Kaozeal:Emgann Crecganford

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Kadwalan

Kavout a ra din ez eo forc'hellek an droidigezh un tamm. Setu am eus kavet a-drugarez d'ar raktres Gutenberg :

"A.D. 457. This year Hengest and Esc fought with the Britons on the spot that is called Crayford, and there slew four thousand men. The Britons then forsook the land of Kent, and in great consternation fled to London."

Da geñveriañ gant an droidigezh roet kent er pennad :

"Neuze e stourmas Hengest hag Æsc gant ar vrezhoned en ul lec'h añvet Crecganford. Eno e lazhjont peder bagad. Dilezel a rejont Brezhoned Kent ha war-du Londrez e tec'hjont kuit. "

Setu perak en eil frazenn e skrivfen kentoc'h  : "Dilezet e voe Bro-Gent gant ar Vrezhoned ha, mantret, war-du Londrez e tec'hjont kuit." --Kadwalan 4 Meu 2007 da 13:45 (UTC)Respont

Ya, gwir eo. Kemeret am eus an droidigezh digant ul lec'hienn diwar-benn Vortigern met an destenn hensaoznek a lar "4000 a dud" (ur sifr faltazius eo, avat). Ne c'heler ket komz a "saozon" er Vvet kantved, avat. An alouberien a berc'henne da deir fobl distag : an angled, ar saksoned hag ar juted. --Damien Perrotin 4 Meu 2007 da 15:18 (UTC)Respont

Ya, un doare da gaozeal dre skeudennoù an hini eo : bagad a dalvez moarvat evit bagadoù mil a dud, da lâret eo e komzer eus kalz tud pa reer anv eus 4 bagad. Geo avat , Saozon a vez graet eus ar "Saxon" e brezhoneg. Ne vez ket graet saozon eus an holl avat. Emañ ar wirionez ganit : Angled, Saozon ha Juted eo anv an teir fobl o doa aloubet Breizh-Veur.

Lenn da skouer : "... ez eo ... Breyz-meur ... aet gant an Sauxon" e L'ancien Mystère de Saint Gwénolé, e krennvrezhoneg, embannet gant E. Ernault e 1940, p. 172

Saozon a vez graet ivez eus ar bobl a gaver hiziv e Bro-Saoz (s.o. Geriadur an Here). --Kadwalan 4 Meu 2007 da 17:13 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Emgann Crecganford".