Kaozeal:Enez ar Reünion

(Adkaset eus Kaozeal:Enezenn ar Reunion)
Evezhiadenn diwezhañ: 6 vloaz zo gant Prieladkozh e kaozeadenn An anv


Politikerezh ofisiel


Ur politikerezh ofisiel war ar wikipedia-mañ eo hemañ, bet tizhet un emglev ledan diwar e benn hervez disoc'h ur votadeg.
Pedet eo an holl implijerion/implijerezed da zoujañ dezhi.


Lennit ar politikerezh amañ.


--Neal 19 Du 2006 da 17:01 (UTC)Respont

Kenurzhiennoù direizh

kemmañ

Hervez ar c'henurzhiennoù 55° 30' N - 21° 09 K emañ Enez ar Reünion er gwalarn da Iwerzhon, 750 km war-zu beg Su Groenland (diaes ober rom du-hont). 21° 06' 52" S - 55° 31' 57" R eo kenurzhiennoù reizh kreiz an enez ; klask a rin kempenn, ha gwelet ha fazioù all zo en abeg d'ar patrom pe d'an ebarzhiñ. 80.12.110.207 14 Ebr 2015 da 08:41 (UTC)Respont

Setu graet, dre al lec'hienn Federal Communications Commission. 80.12.110.207 14 Ebr 2015 da 08:48 (UTC)Respont

An anv

kemmañ

Ar Reünion /re'ynjõn/ e vefe an anv brezhonek? D'am meno eo Reünïon /ˌrey'ni:õn/ kentoc'h . Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Gwe 2018 da 19:33 (UTC)Respont

Geriadur Martial Ménard p. 1459 : Ar Reünion (/rey'njõn/ evel-just) + s. o. Reunioh & La Reyinyon --90.32.118.38 17 Gwe 2018 da 20:12 (UTC)Respont
Kemmañ a ra an distagadur hervez ar yezhoù all evel-just. Koulz kavout un distagadur brezhonek e brezhoneg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Gwe 2018 da 20:17 (UTC)Respont
E geriadur an here e lenner goañv distaget /gwañ/, ha koulskoude e kaver distagadurioù all ('gu: ã) (gu'jã), pell splannoc'h eget ar /rey'njõn/ gallek-se e brezhoneg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Gwe 2018 da 21:56 (UTC)Respont
goañv /ˈɡwã(w)/ e Geriadur An Here (2001, 533b).--Prieladkozh (kaozeal) 18 Gwe 2018 da 06:46 (UTC)Respont

Re skuizh evit mont betek pajenn 1432a Geriadur An Here ?
Reünion (Saint-Denis)5 Réunion/[Renion] Reünionad (Reünioniz).

5E dalch pe meret gant: Frañs.--Prieladkozh (kaozeal) 18 Gwe 2018 da 07:18 (UTC)Respont

Listennad ar spesadoù loened oc'h ober gant « Ar Reünion » : Skoul ar Reünion (skouled Reünion, TermOfis OPaB), Douryar ar Reünion, Ibiz ar Reünion, Stratig ar Reünion (Saxicola tectes).--Prieladkozh (kaozeal) 18 Gwe 2018 da 08:58 (UTC)Respont

Kement ha distreiñ d'ar gaoz kentañ war distagadur ar ger : souezhus eo an distagadur roet gant hor c'henlabourer dizanv. Ha n'emañ ket e geriadur Martial Ménard, ouzhpenn se, daoust d'ar pezh a skriv. Rak ne gaver distagadur ebet er geriadur-se. Er gerioù brezhonek a echu gant "-ion" hag a zo bet amprestet digant ar galleg (evel "prosesion"), emañ an taol-mouezh war an eil silabenn ziwezhañ e brezhoneg, ha n'eo ket war ar silabenn ziwezhañ. Poellek e vefe ober heñvel evit an anv "Reünion". --Llydawr (kaozeal) 18 Gwe 2018 da 10:50 (UTC)Respont
Tud zo a oar kaozeal hep kunujenniñ, vad a ra, ha n'int ket re skuizh evit klask kompren eus petra ez eus kaoz. Souezhusat tra. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Gwe 2018 da 15:17 (UTC)Respont
Kavout a ra din en deus ket gwelet an implijer 90.32.118.38 n'eus skritur fonetikel ebet liammet ouzh ar pennger « Ar Reünion » e geriadur M. Ménard...
Ali ganeoc'h evit ar pezh a sell ouzh distagadur ar ger « prosesion » ; na pet gwech em boa klevet ma mamm o lâret "'Chomez ket e penn-kentañ 'r brosesion", distaget /broseˈsɪːɔ̃n/.
N'emeur ket keit-se diouzh ar gaoz rak mard eo kemmet « Ar Reünion » e « Reünion » (goude bezañ kaset eus Enez ar Reunion da Enez ar Reünion gant an implijer... Bianchi-Bihan) e vo ret soñjal en holl bennadoù o tiskouel « Ar Reünion » enne. Kroget e oa bet gant an implijer Trec'hlid mitonet : † skilwaz Reünion.--Prieladkozh (kaozeal) 18 Gwe 2018 da 15:32 (UTC)Respont
kaset eus Enez ar Reunion da Enez ar Reünion gant an implijer... Bianchi-Bihan ... En amzer-se ne oa ket kaoz da gammzistagañ an anv ... Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Gwe 2018 da 20:52 (UTC)Respont

Frañsez Favereau, Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, Skol Vreizh, 2000 :

  • pajenn 636b
REUNION + [reyˈnɪôn] & [-ˈnɪjən] Ph, [-ˈnɪun] L, [reyɲôn] b, -où (popul.) réunion : mont d'ar reunion, re 'reunionoù !, & nl. ar Reunion.
  • pajenn 1259b
RÉUNION (ar) Reunion : enes ar Reunion.

--Prieladkozh (kaozeal) 21 Gwe 2018 da 14:40 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Enez ar Reünion".