Kaozeal:Enez Onza
Lamet em eus « 64 devezh-arat zo dindani. » ; 1 devezh-arat = war-dro 5000 m², da lâret eo 1/2 hektar ; war-dro 32 hektar zo dindan an enez eta ? 64 devezh-arat zo enni eo ar stumm reizh, met perak ober gant devezhioù-arat a-zivout ur vent douaroniel ?90.32.114.213 16 Ebr 2015 da 20:10 (UTC)
- "Ar park-se zo tri devezh-arat dindanañ : tri devezh-arat ouzh e ober" a lenner e Geriadur Brezhoneg an Here (p. 319). --Llydawr (kaozeal) 16 Ebr 2015 da 20:58 (UTC)
N'hall ket Edgarig Welcomat gouzout pep tra, daoust ma plij dezhañ c'hoari e damm kentelier. 86.214.174.15 17 Ebr 2015 da 06:41 (UTC)
Lamet em eus al liamm etrewiki giz kozh, lakaet em eus liammoù Wikidata.
Lamet em eus perzhioù ar skeudenn vras, a oa e galizeg ha dianav d'ar Wikipedia brezhonek, na c'halle ket lakaat ar skeudenn war an tu dehou (setu perak e oa e penn ar pennad).
Gwelloc'h e vefe treiñ pep tra e brezhoneg kentoc'h eget eilañ/pegañ, kuit a gaout disoc'hoù kamm. 90.32.114.213 16 Ebr 2015 da 20:19 (UTC)
- Reizh-kenañ e oa «enni» evel-just, evel ma kaver gant Jules Gros: «Ar park-se a zo tri devezh-arat ennañ». II/98.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Ebr 2015 da 07:38 (UTC)
Adlenn mat hag e kompreni. Den ne lar n'eo ket mat enni. Met un den damguzh a gav n'eo ket mat dindani. Hag adlaket e vo dindani en desped dezhañ. Evezhiadennoù all? Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Ebr 2015 da 17:31 (UTC)
- Adlakaet en desped da emzalc'h dismegañsus (n'on ket "Edgar Wilcomat" (sic)") ha faskour 86.214.174.15 17/Bianchi-Bihan. 90.32.159.97 17 Ebr 2015 da 18:10 (UTC)
Poent Godwin gant Edgar adarre. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Ebr 2015 da 18:14 (UTC)
- N'ont ket an "Edgar" a seblantit kasaat kement, siwazh deoc'h. A-raok ingalañ poentoù Godwin e rankfec'h lenn ha kompren Fascisme/3 : Attitude autoritaire, arbitraire, violente et dictatoriale imposée par quelqu'un à un groupe quelconque, à son entourage — Larousse. Dres ar pezh a rit amañ bemdez, hervez am eus gwelet a-raok krediñ reizhañ ur pennad. Gwelet em eus ivez ez oc'h bet stanket da viken (12 kont) gant ar Wikipedia gallek evit tricherie, attaques personnelles, désorganisation de l'encyclopédie, faux-nez. Dres ar pezh a rit amañ bemdez, adarre. Ne'm eus kentel ebet da gaout diganeoc'h neuze. Pa ouezot sevel pennadoù e-lec'h o eilañ, pa ouezot eilañ ha treiñ penn-da-benn – kod hag all, gwiriañ ha reiñ daveoù, pa ouezot doujañ da reolennoù Wikipedia, pa ouezot ober gant kod wiki, pa ouezot ober labour kempenn neuze – ha kenlabourat e-lec'h klask lakaat ho soñj da lezenn dre arguzennoù toull, marteze e viot dellezek a vezañ degemeret da vat er gumuniezh daoust d'an disfiz a chomo da viken. Evit poent ne ouzit nemet postañ labour digempenn, tagañ an implijerien onest, ober fae warno, truchañ en ho "arguzennoù", klask chom mestr war ar Wikipedia brezhonek peogwir e "savit" stubs digempenn a-vil-vern ha peogwir ez oc'h gwarezet en abeg da niver bihan ar vrezhonegerien a zo gouest da sevel pennadoù a-zoare. N'eus ket ur Wikepediour ac'hanoc'h evit kement-se.
- Me ne savin pennad ebet er Wikipedia-mañ keit ha ma vo dindan ho peli. D'ar gumuniezh, mererien hag all, d'ober war ho tro, mard eus youl d'en ober.
- Tro 'm eus bet da lenn respontoù damheñvel d'ho tagadennoù, moarvat n'eus nemet "Edgared" eus an dud a sav a-enepdoc'h. Aet an holl kuit, siwazh, tud ouiziek ha dornet-mat en o zouez hervez am eus gwelet, ha mererien zoken. N'eus nemet unan a zalc'h penn, hag (h)e saludiñ a ran, pa rank bezañ kalonek evit chom sonn dirak un den a-seurt ganeoc'h.
- Evidon-me, daoust da vroud mignoned din, en ho lezan er poullad lec'hid flaerius a lakait da vougañ ar Wikipedia brezhonek. 90.32.159.97 17 Ebr 2015 da 19:31 (UTC)
Gwir eo, kalz gwelloc'h e vefe ar bed ma vefe renet ganit. War a seblant n'eus nemedout a oar petra eo ar wikipedour gwirion, ha dit e tenn moarvat. C'hoarzhin mat a vez graet ganit. 86.214.174.15 17 Ebr 2015 da 20:50 (UTC)