ger relijiel eo funérailles, unan lik eo obsèques... Ur vezh, pa lavaran ! Trelaterezh rik : en un geriadur hag en un holloueziadur e kaver gerioù relijiel ivez. Goude-se, ar ger "buruteller" ne zere ket : ar burutellerezh, a zo arguzennerezh (ar pezh a glaskez-te ober marteze) evit prouiñ un dra bennak... N'eo ket eus se ez eus kaoz amañ: ur ger a vank, pe ne vank ket, netra ken ...

"goule (an euzhvil), goul e brezhoneg (gouled el liester), a zo ellyll e kembraeg," Daveenn ebet roet.

neb a glask a gav

RE:Trelatiñ... Ur vezh ! kemmañ

  • « Null nemet kard... : n'eo ket diaes gouzout piv a ra gant an droienn-se . »
Martial a rae, ha me ivez, ha kantadoù a vrezhonegerien... Piv on, neuze ? Tagadenn ad hominem e Wikipedia ? Ur vezh !
  • « ... eo ar rannbennad-se, evit daou abeg da nebeutañ : gerioù a vank « kavet gant lennerien »  : ma ne vankont ket ez eus fazi er pennad, n'eus nemet reizhañ neuze : re skuizhus? »
Forzh petra ! Diabeg eo ar rannbennad, evel a zo bet displeget, pa vank atav gerioù e forzh pe c'heriadur – « kavet gant lennerien » zo un arguzenn eus ar re doullañ, pa'z eo evel ma skrivjed "arallvediz zo bet gwelet gant Douariz"... Labour holloueziadurel eus ar c'hentañ, hervez da zezverkoù, sur a-walc'h.... Ur vezh ! Lakaat un implijer da zidalvez pa zeu da arguzenniñ enep labour nann-hollouziadurel e Wikipedia : ur vezh !
  • « ... touellerezh penn-da-benn, daveenn ebet, arguzenn doull, ha kammster ouzhpenn (j'en vois qui sont pas là !) – demat, al labour skiantel ; un droienn bersonel c'hoazh an "demat-se", ur seurt sinatur; »
sinadur, mar plij ganeoc'h, Aotrou Reizher DBFMM. Tagadenn ad hominem adarre, hep prouenn ebet evel-just. Petra zo da brouiñ, a-hend-all ? E vefen-me un den dic'houest a zeufe da rambreal gwech ha gwech all er Wiki brezhonek ? Met, paourkaezh den, te a vez atav o rambreal amañ ! Ur vezh !
  • « evel-just e vank gerioù e forzh pe c'heriadur : amañ e vimp a-du da vihanañ, ha gant piv e vo difennet lavarout pere, ganit? »
Met, pebezh goulenn ! Gant piv e vefe savet listenn an 30 000+ a c'herioù n'emaint ket e DBFMM ? Ganit ? Ha prest out da glokaat labour Martial, gant da c'heriaoueg He-Hu ? Ur vezh !
  • « zoken e Le grand Robert de la langue française gant e 80 000 ger, ar pezh a zo tremen 30 000 dreist DFBMM ; bev eo ar galleg hag ar brezhoneg, ur geriadur n'eo nemet un asked eus e vare : met piv a lar ar c'hontrol? lavaret teus uheloc'h e vo atav diglok pep geriadur, e ne vern pe yezh ... »
???!! Dres ar pezh a savez eneptañ, pa grogez da sevel listenn ar gerioù a vank e DFBMM !! Petra 'vank dit ?... Un empenn ?... Pebezh arguzenn ! Ur vezh !
  • « Emañ aozer ar pennad o klask distroadañ labour Martial Ménard tamm-ha-tamm: ali personel dizanv, pegen kalonek! Ha pa "vankfe " dek pe kant ger ennañ, ne welan ket penaos e c'hallfed distroadañ ur geriadur biken, dreist-holl unan mat, ret eo bezañ mat da stagañ evit kontañ drocherezh evel-se; »
Evel pa vije "Bianchi-Bihan" un anv ha n'eo ket un dec'hanvenn ! Ur vezh ! Ha pilpouserezh da heul : meur a wech er Wiki-mañ ez out savet enep gerioù a zeu diwar DFBMM, evel amañ, ha c'hoazh ur wech dre arguzennoù toull... Ur vezh !
  • «  ha divezh e laka geriaoueg Hemon-Huon e-tal gwellañ geriadur galleg-brezhoneg a zo bet biskoazh abaoe hini R. Le Gléau ! : pep hini a laka al levrioù tal ouzh tal pe revr ouzh revr evel ma kar; amañ, en un holloueziadur ar pezh a gont eo an arguzennoù, gant tud a zo gouest da gaozeal, n'eo ket an diboellegezh ; »
Ne c'haller ket, pa vezer onest, lakaat ur c'heriaoueg evel hini Hemon-Huon e-tal ur geriadur evel DBFMM, anat da gement den skiant-vat ennañ. Komz eus arguzennoù en degouezh-se : ur vezh ! Hag un trede tagadenn ad hominem : ur vezh !
  • « Seul ziveshoc'h c'hoazh a-c'houde obidoù Martial Ménard – ne oar ket ar "buruteller" ober gant ur geriadur gwirion : "obidoù" zo e DFBMM, evel-just, p. 933-a ; ur ger relijiel eo funérailles, unan lik eo obsèques... Ur vezh, pa lavaran ! Trelaterezh rik : en un geriadur hag en un holloueziadur e kaver gerioù relijiel ivez. Goude-se, ar ger "buruteller" ne zere ket : ar burutellerezh, a zo arguzennerezh (ar pezh a glaskez-te ober marteze) evit prouiñ un dra bennak... N'eo ket eus se ez eus kaoz amañ: ur ger a vank, pe ne vank ket, netra ken ... »
Ac'ha ! Met ur fazi bras, pa venner komz eus gerioù, eo droukveskañ ar ster relijiel hag ar ster lik, evel-just ; Martial en devoa gouezet diforc'hañ etre an daou, pa n'eus ger brezhonek ebet testeniekaet evit funérailles ez-resis... Kentelioù post-mortem ac'h eus da gaout digantañ, 'm eus aon... met kendalc'h 'ta da c'hoari da damm kelenner c'hwezhet, me ne vin ket touellet ganit pa ne gomprenez mann ebet, anat din : n'eus ket da sevel listenn ar gerioù a vank en ur geriadur, pa ouzer petra zo eus ur geriadur ! P'emaout ganti, ha klasket ec'h eus sevel ar gerioù a vank e Hemon-Huon, just evit ar fun, e-tal DFBMM ? Plijadur az po o kleuziañ da erv a-dreuz ! Ha c'hoazh un tagadenn ad hominem diganit, paour kaezh... Ur vezh eo da dro-spered ha da emzalc'h !

