Kaozeal:Egor

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Yggdrasill e kaozeadenn Gerioù skiantel

Gerioù skiantel

kemmañ

Ret e vefe din skoazell evit treiñ gerioù skiantel 'zo !

Implijet em eus ar gerioù "troposferenn", "stratosferenn", "mezosferenn", "termosferenn" hag "eksosferenn" peogwir eo anezhañ ar ger "sferenn", ha kavet em eus war wikipedia "eksoplanedenn". Met poan am eus da dreiñ ar ger "héliopause". Skrivet em eus "heliopoz" met ne son ket se brezhoneg-tre !! Idem evit "turbopoz"...

Ouzhpenn-se ul "loarenn" zo ur "satellite naturel". Penaos treiñ "satellite artificiel" ? "Satellit" am boa kavet er geriadur met ne blij ket din !

Hag er fin, krouet em eus an anv-gwan "kreizhoal" evit kontrol "kreiztec'h" am boa kavet er preder. Hag-eñ e seblant deoc'h reizh ?

Trugarez evit ho skoazell. Skrivañ a rin ar pennad hag ar rummad "korf-oabl" war-lec'h. Ha marteze "materi ha gremm du" ivez ma'm bez amzer !


YggdrasiLL (+kaozeadenn) 29 Eos 2007 da 03:04 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Egor".