Kaozeal:Emzifenn Sokrates (Platon)

Evezhiadenn diwezhañ: 7 vloaz zo gant Po'low

Direizh eo treiñ apologia e-giz « meulidigezh ». Retorik an Henamzer a rae un diforc'h sklaer etre an enkomion (meulidigezh) hag an apologia. Evit apologia, Alan Botrel, o treiñ È alèthinè apologia tou Sokratè gant Kostas Varnalis, a ginnig « amzifenn », sañset « evit mirout a gemmeskañ gant "emzifenn" » (Amzifenn gwirion Sokrates, Mouladurioù Hor Yezh, 2002, p. 84). Ne welan ket mat pelec'h emañ an dalc'h. Hag e vefe diouzh ret « emzifenn dre nerzh » eus « emzifenn » ? Arabat ankouaat ne oa ket eus an alvokaded e lezvarn Aten : e-unan e tlee an den tamallet dibunañ e brezegenn a-benn en em zifenn.
Kinnig a ran eta adenvel ar pennad e-giz Emzifenn Sokrates (Platon) gant na vo enebiezh ebet ken, lâromp, deiz kentañ ar bloaz a zeu… Ouzhpennañ a rin « (Platon) » peogwir ez eus ur skrid gant ar memes titl gant Ksenofon. Po'low (kaozeal)

• Resisoc'h c'hoazh e vefe Plede Sokrates (Platon) peogwir ez eo troidigezh rik Απολογία Σωκράτους (Πλάτων) -- 90.32.240.94 18 Kzu 2016 da 17:50 (UTC)Respont
Gwelloc'h e kavan « emzifenn » koulskoude, abalamour da vennozh an « em- » na zeu ket war wel gant « plede » peogwir ar plede a c'hell bezañ dibunet gant unan bennak evit sikour unan bennak all… Po'low (kaozeal) 13 Gen 2017 da 18:32 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Emzifenn Sokrates (Platon)".