Klasket m'eus reizhañ un nebeud a draou en doare kentañ, met labour a zo evit kempen ar pennad-mañ. Ne weler mat peseurt menozioù a ya gant pep a varevezh an Emsav. Ouzhpenn-se ne weler ket mat perak an divizoù kemeret gant Diwan o-deus bet, sañset, ur pouez politikel. An diviz war ar peurunvan a zo bet votet e 1980 war a gredan, met n'eus netra da welout gant emdroad an Emsav (a zo chomet berr e venozioù hag a chom c'hoazh). NB : n'eus ket ezhomm eus ar ger-mell evit titloù ar pennadoù (Titl pennad Eil Emsav ha n'eo ket An Eil Emsav) pa c'heller ober gantañ e korf ar pennadoù.
Ch. Rogel 27 Aug 2005 à 21:16 (UTC)

s.o./kendeuziñ

kemmañ

Trede Emsav & 1945-1976

Graet 'm eus anv eus an divyezhegezh e istor an emsav dre ma seblant merkan un emdroadur a glot gant dizeriadur ar spered broadel : ent-fetis e sonj din e verk kealiadurezh an "divyezhegezh" un troc'h a-bouez e istor an emsav : adalek ar poent-se n'eo ket mui gwir al lavarennoù "Hep brezhoneg Breizh ebet" hogen "hep brezhoneg ha galleg Breizh ebet". T. Gwilhmod

Distreiñ d'ar bajenn "Emsav".