Kaozeal:Flodaigh
N'eus forzh petra : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Flodaigh&diff=1641034&oldid=1641019. Tagadennoù tagnous an Trec'hlider Minimo zo kalz mezhusoc'h, evit komz eveltañ. Implij hegasus "a-us un dra bennak" (brezel embann kozh kaset gant an Trec'hlider hag e alter Edgar) n'eo nemet ur c'hiz nevez, pell bihanoc'h eget a-us da, anat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 11:57 (UTC)
- Plijout a ra d'an Trec'hlider klask lakaat reuz da sevel etre an dud : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Flodaigh&diff=1641058&oldid=1641055. Meur a ali zo war ar yezh: hennezh zo diazezet mat: https://br.wiktionary.org/wiki/a-us_da. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 12:51 (UTC)
- Gant Bianchi-Bihan e ouzomp bremañ ne ouie ket Lan Inizan, Ivon Krog, ha meur a hini all brezhoneg.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 12:57 (UTC)
- N'eus forzh petra adarre : https://br.wikipedia.org/w/index.php?t. Dibab lakaat ar stumm implijet ar muiañ (hervez an testenioù) ne vefe , hervezañ, nemet mont da lavarout ne oar ket an dud all brezhoneg! Evel skouer a feiz fall eo diaes kavout gwelloc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 13:07 (UTC)
- Hag un diskibl en deus [1] hag en em gav ivez dreist da Lan Inizan, Ivon Krog, Barzhaz-Breizh...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 13:09 (UTC)
- Gant Bianchi-Bihan e ouzomp bremañ ne ouie ket Lan Inizan, Ivon Krog, ha meur a hini all brezhoneg.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 12:57 (UTC)
Pep hini en deus gwir da gaout un ali war ar yezh diwar lenn an testenioù, ha n'eo ket hepken diwar glevout prezegoù ar pab. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 13:14 (UTC)
- Gevier bepred ha bepred. Trawalc'h eo gwelet istor ar bajenn evit gwelet e oa bet skrivet «Evel e brezhoneg» gant Bianchi-Bihan ha «Reizhañ» gant Prieladkozh.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 13:17 (UTC)
Klenved ar Medalennou gant E. CROCQ (Spern-Gwen) :
"Sell, e pelec'h ema va spered ganin. Eun dra e oan war-nez dizonjal : en eur c'horn eus ar c'hao em eus gwelet boutailhadou poultrennet o c'hof, ha skrivet a-us d'ezo : « Da eva, pa vezin medalennet. » N'ouzoun ket petra ar skrid-ze." Pajenn 24.
"N'eus forz, lavaro an neb a garo hag ar pez a garo, n'oun ket evit disonjal diouz ar pez am eus gwelet skrivet a-us d'ar boutailhadou gwin koz aze e korn ar c'hao." Pajenn 24.
Eus perzh an diskibl e c'henoù lous !--Prieladkozh (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 13:25 (UTC)
- Pep hini en deus gwelet ivez ar sotonioù skrivet divezh evit kelo lakaat wikt:a-us da, evel Fañch an Uhel ha Vallée (a-us da, Vallée, 211).
- Anavezet eo da zoare arguzenniñ: pa ne skriver ket evel a fell dit, e sav ar c'hogig war e elloù hag e kan "en em gavout a rez dreist da Ivon Krog pe me oar piv all. Evel pa'z afen me da larout dit "kavout a ra dit eo uheloc'h da gribenn eget krewichenn An Uhel" peogwir e kavez gwell ober gant ur ger ha n'emañ ket en e skridoù. Koulskoude, pa ne blij ket dit gerioù zo, eus geriadurioù zo (Vallée, pe Hemon da skouer) ne vezez ket pell o lavarout int diamzeriet, pe fazius, pe n'emaint kez ez oberoù. Da Veurded nemeti, honnezh ne fazi morse, honnezh a vez ar gwir ganti atav.
Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 13:28 (UTC)
- «Aotrou Doue ! e-pad seiz devez leun e chomas a-istribilh a-us buhez ha maro.» (Ivon Krog Eur Zac'had Marvailhou p. 29). N'eus forzh penaos, n'eus ket da cheñch traoù reizh.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 13:48 (UTC)
- n'eus ket da cheñch traoù reizh : Kement-se eo da relijion, kontrol da hini wikipedia hag an holl genlabourerien. pep hini a c'hall kemmaén pezh a gar pa gar, hervez ar https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Pemp_pennreolenn_ar_Wikipedia |pemp reolenn . Marteze ne blij ket dit ar reolennoù-se? Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 13:58 (UTC)
Ha lennet eo bet ar pemp reolenn-se ganit? Sur out? An holl boentoù a vez drailhet ganit, ha hemañ dreist-holl: «Ur bennreolenn a zo e-keñver an emzalc'h ret war ar wikipedia: bezañ seven atav ha doujañ d'an implijerion/ezed all, zoken pa ne vezer ket a-du gante. Arabat tagañ an dud en un doare personel nag o c'hunujenniñ. Klask chom hep sevel pe kemer perzh e brezelioù-embann dre zoujañ d'ar reolenn chom hep embann ar memes pennad teir gwezh renk-ouzh-renk dindan 24 eurvezh. Arabat plantañ reuz evit dont a-benn da vezañ trec'h e-keñver un draig resis.»--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 14:05 (UTC)
- Gant Martial Menard e oa bet prientet embannadur kentañ levrenn eus Kontadennoù ar Bobl. Teir gwech ha tregont e oa bet graet gant "a-us da unan bennak" pe "a-us da un dra bennak" gant Fañch an Uhel el levrenn-se hep na vije implijet "a-us unan bennak" pe "a-us un dra bennak"...--Prieladkozh (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 14:01 (UTC)
Ya? Ha petra zo da gompren? An daou zoare a zo er yezh, ha n'eus hini ebet dreist d'ar re all, ha hini ebet "faziek".--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 14:07 (UTC)
- Manit difrom mar plij ganeoc'h...--Prieladkozh (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 14:10 (UTC)
Ya? Ha petra zo da gompren? An daou zoare a zo er yezh, ha n'eus hini ebet dreist d'ar re all, ha hini ebet "faziek". Peadra da c'hoarzhin. Savet ar gaoz ganit mann nemet evit ar blijadur da ober ur pezh charre, sevel war da elloù, ha mat pell zo. Truezus. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 14:14 (UTC)
- YEZHADUR AR BREZHONEG A-VREMAÑ gant F. FAVEREAU, Skol Vreizh, 1997, pajenn 419 :
- a-us da... au-dessus de : 'us dit... ([...]...),--Prieladkozh (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 14:17 (UTC)
Betek pelec'h oc'h prest da vont gant ho tivezhded? Graet ganin nemet adlakaat ar stumm reizh a oa aze da gentañ gant saver ar pennad, bet taget e vrezhoneg. Ha goude-se brezel-embann, kunujennoù, tagadennoù personel...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 15:12 (UTC)
- "Divezhded", "kunujennoù", "tagadennoù personel" ????? Diskouezit din pelec'h resis 'ta !--Prieladkozh (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 15:30 (UTC)
Graet ganin nemet... Sirius ? N'ac'h eus graet nemet skeiñ eoul war an tan, abalamour d'ur c'hemmig dister, evel a vez graet gant an holl re a deu amañ da labourat gwechig an amzer. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 15:56 (UTC)
Tagadennoù emezañ
kemmañ- Gant Bianchi-Bihan e ouzomp bremañ ne ouie ket Lan Inizan, Ivon Krog, ha meur a hini all brezhoneg.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 12:57 (UTC): Peogwir n'em eus skrivet netra evel-sen n'eo nemet ur GAOU bras. Ha peoc'h din! Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Ebr 2015 da 16:05 (UTC)