Emgann Crecganford zo un emgann mojennel hag a vije c'hoarvezet e 457, ma oa enebet ar Vrezhoned dindan Vortigern ouzh ar Saksoned renet gant Hengist.

Emgann Crecganford

Maread 457 (?)
Lec'h Crayford (?), hiziv e Bro-Saoz
Disoc'h Trec'h ar Saozon
Emgannerien
BrezhonedSaozon
Pennoù-brezel
VortigernHengist
Æsc
Niver a emgannerien
DianavDianav
Kolloù
DianavDianav

N'eo anavezet an emgann nemet dre un arroudenn eus ar C'hronik angl-ha-saoz :

Her Hengest 7 Æsc fuhton wiþ Brettas in þære stowe þe is gecueden Crecganford 7 þær ofslogon .iiiim. wera, 7 þa Brettas þa forleton Centlond 7 mid micle ege flugon to Lundenbyrg.
"Neuze e stourmas Hengest hag Æsc gant ar vrezhoned en ul lec'h anvet Crecganford. Eno e lazhjont 4 000 a dud. Dilezet e voe Bro-Gent gant ar Vrezhoned ha, mantret, war-du Londrez e tec'hjont kuit."

Trec'h e voe ar Saksoned war a seblant, ha barrek e voent da zerc'hel Rouantelezh Kent betek Emgann Wippedesfleot e 465. Un emgann-difenn e oa, avat, hervez John Morris (Piv eo ?), rak c'hwitet e oa bet an argadeg saoz war-du Londrez dija en Emgann Aegelesthrep.