Diroll ar Menez

Recycle002.svg
Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.

Diroll ar Menez (Mysteria iniquitatis. La Montagne) eo an darvoudoù ankristen deskrivet gant an Tad Juluan Maner en e zeizlevr ar misionoù skrivet e latin gantañ e 1672. E Levraoueg-kêr Roazhon ez eus un dornskrid gallek dizanv ha deiziet d'ar 7 a viz Du 1752 hag a zo un eiladenn eus un dornlevr evit ar c'hofesour pa vije oc'h atersiñ feizidi ar gredenn en doa diskoachet an tad jezuist. Lakaet eo bet ar gerioù latin "Mysteria iniquitatis" da ditl pajenn diwezhañ an dornskrid-se e-lec'h ma kaver 25 linenn latin o tastum ar pezh a ouied diwar-benn an "iniquitas" (diroll) c'hoarvezet e menezioù kreiz Breizh[1].

Danevell an Tad ManerAozañ

Degouezhioù er menezioùAozañ

En e deizlevr ar misionoù e kont an Tad Maner e kejas e Sant-Wenn gant un den yaouank pa oa o prezegenniñ ur mision e dibenn ar bloaz 1649. Hemañ a lavare e voe heskinet gant un aozadur kevrinus en doa dilezet. Er vro-se e veze dalc'het bodadegoù noz e-kreiz al lanneier digenvez. Eno en em dolpe engroezioù a dud trouzus dindan sklerijenn luc'hel ar bodoù-tan o c'hoari c'hoarioù chañs hag o tañsal tro-dro d'un tron alaouret ma veze kludet un ["[euzhvil]] orollus" warnañ. Pep den a dlee dont evit touiñ e chomfe feal dezhañ hag e promete an eürusted buhez-pad. Ret e veze e azeuliñ, pokañ dezhañ en ur doare hudur, en em reiñ korf hag ene dezhañ. Evit kaout an droed da vont er fest e veze goulennet ma vefe dinac'het ar feiz kristen hag ar vadeziant. Resevet en doa an den yaouank ur merk andiverkadus war e gilpenn ha tennet e voe ur banne gwad eus ur biz dezhañ evit skrivañ e anv e-barzh ul levr du. Dimezet e veze ar baotred gant plac'hed du gant treid divalav hag an dimezelled gant tudjentiled vil hag e veze gastaouet gant an holl. Meneget ez eus ul lec'h bodadegoù boas e-kreiz al lanneier, "ar Seizh Hent war harzoù eskopti Gwened". Anv zo ivez eus Mur ha Boulvriag.

Hervez danevell latin Juluan Maner, hemañ a lakaas war wel, e-pad ar c'hofezioù, ne veze ket darempredet ar sabatoù gant un niver bihan a dud evel ma krede lod, met gant ur bobl a dud. Dont a rae pep stad ar gevredigezh, ken en em gave asambles gwazed, maouezed, plac'hed ha bugale gouestlet d'an Diaoul, a-raok bezañ bet ganet, a-wezhoù, gant o c'herent. Tudjentiled a geje ouzh tud a renk izel, pa oa kaoz eus beleien ha leaned ivez.

Oberoù ar visionerienAozañ

Anv ez eus eus un diaoul a laka pep den deuet da lec'h ar sabat da sentiñ ouzh e volontez. Dre vras e weler taolenn voutin ar sabatoù, met e pouezas ar misioner war al lidoù dindan an amzer ha e c'hellfent bezañ bet lidoù sevenet a-gozh ha treuzdeskrivet [2]. Er c'hofezioù e selaouas an Tad Maner hiniennoù a anzavas ma oant bet broudet da vont da gofez gant ur weledigezh bozitivel, met darn anezho a lavar ma 'z int bet diheñchet "ugent gwezh" pa oant o tont davetañ dre weledigezhioù hirisus.
E deizlevr an tad misioner e weler, eus un tu, ar veleien digalonekaet gant tud distroet d'o blegoù kozh hag, eus un tu all, an amdroadurioù d'ar vuhez kristen dre sikour "Maria, ar Werc'hez santel" pe sant Kaourintin. Kontañ a ra ivez ma tarzhas un arnev gant luc'hed ha kurun pa oa "Priñs an Deñvalijenn" o prezegenniñ ha gweledigezh an aeled o huchal : "Diaouloù an Ifern, petra emaoc'h oc'h ober amañ ? Piv en deus roet deoc'h ar beli war an dud-se ? ." Tec'het voe an diaouloù o yudal "ken e seblante an douar bezañ o vrallañ". Hag e lavaras an aeled da "sklaved Satan" : "Grit pinijenn..." ha kit da welet ar visionerien a zo deuet er bastell-vro evit ma 'z eoc'h da gofez. Menegiñ a ra m'o deus broudet gweledigezh an aeled amdroadur meur a arvester.
E Goraiz 1650, nebeud amzer goude an dizoloadenn, hervez kont ar misioner, e voe savet un itrik gant pevar den evit e lazhañ gant goafoù, met ne zeujont ket a-benn ha n'ouzer ket perak. Meneget eo penn ar sinagogenn a ginnig dibab etre daou ouel evit deiz an torfed ha koulskoude n'eus ket anv eus un aozadur bennak[3].
Ur beleg, "unan eus an hardisañ izili ar sektenn", en doe roet "ur melezour achantet" d'ur gwrac'h kozh a gredas lazhañ ar visionerien Maner ha Bernard dre forzh broudañ o skeudennoù gant ur spilhenn. Daou bloavezh goude e kejas an daou visioner d'ar vaouez-se hag e voe-hi estonet o anavezout dre ar skeudenn m'he doe merzet. Kendrec'het ne voe aet da benn an hud hounnez a zeuas d'ar relijion en-dro hep degemer an tri skoed a voe kinniget dezhi gant an drougyoulidi[4].

