Kaozeal:Dilastezer
Dilastezer, diastuzer pe astuzlazher?
Demat. C'hoant em boa gouzout e pe geriadur e oa bet kavet ar ger "dilastezer" evit "pesticide" e galleg, peogwir e gavan me "diastuzer" gant an ofis ha gant Martial Menard, "astuzlazher" gant Preder. ha louzoù-amprevaned gant Favereau. Trugarez deoc'h..
- Diastuzer ivez e Brezhoneg21 (Kreizenn Geriaouiñ Diwan). --Llydawr (kaozeal) 17 Mae 2017 da 06:38 (UTC)
Kavet em eus a benn ar fin "dilastezer" e barzh geriadur Cornillet. D'am soñj e vije mat, ha pa vefe miret "dilastezer" evel titl d'ar pennad (pe get, dre ma seblant bezañ "diastuzer" ar ger a vez kavet an aliesañ er geriadurioù a vremañ), ec'h adkasfe "diastuzer" war ar pennad mañ. Nevez war wikipedia ha neuze n'ouzan ket ober kemend all c'hoazh, neuze ma ez eus unan bennak a c'hellfe en ober e vije un dra vat. A hend all e klaskin en ober memestra ma n'eus den ebet a'z afe a-enep. --Lugudu (kaozeal) 17 Mae 2017 da 19:24 (UTC)
A-du, gwelloc'h lakaat diastuzer e titl ar pennad peogwir emañ e tost holl ar geriadurioù. Ma klasker rannañ ar gerioù : ar ger generek eo diastuzer, ha goude e kavomp :
- diamprevaner, a-enep an amprevaned
- fouelazher (kavet e Termofis) (fongicide), a-enep ar fungi
- dilouzaouer, a-enep al louzoù
- parasiticide ?
- nematicide ?
- molluscicide ?
- avicide ? (a-enep an evned)
- rodenticide? (a-enep ar c'hrignerien)
- bactericide ? hag all, hag all. --Arko (kaozeal) 28 Meu 2021 da 10:46 (UTC)