Kaozeal:Ente Radio Trieste

Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Gerioù

da zistruj : n'eus nemet ul linenn er wiki albanek sq:Ente Radio Trieste Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Meu 2015 da 05:39 (UTC)Respont

 da zistruj  ? Hag un implijer a c'hall barn ha disparzhañ drezañ e-unan etre ar pennadoù a zo savet gant implijerien all ? Pelec'h emañ skrivet e ranker distrujañ ur pennad pa n'eus nemet ul linenn en ur Wikipedia all ? Astenn ar pennad eo a ranker ober, pa c'heller. Hag an hevelep den a savas ar "pennad" Artazu, a-douez kantadoù all heñvel. — 2.13.212.89 12 Meu 2015 da 13:46 (UTC)Respont

  1. Ur wech ouzhpenn e vefe ret displegañ da Edgar da betra e servij ar pajennoù kaozeal, graio neb a garo.
  2. Dispârzhaén zeo ur ger ha n'eo ket anavet c'hoazh er wikipedia-ñ=mañ : https://br.wikipedia.org/w/index.php?search=disparzha%C3%B1+&title=Dibar%3AKlask&fulltext=1 .
  3. Plijet omp o welout eo bet astennet ar pennad gant Edgar: deuet eo ganit Edgar!
  4. Ur bern re all da astenn zo ivez en Egipt: https://br.wikipedia.org/wiki/Xvet_tierniezh_Henegipt

Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Meu 2015 da 14:37 (UTC)Respont

  1. Ur wech ouzhpenn e vefe ret displegañ dit n'on ket da gi Edgar, Fafig ; skrivet ez poa "da zistruj" er bajenn "Kaozeal"-mañ, ha savet on a-enep. Dit-te da zeskiñ n'emañ ket ar pajennoù "Kaozeal" evidout da ren war ar Wikipedia brezhoneg.
  2. Bez laouen : desket un tamm brezhoneg ganit hiziv, zoken pa n'ez peus ket komprenet a betra zo kaoz (disparzhañ a-hed hag a-dreuz, koulskoude, a ouzez ober).
  3. Mar bijen Edgar e ouijen sevel pennadoù : anat e teu pa geñverier Keflusker dre enleskiñ hag Aberin, da skouer.
  4. Ne'm eus chañs vat ebet da gaout, astennet ar pennad ganin dija.

2.13.212.89 12 Meu 2015 da 14:59 (UTC) A! komprenet en deus e oa graet ur bajenn gaozeal evit kaozeal. Kement-se a dalv n'eo ket ret da zen bezañ a-du na gant Edgar na gant den all ebet. Te an hini nemetañ oc'h ober gant disparnompra, ha ne vo ket komprenet keit ma ne vo ket displeget. Met pell zo e ouzomp emaout amañ da blantañ da c'herioù sadedek a-raok pep tra ha ne rez forzh ebet ma ne vez ket al lennerien evit kompren. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Meu 2015 da 15:10 (UTC)Respont

Gerioù

kemmañ
  1. Setu ur ger implijet a gredan evit ar wech kentañ er wikipedia: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Ente_Radio_Trieste&diff=1627175&oldid=1627173
  2. kontrol da dud zo, digor on d'ar gerioù n'anavezan ket: met mat e vefe d'ar re a ra ganto lavarout e pelec'h e vezont testeniekaet, ha gant peseurt ster ;
  3. lakaomp n'hallfent ket ober : ret e vije tennañ ar gerioù-se neuze ma n'hall ket Yann Lenner kaout an displegadennig goulennet.

12 Meu 2015 da 15:32 (UTC)

  1. Ma rez un enklask faos ez po ur respont fall, anat eo (teknik anavezet). Emañ ar ger war hor Wikipedia.
  2. Perak ne glaskez ket war lec'hienn TermBret da skouer? Digoust ha prim? Berzet eo gant da relijion?
  3. Pegoulz e roi daveoù evit ar ger sac'higell gant ar ster a roez dezhañ?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Meu 2015 da 15:42 (UTC)Respont
  • Adlakaet em eus ar pennad en e stumm orin, a oa deuet reizh digant 2.13.212.89. Amsklaer ha neuze touellus e oa degasadennoù Bianchi-Bihan : ne skigne ket ERT en-dro da gêr Drieste hepken (Daveoù a vank), ha rannet eo bet TDT etre div stad, evel m'eo skrivet er pennad.
  • Disparzh = fr. discrimination (er Wiki abaoe ar 26 GEN 2009, gw. 44=Breizh).
  • Kaougantet = fr. ratifié.
  • N'hall ket Wikipedia bout an dave da Wikipedia (reolenn diazez forzh pe holloueziadur), hag ezvezañs ger pe c'her e Wikipedia ne dalvez ket n'eus ket eus ar ger-se er yezh, ha pa ne vefe ket anavezet gant 1 implijer.80.12.110.202 12 Meu 2015 da 16:49 (UTC)Respont
N'eo ket brav pentañ lern, Edgar: ni 'oar 'walc'h eo te paotr 2.13.212.89 evel hini 80.12.110.202 ha nouspet all. Penaos 'teus c'hoant bout kredet? Ne roez dave ebet evit hini ebet eus an daou c'her, neuze marteze n'int nemet frouezh da faltazi binvidik evel 'teus diskouezet gant da lieslesanvioù.
Disparzh : amañ e vez graet gant droukziforc'h.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Meu 2015 da 17:16 (UTC)Respont

Gwir a skrivas an IPv6. Ouzhpenn ar bobl lutuned niverus ez eus berrboelligoù diegel ez penn – n'ouzez ket, met ni Wikipediourion wirion 'oar 'walc'h emaint eno, hag o c'hoari muiañ-karet eo da lakaat da zisoñjal e vezez alies o lakaat da fri lous da c'hoari e-kreiz kaozioù ar re arall, evel aze nevez zo c'hoazh, gant ar youl da vrezeliñ, da lakaat ar re arall da blegañ ouzh da vrezhoneg dit-te ha da ziskar o labour war zigarez ez eus "Edgared" anezho-holl ! 2.14.178.139 12 Meu 2015 da 20:19 (UTC)Respont
Me ho salud, aotrou Wikipediourionwirion, alias Edgar Wellkomat. Ganit-te ni eo me (da ve-te) ha Wikipediourionwirion n'eo nemet an IPoù-maskloù a servij dit da c'hoari. Ur wech ouzhpenn ne rez nemet fae war an dud.
Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Ebr 2015 da 13:59 (UTC)Respont

Edgar aet da droll

kemmañ

Amañ : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal:Ente_Radio_Trieste&diff=1627236&oldid=1627219. Diverket e vo evel-just. Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 Meu 2015 da 17:50 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Ente Radio Trieste".