Enepargadenn relijielAozañ

Hervez buhezskrid an Tad Séjourné ne c'houlennas ket Juluan Maner harp lez-varn relijiel an Inkizision evit kavout an difeizourien, met e implijas ar c'hofezioù a goulennet da bep parrezian pa teue ur strollad beleien visionourien e pep korn Breizh a-bezh e hanter ar XVIIvet kantved[5] Stagañ a reas Juluan Maner da vezañ gouest da gompren petra a c'hoarveze ha penaos pourvezañ armoù speredel an enepargadenn. Pa kave dezhañ e oa ar gweledigezhioù (pe huñvreoù) fall e savas hentenn an atersiñ start, ul levr pened hep menegoù ar pinijennoù, e implijas anezhi er misionoù. Sachañ a reas ouzh e gostez an eskibien dre emgavioù hir (pemp deiz e 1657 e Landreger gant eskob Treger, Balthazar Grangier) hag hemañ a c'houlennas ma vi aprouet gant douenoniourien e Pariz e 1658.
Dre daou hent evit sachañ an dud da arvestiñ ouzh ar vodadeg disakr a zo bet digemmet gant ar misioner :

  • Ambrouget ez int war eeun gant un den
  • Huñvreoù a zeu dezho ma santont drezo petra vo graet er vodadeg ganto ha e klaskint hen ober e gwir

Hervez an deizlevr e voe ret d'ar visionerien komz war grasoù ar Werc'hez Mari, lakaat ar feizourien da zibunañ ar Rozera ha goulenn harp ar Sent, Santez Anna ha Sant Kaourintin (e parrezioù Kerne, kazi sur). Hervez ar misioner e responte an DDiaoul prezegenner en ur tagañ ar sent-se hag ar visionerien asambles.

Dornskrid Levraoueg-kêr RoazhonAozañ

An hentenn atersiñAozañ

Ur c'hantved goude dizoloadenn Diroll ar Menez gant Juluan Maner e voe ezhomm da dud Iliz Breizh zo kemer ar boan eilañ dornlevr kofez ar misionour, ar pezh a c'hell talvezout e veze implijet ingal c'hoazh.
En derou an dornskrid e lenner un deskrivadenn verr eus ar darvoudoù da vezañ klasket gant ar c'hofesour warno :

Ar pezh a zo anvet amañ Menez a zo ur c'hehenterezh gant an Diaoul a c'houlenn drezañ ma azeuler anezhañ en ur bokañ e dreid, m'en em reer korf ha ene dezhañ ha ma tisakrer ar pezh a zo sakrañ gant aktoù eus an difeizusañ hag evit d'ho paeañ e adro plijadurioù diroll d'an dud… Kavet eo bet ar ger-se, Menez, evit talvezout an huñvre ma vez azeulet an diaoul drezañ pe evit ma ne gouezer eus petra a gomz ar gofesourien en o emziviz, pe dre an abeg ma vije graet sabat ar sorserien pe an hudourien, eus outañ e c'heller krediñ e vije an holl o deus anavezet pe divinet an traou kuzh a vije sorserien pe hudourien, ha n'eo ket gwi tamm ebet. Azeulerien skeudenn an diaoul muioc'h eget sorserien a dleer ober anezho.