A-boan ur sizhunvezh er Wikipedia brezhonek, pa oan bet aliet e Lanrelaz gant unan eus kengañvidi obidoù Martial da vont d'ober ur sell, ha gwiriekaet brud fall ar Wiki-mañ : ur bern fedoù diwir, brezhoneg laosk, Bianchi-Bihan o ren, o skrivañ forzh petra hag o tagañ kement den a gred kavout abeg en e zegasadennoù niverus met dister... Ur vezh !
Sell, gwrac'h vat zo ac'hanon : kinnig a ran dit diverkañ da vrud fall da vat ha da viken dre gemmañ da zerc'hanvenn e Kelkonar Lotordur ; liv ar Vikinged zo warnañ, peogwir ez out ur preizher tagus. Hag a-du emaon da zigeriñ ur gont just evit sevel da bajenn dit-te a vo gwelloc'h eget forzh pe bajenn all, evel-just : gwelet em eus da bajenn, gant he fougaserezh truezus... Ur vezh !
... Hag amañ a-uc'h : « neb a glask a gav » da respont d'ur goulenn evit daveoù... Kenavo ar vezh all ! -- 90.32.165.66 24 Gwe 2016 da 20:30 (UTC)Respont

Atav ar memes tagadennoù personel ganit abaoe bloavezhioù ... ne lennez ket ar pezh zo skrivet, ne gomprenez nemet pezh a garez, distummañ a rez gerioù ar re all... Er gasoni ar yec'hed?

HEUGUS ! AR VEZH WARNOC'H HO-TAOU ! N'HO PEUS KET DOUJAÑS OUZH KOUN MARTIAL MÉNARD ?????!!!!! PAOUEZIT, MAR PLIJ GANEOC'H !--Prieladkozh (kaozeal) 25 Gwe 2016 da 09:36 (UTC)Respont

Levr kemmañ

Setu ur pennad zo kroget da sevel pell zo, diwar-benn ul levr, evel meur a bennad all er wikipedia. Tud zo a glask komz eus al levr, hag eus gerioù : ar re a zo el levr, hag ar re n'emaint ket. Evel er pennadoù all diwar-benn geriadurioù : Geriadur_ar_Gonideg da skouer. Tud all zo o klask kaozeal eus traoù all, en ur guzhat piv int, hag o lakaat o c'hasoni dreist pep tra. Doujañs zo dleet d'an holl dud, ha pep den a c'hall lenn pep skrid ha gwelout petra zo ennañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Gwe 2016 da 12:37 (UTC)Respont

N'eo ket ar wech kentañ ma vo pedet an itron Laoskentez da verennañ ouzh taol an itron Kasoni...--Prieladkozh (kaozeal) 25 Gwe 2016 da 13:19 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Dictionnaire français-breton (Martial Ménard)".