Kaozeal:Eubucco bourcierii
Ha petra eo ur "mourrenner" ?--Prieladkozh (kaozeal) 26 Gwe 2015 da 17:37 (UTC)
Gwelit: en: Red-headed barbet - de: Anden-Bartvogel - nl: Roodkopbaardvogel - es: barbudo cabecirrojo --Couiros22 (kaozeal) 26 Gwe 2015 da 18:27 (UTC)
- Trugarez deoc'h, barrek on da lenn ma-unan-penn ar pezh a vez diskouezet war ar Wikipediaoù all. Met e-barzh petore geriadur, petore oberenn skiantel ho peus kavet ar ger "mourrenner" ? E berr gomzoù : pelec'h emañ testeniekaet, ur wech ouzhpenn ?--Prieladkozh (kaozeal) 26 Gwe 2015 da 19:19 (UTC)
- Perak skuizhañ goulenn e brezhoneg ? Ne gompren ket : e galleg marteze? Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Gwe 2015 da 21:07 (UTC)
- Ne rin ken ! Emaomp war ul lec'hienn ma reer gant ar brezhoneg diouzh boaz, ma n'emaon ket o faziañ !--Prieladkozh (kaozeal) 27 Gwe 2015 da 07:55 (UTC)
- Nevezc'herioù a-fezon --Couiros22 (kaozeal) 27 Gwe 2015 da 08:20 (UTC)
- Skrivañ "a-feson" a vo gwelloc'h... N'on ket a-enep an nevezc'herioù, met perak "mourrenner" ? Eus pelec'h e teu ?--Prieladkozh (kaozeal) 27 Gwe 2015 da 08:26 (UTC)
- N'eo ket ur respont : perak "mourrenner" ?--Prieladkozh (kaozeal) 27 Gwe 2015 da 09:03 (UTC)
- Perak skuizhañ goulenn e brezhoneg ? Ne gompren ket : e galleg marteze? Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Gwe 2015 da 21:07 (UTC)
Daoust hag eñ n'ho pije ket droukvesket an daou c'her "mourrenn" ha... "barvenn" ? Ha ne gav ket deoc'h e vefe ken poellek ha fur lezel, evit poent, an anv skiantel Eubucco bourcierii da c'hortoz ma vo kinniget un anv boutin gant unan bennak barrek war an evnoniezh ? N'eo ket mezhus d'un den anavezout ez eo poellekoc'h mont war e gil...--Prieladkozh (kaozeal) 27 Gwe 2015 da 09:31 (UTC)
geriadur R.Hemon: mourrenn: moustache, barbe (de chat etc.)
""The barbets get their name from the bristles which fringe their heavy bills." --Couiros22 (kaozeal) 27 Gwe 2015 da 13:55 (UTC)
- Kement-se am eus lennet dija. Met perak an diaoul "mourrenner" ? Ha kompren a rit ne dalv tra ar ger-mañ e brezhoneg ? Ma n'ho pez ket fiziañs ennon it da c'houlennata an implijer Llydawr.--Prieladkozh (kaozeal) 27 Gwe 2015 da 14:06 (UTC)
- Ya, keñveriañ gant Panur mourraouek, gant an anv biarmicus (= barv) evit ar mourroù heverk.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 27 Gwe 2015 da 14:12 (UTC)
mourrenner = moustachu - mourraouek = à moustaches
da garout gwell 'mourrenner' eget 'mourraouek' penn ruz ? --Couiros22 (kaozeal) 27 Gwe 2015 da 14:22 (UTC)
- "mourrenner" = moustachu ? met pelec'h 'ta !? "mourraouek" a zo un anv-gwan !!!--Prieladkozh (kaozeal) 27 Gwe 2015 da 14:26 (UTC)
- "da garout gwell" ??????--Prieladkozh (kaozeal) 27 Gwe 2015 da 14:32 (UTC)
'Mourraouek penn ruz' asantet ? --Couiros22 (kaozeal) 27 Gwe 2015 da 14:33 (UTC)
- UN ANV-GWAN EO AR GER "MOURRAOUEK" !--Prieladkozh (kaozeal) 27 Gwe 2015 da 14:39 (UTC)
Peseurt anv a-raok ... penn ruz? --Couiros22 (kaozeal) 27 Gwe 2015 da 14:47 (UTC)
- Deskrivet e oa bet al labous gant ar skiantour gall Frédéric de Lafresnaye (bet boulc'het ganeoc'h ar pennad diwar e benn). E galleg e vez graet "Cabézon à tête rouge" anezhañ : neuze n'ho peus ket nemet mont e darempred gant an dud a vicher a ra war-dro TermOfis en Ofis Publik ar Brezhoneg da c'hoût pe droidigezh a vefe an hini wellañ. Ken aes ha tra.--Prieladkozh (kaozeal) 27 Gwe 2015 da 14:56 (UTC)
N'on ket re vat petra a sonj an dud all, dreist-holl an Edgar a zo ken desket, met evit krouiñ pennadoù er wikipedia n'eo ket fall gouzout ar c'hemm etre an dibennoù gourel ha gwregel (gouiliouder hag amiegez, da skouer) hag etre anv-kadarn hag anv-gwan. ur soñjig n'eo ken. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Gwe 2015 da 17:31 (UTC)