Ar diverradur latinAozañ

E dibenn an dornskrid latin m'eo bet eilet dornlevr ar c'hofesour e kaver 25 linenn gant kalz a anvioù-kadarn ha nebeud verboù. Titlet eo Mysteria iniquitatis (Misterioù an diroll pe Arvestoù an diroll), ar pez a ziskouez ma roe pennoù an Iliz ur pouez bras-tre da emvodoù war al lanneier ha n'eus anv ebet eus un enepiliz. Seblantout a ra bezañ bet aozet evit deskrivañ gant an nebeutañ gerioù ma c'heller implij an anadennoù degouezhet e pastell-vro ar Menez. Hir eo roll an darvoudoù a veze difeiz ha disakr hervez reolennoù

DeveizadurAozañ

Oberiant e voe Juluan Maner e diwezh ar mare ma voe hetaet, barnet ha kondaonet d'ar marv miliadoù sorserien ha sorserezed, met ne zeskriv ket seurt tud e penn an diroll. Seurt troioù-chase ne voe ket gwelet e Breizh. Koulskoude, e Sant-Wenn, selaouet e doe "un den yaouank a lavare ma voe heskinet ha gourdrouzet da vezañ kaset d'ar marv gant ur gevredigezh gevrinus m'en doe dilizet…". Muioc'h c'hoazh ma vez anv un diaoul prezegenner e spurmanter un "diaoul hiniennel ha boazidi sinagogen an Diaoul" o tont evit heskinañ an traitour. Kalz a draou boutin e sabatoù ar sorserien pe sorserezed a gaver e deskrivadur sabatoù ar Menez (diaoul, banvezioù, dañsoù, pokañ d'an diaoul, gadaliezh…). Kalz eus an ebatoù a vez gwelet anezho e-doug festoù ar bobl erfin.
Dont a reas Juluan Maner a-benn da gendrec'hiñ pennoù an Iliz katolik ober gant un hentenn atersiñ evit lakaat an diskreded a zizivouderezh da anzavout ha da zinac'h o c'hredennoù. Hetaet e veze ar brotestanted o doa gounezet bezañ mistri e darn ar riezoù e Norzh ha Reter Europa. Ar seurt disivouderien a voe moustret en ur harpañ war lezioù-barn gant barnerien relijiel arbennigour, lezvarn an Inkizision krouet gant ar Pab e 1213. Pa veze diskoachet disivouderien (tud bet kristen nemetken) en ur bastell-vro bennak e embanned ma vijent disklaeriet gant pep den a ouie traou kuzh.
Diskouez a ra an Tad Séjourné, ne voe ket heuliet ar prozsezadur-se gant asant eskibien Kerne, Gwened ha Sant-Brieg. E-lec'h klask an dud e veze desachet an holl barrezianiz da gofes ha da anzav ar pezh o doa graet pe welet er-maezh eus deskadurezh an Iliz katolik. N'eo ket sklaer perak e krede an Tad Maner e oa posubl distreiñ darnvuiañ an deñved dianket hep nep redi.
Un dislavar a c'hell bezañ kavet pa ne ra ket Juluan Maner war-dro an diroll lakaet war wel evel ma vefe renet gant un aozadur ha ne fell ket dezhañ gervel sikour ar pennadurezhioù, padal e veneg tud o heskinañ an den yaouank hag ur penn ar sinagogenn ouzhpenn.

LevrlennadurezhAozañ

  • Antoine Boschet, Le parfait missionnaire ou Vie du R.P. Julien Maunoir de la Compagnie de Jésus, missionnaire en Bretagne, Lyon, Périsse, 1834.
  • Xavier-Auguste Séjourné, Histoire du vénérable serviteur de Dieu, Julien Maunoir (1606-1683), S. J., Oudin, 1895.
  • Gwenc'hlan Le Scouëzec, la tradition des druides, Brasparzh, Beltan, 2002, p. p. 79-84.(ISBN 2-9516454-3-0)
  • Fañch Morvannou, Julien Maunoir, missionnaire en Bretagne (-1648), levrenn 1añ, 2010.(ISBN 978-2-9529759-3-3)
  • Fañch Morvannou, Julien Maunoir, missionnaire en Bretagne, levrenn 1añ (1606-1648) hag 2l levrenn (1649-1672), 2010-2016.
  • Julien Maunoir, Journal latin des missions, troet ha kentskrivet gant Fañch Morvannou, Kemper, Société archéologique du Finistère, 2020.(ISBN 978-2-906790-22-3)

Notennoù ha daveennoùAozañ

  1. Emañ an destenn latin hag an droidigezh c'hallek savet diwarnañ e-barzh levr Gwenc'hlan ar Skouezeg, La tradition des druides, Beltan, 2001, p. p. 82-83.
  2. En em c'houlenn a rae Gwenc'hlan ar Skouezeg ha ne c'hellfe ket bezañ bet lidoù ragistorel pe gelt.
  3. Journal latin des missions, bloavezh 1650.
  4. Kontet an daou itrik-se gant an Ao. Séjourné, e-barzh buhezskrid, 1895.
  5. War-dro 1615 en doe kroget gant ar misionoù e Bro-Gerne Mikael an Noblez hag e ledanas Juluan Maner anezho war Breizh a-bezh etre 1650 ha 1672. Hervez an Tad Séjourné ez eas da brezegenniñ war-dro 350 mision hag e embanne ar pennmisioner labourat gant 300 beleg ha eskibien Gwened, Kemper ha Sant-Brieg.