Emgann Aegelesthrep
En emgann Aegelesthrep en em gannas ar Vrezhoned ouzh ar Saozon. N'eo anavezet nemet dre un arroudenn eus ar C'hronik angl-ha-saoz :
Emgann Aegelesthrep | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
<br\> | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Brezhoned | Saozon | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Vortigern | Hengist Horsa† | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Dianav | Dianav | ||||||
Kolloù | |||||||
Katigern | Horsa |
- Her Hengest 7 Horsa fuhton wiþ Wyrtgeorne þam cyninge, in þære stowe þe is gecueden Agælesþrep, 7 his broþur Horsan man ofslog; 7 æfter þam Hengest feng to rice 7 Æsc his sunu.
- Aze e stourmas Hengest ha Horsa ouzh ar roue Vortigern el lec'h anvet Agælesþrep. Lazhet e voe e vreur Horsa. Goude-se e kemeras Hengest ar rouantelezh gant e vab Aesc.
Ne lar ket ar C'hronik piv a c'hounezas met Nennius a veneg un emgann c'hoarvezet en ul lec'h a oa Rithergabail e anv, ma vije bet lazhet Horsa. Ne spisa ket kennebeut piv a voe trec'h met hervezañ e voe gounezet ar brezel gant ar Vrezhoned.
- 49.secundum bellum super uadum, quod dicitur in lingua eorum episford, in nostra autem lingua rithergabail, et ibi cecidit hors cum filio guorthigirni, cuius nomen erat categirn
- An eil er roudouz a c'halver en o yezh episford met en hon hini rithergabail, ha du-se e kouezhas Horsa gant ur mab da Vortigern, a oa e anv Katigern
Hervez John Morris e oa an emgann-se un darn eus un argadeg saoz war-du Londrez. Harpet e voe, war a seblant, daoust ma ne voe ket peurdrec'het Hengist rak barrek e voe da faezhañ ul lu brezhon bloaz diwezhatoc'h en Emgann Crecganford.
DaveoùAozañ
- The Age of Arthur : A History of the British Isles from 930 to 650, John Morris, Weidenfeld & Nicholson, London, 1993
Emgannoù an Emsavidigezh Sakson | ||
Aegelesthrep | Crecganford | Wippedesfleot |