Andromac'he
(Adkaset eus Andromaka)
Andromac'he (Ἀνδρομάχη Andromákhê e gregach), merc'h da Eetion, roue Kilikia Troas, ha c'hoar da b-Podes, a oa gwreg Hektor. Lazhet he gwaz gant Ac'hilleüs, e wel an tan o pulluc'hañ kêr Troia. Roet e voe da Neoptolemos (pe Pyrrhos), mab Ac'hilleüs, a lazhas he mab, hag a gasas anezhi gantañ da Epeiros, e vro, da zimeziñ ganti, ha war un dro Helenos, breur Hektor, evel sklav.
Helenos, breur d'he gwaz kentañ, a voe he zrede gwaz. Roue Epeiros e voe ha hi, rouanez gantañ, a reas sevel ur monumant bras e koun Hektor.
Digant he gwaz kentañ he doe Astyanaks. Digant an eil he doe Molossos, Pielos ha Pergamos, ha digant an trede Kestrinos.
El lennegezh
kemmañ- Douget e vez bri da Andromac'he evel skouer uhelañ ar gwragez hag ar mammoù. Ganti eo bet awenet barzhed ha skrivagnerien ar c'hoariva : Euripides, Vergilius, Jean Racine, war-lerc'h Homeros evel-just.
- Meneg zo anezhi e pezh-c'hoari William Shakespeare Troilus and Cressida.