Kaozeal:Dirke
Ha perak ket "Dirka" (< Δίρκ'η) evel "Andromaka" (< Ἀνδρομάχη). Un erbedenn e c'hellfe bezañ neuze: ober gant stumm ar nominativel atav evel stumm diazez, koulz evit an anvioù gourel ha benel, en ur verzhonekaat an "dibenn ger" (koulz lâret...) -η > -a. Petra a soñjit tudoù? Ur gammedenn a-raok war an hent-mañ e vefe ma vefe tu da vezañ degemeret ar boaz-mañ evel erbedenn. --Neal (Kaozeal) 14 Gen 2007 da 09:24 (UTC)
Sellet em boa penaos e oa e saozneg hag e galleg, ha kavet em boa fur ober evelte. Bianchi-Bihan 14 Gen 2007 da 09:33 (UTC)
ya, posubl eo ne lâran ket. N'ec'h eus ket graet evel-se atav koulskoude gant an holl anvioù all. Bez' e c'heller e brezhoneg ober gant stummoù all mar vez ezhomm evit bezañ poelloc'h, a lâret eo ober gant an hevelep reolenn atav - neuze e vefe aezetoc'h da c'hoût pe hini e rankfe bezañ stumm brezhonekaet un anv dre sellet ouzh ar stumm gresianek orin hep rankout goût penaos e vez graet eus an anv-se e saozneg, e galleg h.a. Ouzhpenn-se, ma n'eus reolenn sklaer evit ar brezhoneg, penaos ober pa vez graet gant stummoù disheñvel e saozneg hag e galleg (lakaomp), pe hini e rankfe talvezout da batrom neuze? A galon, ha trugarez evit bezañ respontet ken prim all. Merour (Neal) (Kaozeal) 14 Gen 2007 da 09:44 (UTC)