Kaozeal:Diroll ar Menez

Evezhiadenn diwezhañ: 4 bloaz zo gant Ch. Rogel

Implijet eo bet Diroll ar Menez tu bennak? mat e vije merkaén pelec'h neuze. A-hend-all e vefe ret mirout an anv orin; Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Du 2020 da 14:04 (UTC)Respont

*diazlevr = deizlevr ? • An ISBN 978-2-906790-22-3 n'eus ket anezhi neblec'h evit doare. — 109.218.129.173 21 Du 2020 da 15:32 (UTC)Respont

Displegadenn war ditl ar bajenn :
Kavet e vez e-barzh buhezskrid an Tad Séjourné ur chabistr XVIII, dezhañ 21 p., hag a zo bet titlet "L'Iniquité de la Montagne". War a seblant e adkemer an anv roet e latin gant an Tad Maner. Troet em eus iniquité gant diroll ha ne welan ket peseurt ger a c'hellfe bezañ resisoc'h. Mysteria iniquitatis a weler en dornskrid Roazhon a dalvez evit Arvestoù diroll, ha n'eo nemet un deskrivadur devoudeloc'h. Cf. Geriadur Gaffiot iniquitas = débauche. N'eo ket deuet deizlevr latin ar misionoù er-maezh c'hoazh (sañset e vo embanet a-raok dibenn ar bloazh). Kavet em eus an ISBN war lec'hienn an CRBC. Da vezañ gwiriet a-benn nebeut. --Ch. Rogel (kaozeal) 23 Du 2020 da 16:51 (UTC)Respont

Ret eo lakaat an titl orin pa n'eo ket bet troet al levr e brezhoneg; peurvuiañ e vez sentet ouzh ar reolenn-se amañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Du 2020 da 16:54 (UTC)Respont

P'eo titl ur chabistr nemetken ha pa gaver un doare all en un destenn all, ne welan perak e tinac'hfed implij hor yezh. Sur e veze lavaret diroll(où) ar Menez war al lec'h. Pouezusoc'h ar pezh a lavare ar vrezhonegerien eget ar visionerienn c'hallekaet. --Ch. Rogel (kaozeal) 24 Du 2020 da 22:13 (UTC)Respont


  • iniquitas = « débauche » ? Gwelit Gaffiot. Kavet : 23/11/2020.

Ya, vat ! Ster rik ar ger "iniquité" e doareoù gallek ar Bibl ivez. --Ch. Rogel (kaozeal) 24 Du 2020 da 22:13 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Diroll ar Menez".